Diougan Gwenc'hlan - La prophétie de Gwenc'hlan Pa guzh an heol, pa goeñv ar mor, Me 'oar kanañ war dreuz ma dor. Pa oan yaouank, me a gane ; Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez. Me 'gan en noz, me 'gan en de Ha me keuziet bras koulskoude. Mar deo ganin stouet ma beg, Mar 'm eus keuz, n'eo ket hep abeg Evit aon me n'am eus ket, 'N eus ket aon da vout lazhet; Evit aon me n'em eus ket, Amzer a-walc'h ez on-me bet. Pa vin ket klasket 'vin kavet ; Met pa'z on klasket ne don ket Ne vern petra a c'hoarvezo Pezh a zo dleet a vezo: Ret eo d'an holl mervel teir gwezh Kent evit arzav en diwezh. Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad, Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad, E veg digor ha leun a wad Hag e reun louedet gant an oad; Hag e voc'higoù Tro war dro Gant an naon o soc'ho. Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont ken e kren an aod gant ar spont; Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann 'Zo en e benn kernïoù arc'hant. An dour dindanañ o virviñ Gant an tan-daran eus e fri; Morgezeg en-dro de'añ ken stank Hag ar geot war lez ar stank. _ Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! morvarc'h! Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h! Ken e riskl er gwad an treid noazh! Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh oc'h gwazh! Me 'wel ar gwad betek e c'hlin, Me 'wel ar gwad evel ul linn! Gwazh-oc'h-gwazh! Darc'h 'ta! gwazh-oc'h-gwazh! Arzaviñ a ri 'benn arc'hoazh. Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta morvac'h! Darc'h gant e benn, darc'h mat 'ta, darc'h! Pa oan em bez yen, hunet dous, 'Klevis an er c'hervel, en nouz, E erigoù eñ a c'halve, Ha 'n holl evned eus an neñv;; Hag e lare dre e c'hervel - Savet prim war ho tiwaskell! N'eo ket kig brein chas pe zeñved, Kig kristen 'rankomp da gaouet! - Morvran gozh, c'hlev! lavar din-me: petra 'choari ganout aze? - Pen ar Penn-lu 'choari ganin, E zaoulagad ruz a fell din, E zaoulagad a grapan naet 'N abeg d'az re en deus tennet. - Na te, louarn, lavar din-me Petra c'hoari ganit aze? - E galon a c'hoari ganin Oa ken diwir ha ma hani, He deus c'hoantaet da lazho, He deus da lazhet a bell 'zo. - Na te, lavar din-me, touseg! Petra 'rez aze 'korn e veg? - Me a zo amañ 'n em laket 'C'hortoz e ene da zonet; Ennon'me 'vo, tra 'vin er bed, E kastiz reizh eus e dorfed E-keñver ar Barzh na chom ken Etre Roc'h-Allaz ha Porz-gwenn. Au coucher du soleil, lorsque s'enfle la mer Je chante sur le seuil de ma porte Je chante depuis ma plus tendre enfance, Je chante nuit et jour, Mais mon coeur est triste, Ce n'est pas sans raison que je vais tête basse, Et que mon coeur est triste, Non que j'ai peur,. Je n'ai pas peur d'être tué, Non que j'ai peur, Car j'ai assez vécu Quand on ne me cherchera pas, on me trouvera, Quand on me cherche, on ne me trouve pas, Peu importe de ce qui adviendra, Ce qui doit êtreêtre sera! Il faut que tous meurent trois fois Avant de trouver le repos. Je vois le sanglier sortir du bois. Il boite bas, le pied blessé, La gueule béante, pleine de sang, Le crin blanchi par l'âge Autour de lui Ses marcassins grognent de faim Je vois venir à lui le cheval de mer Qui fait trembler le rivage d'effroi Un cheval aussi blanc que la neige; Deux cornes d'argent brillent à son font. Le flot bouillonne sous ses pas, De ses naseaux jaillit la foudre, D'autres chevaux de mer l'entourent, Aussi serrés que l'herbe sur les rives d'un étang. _ Tiens bon, cheval de mer, tiens bon! Frappe-le à la tête! Frappe fort! Les pieds nus glissent dans le sang. Plus fort, frappe encore plus fort! Je vois un ruisseau de sang couler, Frappe de toutes tes forces, frappe donc, frappe encore plus fort! Je vois monter le sang aux genoux. Je vois une mare de sang! Plus fort, frappe encore plus fort! Frappe-le à la tête, cheval de mer, Frappe-le de toute ta force! Comme je me trouvais doucement endormi dans ma tombe froide, J'entendis l'aigle crier au milieu de la nuit Appeler ses aiglons et tous les oiseaux de ciel, leur disant: - Levez-vous! Envolez vite! Ce n'est pas de la chair pourrie de chien ou de brebie, C'est de la chair de chrétien qu'il nous faut! - Réponds-moi, vieux corbeau de mer: Que tiens-tu là? - C'est la tête du chef d'armée! Je veux avoir ses deux yeux rouges Je lui arrache les yeux Comme il a arraché les tiens! - Et toi, renard, Qu'as tu pris? - J'ai pris son coeur, - Ausi cruel que le mien -, Qui as désiré ta mort, Et t'as fait mourir il y a bien longtemps. - Et toi, crapaud, dis-moi: Que fais-tu au coin de ta bouche? - Je me suis posté ici Car j'attends son âme au passage. Je la garderais en moi aussi longtemps que je vivrais, En chââtiment du crime qu'il a commis Contre le barde qui habitait Entre la butte d'Allaz et le Port-Blanc. Le barde Gwenc'hlan fut longtemps traqué par un mercenaire étranger. Celui-ci, s'étant emparé du barde, lui creva les yeux et le jeta dans un cachot où le barde agonisa. Le tueur mourrut peu après sur un champ de bataille, sous les coups des Bretons et de l'imprécation prophétique du barde. Ar bugel laeret - L'enfant supposé Mari goant a zo glac'hare He Loïg ker he deus kollet: Gant ar Gorriganenn eo aet. - Pa'z is davit dour d'ar stivell Va Loig 'lezis 'n e gavell, Pa zeus d'ar gêr eñ 'oa pell. Al loen-mañ en e lec'h laket E veg ken du hg un touseg A graf, a beg, hep ger ebet! Ha bronn bepred 'mañ 'klask kavet, Ha gant e seizh vloaz tremenet C'hoazh ned eo ket c'hoazh dizonet Gwerc'hez Vari, war ho tron erc'h, Gant ho krouadur 'n ho tivrec'h, El levenez 'maoc'h, me en nec'h. Ho mabig sakr hoc'h eus miret, Me, va hini am eus kollet, Truez ouzhin, mamm a druez! _ Va merc'h, va merc'h, na nec'hit ket! Ho Loig ned eo ket kollet, Ho Loig ker 'vo adkavet. Neb 'ra van en urglorenn vi D'aozañ pred dek gonideg un ti 'Lak ar c'horrig da brezegiñ P'en deus prezeget, foet-añ, flemm! P'eo bet foetet-flemm e klemm! Pa vo klevet, 'vo lamet lemm! - Petra 'rit-hu aze, va mamm? 'Lazare ar c'horr gant estlamm, Petra rit-hu aze, va mamm? -Petra 'ran amañ va mab-me? Aozañ a ran 'n ur bluskenn-vi Evit dek gonideg va zi. - 'Vit dek, mamm ger, en ur bluskenn! Gwelis vi kent gwelout yar wenn, Gwelis mez kent gwelout gwezenn, Gwelis mez ha gwelis gwïal Gwelis un derv e koad Breizh all, Biskoazh ne welis kemend-all. - Re a draou 'c'h eus gwelet, va mab! Da flap! Da flip! Da flip! Da flap! Da flip, paotr kozh! A, me az krap! _ 'Sko ket gantañ, lez-añ ganin, Ne ran ket me droug d'az hini, Eñ 'zo roue en hor bro-ni. Mari d'ar gêr pa zistroas He bugel kousket a welas En e gavell a sioul-bras. Hag outañ ken kaer pa sellas, Ha da vokat dezhañ pa'z eas, E zaoulagad eñ 'zigoras. En e gooazez en em save, E ziverc'hig a astenne: _ Gwall-bell on bet kousket, mamm-me! La belle Marie est en deuil, Elle a perdu son cher Loïk: La korriganne l'a emporté. _ Je suis aller puiser de l'eau à la fontaine En laissant Loïk au berceau. Lorsque je revins, il n'y était plus! Un monstre était dans le berceau, Roux, à figure de crapeau Griffant et mordant sans dire un mot. Il réclame sans cesse le sein Sept ans sont passés Et il tête toujours! - O Vierge Marie, vous êtes heureuse De tenir votre fils sur votre trône. Moi, je suis triste Vous avez gardé votre saint enfant. J'ai perdu le mien. Ayez pitié de moi,ôô mère de pitié! - Ma fille, ne sois pas triste! Ton Loïk n'est pas perdu! Il sera retrouvé. Qui feint préparer dans une coquilled'oeuf à manger Pour dix laboureurs Force le nain à parler! Dès qu'il aura parlé, fouette-le! Oui! Fouette le nain à grands coups! Pour qu'il crie très fort Alors il te sera enlevé! - Que fait-tu donc là, maman? Demanda le nain, Que fais tu? - Mon enfant, je fais A manger dans une coquille d'oeuf Pour dix laboureurs. - Pour dix, dans une coquille, maman? J'ai vu l'oeuf avant de voir la poule blanche, J'ai vu le gland avant de voir le grand arbre, J'ai vu le gland, J'ai vu les chênes des forêêts de Bretagne, Mais, jamais, je n'ai vu pareille chose! _ Tu as vu trop de choses, mon enfant! (coups) Ah, vieux gaillard, je te tiens! - Ne le frappe pas, rends-le-moi! Je ne fais pas de mal à ton enfant, Qui est roi dans mon pays! En rentrant à la maison, Marie retrouva son enfant, Endormi dans le berceau. Il dormait paisiblement. Ravie, Marie le regarda, Puis l'embrassa, Il ouvrit les yeux Et tendit ses petits bras: Maman! J'ai fais un long somme! Ar C'Horred - Les Nains Paskou Hir, ar c'hemener, A zo aet d'ober al laer, D'abardez-noz digwener. N'helle mui ober bragou, Aet an dud d'an armeou, Ouz re Vro-C'hall hag o roue. Aet eo tre 'ti ar C'Horred: Gant e bal en deus toullet Da glask an teñzor kuzhet. Hag an teñzor pa gavas D'ar gêr 'redas gant mall bras, En e wele 'n em lakas. - Serrit an nor, serrit kloz! Setu an dudigou-noz - Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, Ha diriaou ha digwener! - Serrit an nor, mignoned! Setu, setu ar C'Horred! - 'Maint o tont tre 'barzh ar porzh, - 'Maint eno o tañsal forzh! _ Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, Ha diriaou ha digwener! - War da doenn emaint-i Oc'h ober un toull enni! Krapet out, mignonig paour, Taol kuit buan an teñzor! Paskou paour, te 'zo lazhet, Taol warnout dour benniget! Taol da liñsel war da benn, Paskou, chom difich a-grenn - Siwazh din! 'maint o c'hoarzhin, Neb a dec'hfe 've paotr fin! Aotrou Doue! Sed unan! E benn dre 'n toull a welan, E zaoulagad 'zo ruz-glaou, E tiskenn gant post an to. Aotrou Doue! Un, daou, tri, 'Vont en-dro war al leur-di! Lammat 'reont ha konnariñ, Taget on, Gwerc'hez Vari! _ Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, Ha diriaou ha digwener! _ Daou, tri, pevar, pemp ha c'hwec'h! _ Dilun, dimeurzh, dimerc'her, Roc'hal a rez, a larer, Kemenerig, kemener! Kemenerig, kemener! Tenn da fri 'maez un tammig Deus da ober un dro dañs, Ni zesko dit ar gadañs! Kemenerig, kemener! Dilun, dimeurzh, dimerc'her, Kemenerig, te 'zo laer, Dilun, dimeurzh, dimerc'her, Deus d'hon laerezh ur wech all, Deus, kozh kemenerig fall! Ni a zesko dit ur bal A ray d'az mell-kein strakal, Rak arc'hant korr tra ne dalv! Paskou-le-long, le tailleur, S'est mis à voler Dans la soirée de vendredi Il n'avait plus de commandes: Tous les hommes de Bretagne sont partis Pour la guerre contre les Français et leur roi Le tailleur est entré dans la grotte des nains Il a creusé avec sa pelle Et a trouvé un trésor. Un superbe magot! Il est rentré très vite chez lui, Et s'est mis au lit! - Fermez la porte, fermez-la-bien! Voici qu'accourent les petits êtres de la nuit! - Lundi, mardi et mercredi! Et jeudi, et vendredi! - Fremez la porte, mes amis! Les nains arrivent! Ils entrent dans la cour, Dansant à en perdre l'haleine. - Lundi, mardi et mercredi! Et jeudi et vendredi! - Ils grimpent sur le toit! Ils percent le toit! Maintenant, tu es pris, mon pauvre ami! Jette le trésor dehors! Pauvre Paskou,tu es mort! Asperge-toi d'eau bénite! Et rabas ton drap sur ta tête! Ne fais plus un geste! - Ah j'entends les nains rire! Il n'est pas encore né, Celui qui est assez rusé pour leur échapper! Signeur tout-puissant! Un nain passe sa tête par le trou! Ses yeux luisent comme des braises! Le voila qui glisses le long du pilier! Seigneur Dieu! En voila un, puis deux, puis trois! Maintenant, ils dansent sur l'aire! Ils bondissent comme des enragés! Sainte Vierge, j'étouffe! - Lundi, mardi et mercredi! Et jeudi et vendredi! - Deux, trois, quatre, cinq et six! - Lundi, mardi et mercredi! - O tailleur, cher petit tailleur, - Ne dirait-on pas que tu ronfles? - O tailleur, cher petit tailleur, - Montre-nous un peu le bout de ton nez! - Viens-en faire un tour de danse! - Nous t'enseignerons la mesure! - O tailleur, cher petit tailleur! - Lundi, mardi et mercredi! - O tailleur, tu es fripon! - Lundi, mardi et mercredi! - Reviens donc nous voler! - Viens donc, méchant tailleur! - Nous t'enseignerons une danse - Qui fera craquer ton dos! L'argent des nains ne vaut rien! Bale Arzhur - La marche d'Arthur _Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d'ar gad ! Deomp, kar, deomp, breur, deomp, mab Deomp! Deomp! deomp holl! deomp 'ta, tud vat! Mab ar c'hadour a lavare, 'Lavare d'e dad, ur beure : _ Marc'hegerien war lein ar bre Marc'hegerien o vont e-biou, Mirc'ed adane, glas o liou Oc'h hinteal gant ar rïou Stank-ha-stank, c'hwec'h-ha-c'hwec'h e ri Stank-ha-stank, e ri tri-ha-tri; Mil goaf oc'h an heol o lintriñ Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou, O vont da heul ar bannielaou Hag a vrañsell glan ar Ankaou. Nav bann rong an daou benn ane; Bagad Arzhur, a goaran, eo; Arzhur a-raok, lein ar mene. _ Mar'mañ Azhur an hini eo. Prim d'hor gwal beo! Ha 'raok d'e heul, ha flimm ra freo 'Oa ket e c'her laosket a-grenn, Pa drouzkroas ar youc'hadenn 'Hed ar menezioù penn-da-benn - Kalon am lagad! Penn am brec'h! Ha lazh am bloñs, ha traoñ ha krec'h! ha tad am mab, ha mamm am merc'h! Marc'h am kazeg, ha mul am az! Penn-lu am mael, ha den am gwaz! Gwad am daeroù, ha tan am c'hwaz! Ha tri am unan, evit mat! Traoñ ha krec'h, noz-ne, mar gell pad. Ken e redo en traoñiou gwad! Er stourmad, treuzet mar kouezhomp, Gant hor gwad en em vadezfomp, Ha laouengalon e varfomp. Mar marvomp evel 'mañ dleet D'ar gristenien, d'ar Vretoned, Morse ne varvimp re abred! adane: dindano e ri: en ur renk ar bannielaoui, hag a vrañsell galn an Ankaou: ar bannieloù hag a zo lakaet da vrañsellat taer, rust gant an Ankou. nav bann rong an daou benn ane: bann, bannadenn, ar c'heit ma c'heller teurel ur maen, pe ur speg;rong, rhwng etre; etre an daou benn eus an arme ez eus keit hag hirder nav bannadenn. Bez' e c'heller kanañ: nav bann 'tre an daou benn ane. a goaran: a ouzon (en implij e kornioù 'zo eus Treger). Bosenn Eliant Tre Langolen hag ar Faoued Ur barzh santel e vez kavet; Hag eñ Tad Rasïïan anvet. Laret en deus d'ar Faouediz; "Laket un oferenn bep miz, Ur oferenn en hoc'h iliz." Aet eo ar vosenn a Eliant, Hogen n'eo ket aet hep forniant, Aet 'zo ganti seizh mil ha kant! E bro Eliant, hep laret gaou, Emañ diskennet an Ankaou, Maro an holl dud nemet daou: Ur wregig kozh tri-ugent vloa Hag ur mab hepken he devoa. "Edi ar vosenn 'penn ma zi; Pa garo Doue 'teui en ti; Ni 'yey 'maez pa deuy," emezi. E-kreiz Eliant, er marc'hallec'h, Geot da falc'hat a gavfec'h, Nemet en hentig eus ar c'harr A gas 'r re varo d'an douar. Kriz 'vije 'r galon na ouelje, E bro Eliant, neb a vije: Gwel't triwec'h karr 'tal ar vered Ha triwec'h all eno 'tonet. 'Lec'h 'oa nav mab en un tïad, Eent d'an douar en ur c'harrad, Hag o mamm baour oc'h o charrat, O zad a-dreñv o c'hwibanat: Kollet gantañ e skïant vat. Hi a yude, 'c'halve Doue; Reustlet e oa korf hag ene; - Laket ma nav mab en douar, Ha me 'roy deoc'h ur gouriz koar, A rey teir zro en-dro d'ho ti, Ha teir en-dro d'ho minic'hi. Nav mab am boa ganet, Setu gant an Ankou int aet; Gant an Ankou e toull ma dour; Den da c'houll din ul lommig dour! - Leun eo 'r vered 'rez ar c'hleuzioù, Leun an iliz 'rez an treuzoù; Ret eo benniget ar parkoù, Da lakaat enno ar c'horfoù. Me 'wel er vered un dervenn, Hag en he beg ul liñser wenn: Aet an holl dud gant ar vosenn. MARZHIN Divinour _ Marzhin, Marzhin, pelec'h it-hu, Ken beure-se gant ho ki du? _ You! you! ou! you! you! ou! you! ou! you! ou! You! you! ou! you! ou! _Bet on bet 'kas kaout an tu, Da gaout dre-mañ an ui ru, An ui ruz eus an naer-vorek, War lez an aod, 'toull ar garreg. Mont a ran da glask d'ar flourenn Ar beler glas ha 'n aouryeotenn, Koulz hag uhelvarr an dervenn, E-kreiz ar c'hoad 'lez ar feunten. _ Marzhin! Marzhin! distroet en-dro; Laosket ar varr gant an dero, Hag ar beler gant ar flourenn, Kerkouz hag an aouryeotenn, Kerlouz hag ui an naer-vorek, E-touez an eon, 'toull ar garreg. Marzhin! Marzhin! distroet en-drou: Ne deus divinour nemet Dou. -_ You! you! ou! you! you! ou! you! ou! you! ou! You! you! ou! you! ou! Droukkinnig Nevenoiou - Le tribut de Nominoe An aourieotenn 'zo bet falc'het, Brumeniñ raktal en deus graet. Argad ! Brumenniñ 'ra, a lavare An ozac'h meur eus lein 'n Are. Argad ! Teir sizhun ma vrumenn teñval Ken teñval, war duioù Bro-C'hall, Ken n'hallan gwelout e nep giz Va mab o tonet war e giz Marc'hadour mat o vale bro Ha klevjout-te roud eus Karo ? - Bout a-walc'h, tad kozh an Are, Ha penaos eo, ha pe zoare ? - Den a skiant, den a galon, Aet gant ar c'hirri da Roazhon, Aet da Roazhon gant ar c'hirri, Kezeg-tenn outo tri ha tri, Ha kinnig Breizh ganto hep si, Rannet mat etre pep hini. - Mar d-eo ho mab ar c'hinniger, E c'hortoz 'refot an aner, Pa'z ejod da bouezañ 'n arc'hant, Fallout a eure tri war gant, Ken e lavaras ar merer : Da benn, gwaz, a ray an afer ! Ha pegañ 'n e gleñv en deus graet, Ha penn ho mab en deus troc'het. Hag en e vlev en deus kroget Hag er skudell 'n deus en taolet. An ozac'h kozh 'dal m'e glevas 'Voe tost dezhañ ken na semplas; War ar garreg e kouezhas krenn, Kuzhzt e zremm gant E benn 'n e zorn, o leñvañ meur : - Karo, va mab, va mabig paour ! An ozac'h meur 'zo 'vont en hent E gantañ war e lerc'h e gerent, An ozac'h kozh 'zo 'vont e-biou E-biou kêr-veur Nevenoioù. _ Lavarit-hu din, penn-porzhier, Hag-eñ 'mañ an An ozac'h er gêr ? _ Pe emañ eñ, pe n'emañ ket, Doue d'en dalc'ho e yec'hed ! N'oa ket peurlavaret e c'her M'eo degouezhet 'n aotrou er gêr, Degouezhet er gêr a chaseal, E chas bras 'raozañ o vragal, E wareg en e zorn gantañ Hag ur pemoc'h gouez war e skoaz, Ha fresk-bev ar gwad o redek War e zorn gwenn _ Mad deoc'h! Mad deoc'h! Meneziz da! Ha deoc'h, ozac'h meur, da gantañ! Petra c'hoarvezet a nevez? Petra ganeoc'h diganin-me? _ Deut omp da c'houl hag-eñ 'z eus ur Reizh, Un Doue en neñv, un tiern e Breizh? _ Un Doue 'zo en neñv, a gredan, Un tiern e Breizh, ma c'hellan. _ An neb a venn, hennezh a c'hall, An neb a c'hall, 'argas ar Gall, A gas ar Gall, a harp e vro, Hag evit hi ter ha tero! L'herbe d'or est fauchée. Il a bruiné soudain. Bataille ! Il bruine disait le grand chef Du sommet des monts d'Arrée. Bataille ! Il bruine depuis trois semaines, Une bruine de plus en plus grise du côté de la France, Si épaisse que je ne puis apercevoir Mon fils qui s'en revient vers moi. Toi, marchand qui cours le pays, As-tu des nouvelles de Karo, mon fils ? - Il se peut, vieux chef des monts d'Arrée. Dis moi, comment est ton fils et que fait-il ? - Mon fils est un homme de sens et de coeur. Il est parti conduire à Rennes les charriots, Conduire à Rennes les charriots Tirés par des chevaux attelés trois par trois Portant sans fraude le tribut de la Bretagne Au chef des Francs. - Si votre fils est parti porter le tribut, C'est en vain que vous l'attendez, je vous le dis : À la pesée d'argent, Il manquait trois livres sur cent. Et l'intendant des Francs a dit : Vassal, ta tête fera le poids ! L'intendant a tiré son épée Et a tranché la tête de votre fils. Il l'a prise par les cheveux Et la jetée dans la balance. En entendant cette nouvelle, Le vieux chef manqua de s'évanouir. Il tomba d'un seul coup sur les rochers, Ses cheveux blancs cachant son visage. La tête enfouit entre ses mains, il s'écria en gémissant : - Karo, mon fils, mon pauvre cher fils ! Le grand chef avance, Suivi de tous ceux de sa famille. Le grand chef approche Du château de Nominoe. _ Commandant de la garde, Le roi est-il dans son palais? _ Qu'il y soit ou non, Dieu le garde en bonne santé ! Tandis que la gardien parlait, Le seigneur rentra au château, De retour de chasse, Derrière ses grands chiens joueurs, Son arc à la main, La dépouille d'un sanglier sur l'épaule Dont le sang frais et vivant coulait De la gueule sur la main blanche _ Salut à vous ! Salut, montagnards ! Salut d'abord à toi grand chef ! Que se passe t-il? Que me voulez vous? _ Nous venons vous demandez s'il existe une justice, S'il y a un Dieu au ciel et un chef en Bretagne ? _ Oui, je crois qu'il existe un Dieu au ciel Ainsi qu'un chef en Bretragne si je puis l'être. Celui qui veut, celui-là peut! Celui qui peut chasse le Franc Chasse le Franc, défend son pays, Et le venge et le vengera! Al Louarn - Le Renard Al louarn barvek a c'hlip, glip, glip, glip, glip er c'hoad! Gwa konikled arall-vro! Lemm-dremm e zaoulagad! Lemm e zent ha skañv e dreid hag e graban ruz-gwad! Alan al louarn a c'hlip, glip, glip : argad! argad! Ar Vretoned a welis 'lemmañ o c'hlavier dall, N'eo ket war higolen Breizh met houarngen ar Gall. Ar Vretoned a welis o vediñ er c'hadtir, N'eo ket gant fizier dantek, met gant klezeier dir, Ha n'eo ket gwinizh ar vro, ha n'eo ket hor segal, Met pennou; blouc'h eus Bro-Saoz, pennou blouc'h eus Bro-C'hall Ar Vretoned a welis o tornañ ed gant youc'h Ken e lamme pallenou diwar ar pennou blouc'h. Ha n'eo ket gant fustou prenn 'vac'he ar Vretoned, Met gant sparrou houarnet ha gant treid ar mirc'hed. Ur youc'hadenn a glewis, youc'hadenn ar peurzorn Adalek Krec'h Sant Mikael tre-betek traoñ Elorn, Adalek ti Sant Weltras tre-betek Penn ar bed Er pevar c'horn eus a Vreizh bezet al Louarn meulet! Bezet kanmeulet al Louarn a amzer da amzer! Bezet koun eus ar ganaouenn, bezet klemm ouzh ar c'haner! Neb a ganas ar c'han-mañ n'e ganas ur wech all, Dideodet, siwazh dezhañ! ma oa bet gant ar Gall; Hogen mar d-eo dideodet ned eo ket digalon, N'eo ket mank kennebeud-all 'vit saezhañ saezh an ton! Le Renard barbu glapit ; "glip, glip", glapit dans le bois! Malheur aux lapins étrangers! Les yeux du Renard brillent telles deux fines lames tranchantes! Ses dents sont encore plus dangereuses. Rapide comme l'éclair, le Renard brandit ses griffes sanglantes. Alain-le-Renard glapit: "Guerre! Guerre!" J'au vu les Bretons aiguiser leurs terribles armes, Non sur la meule de Bretagne, mais sur la cuirasse des francais! J'ai vu les Bretons moissoner sur le champ de bataille Non pas a l'aide de faucilles ébréchéébréchéeses mais avec des épées d'acier. Ils n'ont pas moissonner le blé du pays, Mais les épis sans barbe des Saxons et des Francais! Les Bretons battaient le blé dans l'aire Si bien que la balle fut arrachée aux épis sans barbe. Ils ne se battaient point à l'aide de fléaux de bois, Mais avec des épieux ferrés et les sabots de leurs chevaux Le cri de joie qu'ils ont poussés àà la fin de la bataille A retentit du Menez-Mikel jusqu'aux vallées de l'Élorn! De l'abbaye Saint-Gildas jusqu'au cap ou finit la terre! Que l'on chante les prouesses du Renard aux quatres coins de la Bretagne! Qu'elles soient chantées mille fois! De générations en générations, gardons la mémoire de ce chant mais également celle de son chanteur! Le premier qui entonna ce chant de gloire n'a plus jamais chanté. Les Francais lui coupèrent la langue! Si le chanteur n'a plus de langue, il conserve son coeur. Et sa main est encore sûre pour décocher la flêche de son chant! Bran - Le chevalier Bran Ar marc'heg Bran 'zo bet tizhet E kad Kerlouan ma 'z eo bet, E kad Kerlouan 'tal ar mor 'Voe tizhet mab bihan Bran Vor. Ha daoust d'hon trec'h 'voe kemeret Ha tramor e voe degaset Ha pa voe tramor degouezhet Eññ a ouele 'n un tour serret : - Va c'herent a drid hag a youc'h, Ha me war va gwele! A, you! Me 'garfe kaout ur c'hannader A zougfe d'am mamm ul lizher. D'ar c'hannader pa voe kavet Ar marc'heg en deus kemennet: - Dilhad all va den, a wiski, Dilhad klasker-boued a-zevri; Va bizoù 'gemeri ivez, Va bizoù aour evel arouez. Ha d'am bro 'dal ma tegouezhi D'am mam itron en diskouezi. Ha mar deu va mamm d'am daspren, Kannader, lak banniel e gwenn; Met siwazh din, mar ne zeu hi, Ur banniel du eo a savi. Pe zegouezhas e Bro Leon Edo o koaniañ an Itron, Edo gant he zud ouzh an daol, An delennourien en o roll. _ Noz vat deoc'h, Itron an ti-mañ Setu bizoù aour ho mab Bran, E vizoù koulz hag ul lizher, Ret eo e lenn, e lenn e-berr - Tavit, telennourein, ho son; Glac'har vras a o em c'halon! Tavit telennourien, buan, Paket va mab ne ouien mann! Ra fardor ul lestr din fenoz, Ma treuzin ar mor antronoz! Antronoz, diwar e wele An Aotrou Bran a c'houlenne: - Gedour, gedour, din lavarit, Lestr ebet o tont ne welit? - Aotrou marc'heg, ne welan-me Nemet ar mor bras hag an neñv. - Gedour, gedour, din lavarit, Lestr ebet o tont ne welit? - Aotrou marc'heg, ne welan tra Nemet morevned o nijal! An aotrou Bran a c'houlennas Ouzh ar gedour d'abardaez c'hoazh: - Gedour, gedour, din lavarit, Lestr ebet o tont ne welit? Ar gedour gaouiat pa glevas C'hoarzhin drouk outañ a reas: - Ul lestr a welan-me pell, pell, Hag eñ foetet gant an avel. - Na pe arouez? Lavarit krenn! Ha daoust eo du, ha daoust eo gwenn? _ Aotrou marc'heg, 'vel ma welan, Du eo, me en tou deoc'h ruz-glaou-tan! Ar marc'heg kaezh p'en deus klevet, Na mui na ken n'en deus komzet. Distreiñ a reas e zremm c'hlas Ha gant an derzhienn e krenas. Nag an Itron a c'houlenne Digant keriz pa zouare: - Petra nevez a zo amañ Pa glevan kleier o tiñsañ? Un den kozh en deus lavaret D'an itron pa'n deus he c'hlevet: - Ur marc'hek paket 'oa amañ, Mervel en deus graet en noz-mañ! N'oa ket e gomz peurlavaret, Etrezek an tour eo pignet, En ur redek, o ouelañ ken, Dispak-kaer ganti he blev gwenn, Ken e oa ar gêriz souezhet Souzhet-meurbet ouzh he gwelout, Gwelout un Itron divroat Oc'h ober kañv a-hed ar straed, Ken e lavare pep unan : Piv eo houmañ, hag a-beban? An Itron baour a lavare Da borzhier an tour pa errue : - Digor, digor prim an nor din! Va mab, va mab, ra e welin! Pa voe digoret an nor vras, War gorf he mab en em strinkas, Hag e vriata a reas Ha biken goude ne savas. War vaez ar stourm e Kerloan 'Zo un dervenn a-us d'al lann, Un dervenn el lec'h ma kilas Ar Saozon rak dremm Even Vras. War an dervenn pa bar al loar, Bep noz 'n em zastum evned-mor, Evned-mor du o fluñv ha gwenn Gant ul lommig gwad war o fenn. Ganto ur Vranez gozh du-louet, Ganti ur Vran yaouank kevret; Skuizh o daou ha gleb o eskell, O tonet eus tramor, eus pell, Hag an evned a gan ur c'han, Ken kaer ma tav ar mor ledan. Ar c'han-se 'n ur vouezh int a gan Nemet ar Vranez hag ar Vran. Hag ar Vran en deus lavaret: _ Kanit, evnedigoù, kanit! Kanit, evnedigoù ar Vro, C'hwi pell eus Breizh n'oc'h ket maro! Le chevalier Bran a été blessé A la bataille de Kerloan. Le petit-fils de Bran-le-Grand a étéété blessé A la bataille de Kerloan, livrée au bord de la mer Nous avons gagné Mais Bran a étéété capturé et emmené au-delà des mers, Prisionnier dans une tour. Il pleura: - Ma famille pousse des cris de joie, Mais hélas, moi, je gît sur ces lit. Ah, comme j'aimerais trouver un messager Pour prévenir ma mère! On trouva un messager; Le guerrier lui recommanda: - Messager, sois prudent, Habille-toi comme un mendiant. Prends ma bague d'or, Afin que ma famille te reconnaisse Quand tu seras arrivé dans mon pays, Tu montreras cette bague à ma mère. Si elle décide d'apporter une rancon, Tu feras flotter un pavillon blanc au sommet du mat Mais si ma mère ne vient pas, Tu feras flotter un pavillon noir Quand le messager arriva dans le Léon, La dame soupait. Entourée de sa famille, Ecoutant les harpeurs jouer. - Bonsoir àà vous, ma Dame! Voici l'anneau d'or de Bran, votre fils, Ainsi qu'une lettre. Lisez-la vite, je vous en prie. - Harpeurs, cessez de jouez! Mon coeur est malade de chagrin. Harpeurs, arrêtez de sonner! Mon fils est prisionnier et je l'ignorais! Préparer un navire dès ce soir! Demain, je serais en mer! Le lendemain, allongé sur son lit, Bran demanda: - Veilleur, dis-moi, Ne vois-tu pas approcher un navire? - Chevalier, je ne vois Que la mer infinie et le ciel. A midi, Bran demanda de nouveau au veilleur: - Veilleur, dis-moi, Ne vois-tu pas approcher un navire? -Seigneur, je ne vois Que le vol des oiseaux de mer. Le soir, Bran demanda encore: - Veilleur, dis-moi, Ne vois-tu pas paraitre un navire? Le traïtre sourit, l'air mauvais: -J'apercois au large, très loin, Un navire battu par les flots. - Vite, dis-moi: De quelle couleur est son pavillon: blanc ou noir? - Chevalier, d'après ce que je voie, Son pavillon est noir! Je le jure par la braise vive! A ces mots, le chevalier demeura muet. Son visage devint livide Et il se mit à trembler de fièvre. Abordant les habitants de la ville, La Dame leur demanda: _ Pourquoi les cloches sonnent-elles? Que se passe-t-il? _ Un prisonnier que nous gardions ici Est mort cette nuit. Aussitôt, La Dame courut vers la tour Les habitants étaient étonnés, Trés étonnés De voir une étrangère Mener un deuil dans les rues Et chacun se demanda: Qui est-elle? D'où vient-elle? Arrivée auprès de la tour, Elle dit au portier _ Ouvre-moi vite, Que je voie mon fils. Dès que la porte s'ouvrît, La Dame se jeta sur le corps de son fils. Elle le serra dans ses bras Et ne se releva plus. Un chêne s'élèveélève, à Kerlouan, Sur le champ de bataille, près du rivage, En ce lieu Où les Anglais s'enfuirent devant Even-le-Grand. La nuit, lorsque la lune luit, Des oiseaux s'assemblent sur ce chêne. Ce sont tous des oiseaux de mer, Au plumage blanc et noir, le front tâché de sang Une vieille corneille grise Et un jeune corbeau sont perchésés à leur côté Tous deux sont épuisés, les ailes mouillées; Ils sont venus de très loin, d'au-delà des mers Les oiseaux chantent un chant si beau Que la mer sans fin s'apaise. Ils chantent d'une seule voix Exceptés la corneille et le corbeau Le corbeau leur a dit: _ Chantez, petits oiseaux, chantez! Chantez, ô petits oiseaux du pays, Vous n'êtes pas morts loin de la Bretagne! Ar Falc'hon Taget ar yar gant ar falc'hon, Gant ar gouerez lazhet ar c'hon; Lazhet ar c'hon, gwasket an dud; An dud paour evel loened mut. Gwasket an dud, mac'het ar vro Gant alouberien arallvro, Gant alouberien broioù Gall, An Dredernerez oc'h hengial. Mac'het ar vro, ha savet kroz, Savet yaouank, ha savet kozh; War marv ur yar hag ur falc'hon, Breizh e gwad, e tan hag e kaoñ. War 'r Menez Du e gouel Yann mat, Tregont kouer en-dro d'an tantad. Ha Kado Gann, eno gante, War e forc'h houarn a harpe. "Petra 'leret-hu, paotred yod, Ha paeañ ar gwirioù a reot ? Evidon-me ne baiein ket! Gwell e ve ganin bout krouget!" "Evidon ne rin kennebeut! Noazh va faotred, va chatal treut; Ne rin ket m'hen toue ruz glaou-tan, Sant Kado kerkoulz ha sant Yann!" "Me, ma danvez a ya da goll, Da goll ez an en holl d'an holl; Ken na vo ar bloaz achuet, 'Vo ret din mont da glask ma boued." "Da glask ho poued c'hwi ne yey ket, En tu ganin ne laran ket; Mar deo trouz ha kann a glaskont Ken na strinko 'n deiz e kavfont!" "Kent an deiz "kavfont trouz ha karin! Ni 'ni hen toue mor ha taran! Ni 'ni hen toue stered ha loar! Ni 'ni hen toue neñv ha douar!" Hag eñ da gemer ur skod-tan, Ha pep un' ur skod eveltañ: "En hent, paotred, en hent bremañ! Ha prim etrezek Keraran." E wreg gantañ er penn a-raok, War ne skoaz kleiz ur c'hrog a grog, Hag hi o kanañ tre ma yee: "Timat! timat! va bugale! N'eo ket 'vit mont da glask o boued Em eus va zregont mab ganet; N'o ket evit dougen keuneud, Na dougen ar samm kennebeut! N'eo ket evit dougen ar samm Emaint bet ganet gant o mamm, N'eo ket evit pilañ lann kroaz, Pilañ lann kroaz gant o zreid noazh; N'eo ket evit 'hend-all evit peuriñ Roñsed, chas-red hag evned kri : Nemet da lazhañ 'r vac'herien, Am eus-me ganet va mibien!" Hag eus an eil tan d'egile Ez aent, hed-ha-hed ar mene: "Timat! timat! boud! boud! you! you! Tan ruz war gwizien ar gwirioù!" O tont d'an traoñ gant ar mene Tri mil ha kant a oa ane; Ha pa oant degoue'et e Langoad, E oant nav mil en ur bagad. Pa oant degoue'et da Geraran, E oant tregont mil ha tri c'hant; Ha Kado vras a lavare; "Ai 'ta amañ an hini eo!" N'oa ket e gomz peurlavaret, Tri c'hant karrad lann oa kaset Ha laket tro-war-dro d'ar gêr, Hag an tan enni foll ha taer; Un tan ken foll, un tan ken taer Ma teuze ennañ ar ferc'hier. Ma strake ennañ an eskern Evel 're zaonet en ifern. Ma yudent gant kounnar, en noz, Evel bleizi kouezhet er foz; Ha 'tronoz pa savas an heol, Oa 'r wiraerien luduet-holl. lazhet ar c'hon: ar chas, Kervarker en doa komprenet "lazhet ar c'hont" an dredernerez: an drederennerez hengial blejal evel ar vuoc'h a c'houlenn an tarv ni 'ni hen toue mor ha taran: ni an hini hen toue... An distro eus a Vro-saoz Etre parrez Pouldergad ha parrez Ploare, Ez eus tudjentil yaouank o sevel un arme Evit monet d'ar brezel dindan mab an Dukez, En deus dastumet kaiz tud eus a bep korn a Vreizh; Evit monet d'ar brezel dreist ar mor, da Vro-Saoz, Me 'm eus ma mab Silvestrig emaint ouzh e c'hortoz; Me 'm eus ma mab Silvestrig ha n'em eus nemetañ A ya da heul ar strollad, gant marc'heien ar bann. Un noz e oan em gwele, ne oan ket kousket mat, Me 'gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mab; Ha me sevel em c'hoañze raktal war ma gwele: "Aotrou Doue! Silvestrig, pelec'h out-te breme? Marteze emaout ouzhpenn tri c'hant lev deus ma zi, Pe taolet 'barzh ar mor bras d'ar pesked da zibriñ; Mar keres bezañ chomet gant da vamm ha da dad, Te 'vize bet dimezet bremañ, dimezet mat; Te 'vize bet dimezet hag euredet timat D'ar bravañ plac'h eus ar vro, Mannaig Pouldergad, Da Vanna da zousig koant, ha 'vizez ganeomp-ni Ha gant da vugaligoù; trouz gante 'kreiz an ti. Me am eus ur goulmig c'hlas e-kichenik ma dor, Hag hi e toull ar garreg war benn ar roz e gor; Me 'stago deus he gouzoug, me 'stago ul lizher Gant seizenenn va eured, ra zeuy ma mab d'ar gêr." "Sav alese, va c'houlmig, sav war da zivaskell Da c'hout ha te a nijfe, ha te a nijfe pell; Da c'hout ha te a nijfe gwall bell dreist ar mor bras Ha ouifes hag eo ma mab, ma mab e buhez c'hoazh? Da c'hout ha te nijfe betek an arme, Ha 'kasfes eus va mab paour, timat keloù din-me?" "Setu koulmig c'hlas va mamm a gane 'kreiz ar c'hoad, Me he gwel erru d'ar wern, me he gwel o rezat." "Eurvad deoc'h-hu, Silvestrig, eurvad deoc'h, ha klevet: Amañ em eus ul lizher 'zo ganiñ deoc'h kaset." "Benn tri bloaz hag un devezh me 'erruo da vad, 'Benn tri bloaz hag un devezh gant ma mamm ha ma zad." Achuet oa an daou vloaz, achuet oa an tri: "Kenavo dit, Silvestrig, me n'az kwelin ket mul; Mar kavfen da eskern paour taolet gant ar mare, O! Me o dastumefe hag o briatefe!" Ne oa ket he c'homz ganti, he c'homz peurlavaret, Pa skoaz ul lestr a Vreizh wan an aod, eñ kollet, Pa skoaz ul lestr a'r vro penn-da-benn dispennet, Kollet gantañ e roeñvoù hag e wernoù brevet. Leun e oa a dud varo: den ne oufe lavar, Na gout pegeit amzer 'zo n'en deus gwelet an douar. Ha Silvestrig oa eno, hogen na mamm na tad, Na Mignon n'en doa, siwazh! karet e zaoulagad! Gwreg ar C'Hroazour "Keit e vin er brezel 'lec'h eo ret din monet, Da biv e roin-me ma dousig da viret?" "Degaset-hi d'am zi, va breur-kaer, mar keret, Me he lakay er gambr gant va dimezelled; Me he lakay er gambr gant va dimezelled; Pe 'barzh ar sal enor gant an itronezed. En un hevelep pod e vo graet de o boued, Ouzh an hevelep taol e vezint azezet." "Benn un nebeud goude kaer 'vije da welet Porzh maner ar Faoued leun a dudjentiled; Pep a groaz war o skoaz, pep a varc'h, a vanniel, Evit klask an aotrou da vonet d'ar brezel. Ne oa ket aet pell-meur er-manez demeus an ti, Pa voe laret d'e wreg kalz a brezegoù kri: "Diwisket ho prozh ruz, hag unan wenn gwisket, Ret eo monet d'al lann da beuriñ al loened." "Ho tigarez, va breur, petra am eus-me graet? Me n'emaon bet biskoazh o peuriñ an deñved." "Ma n'emaoc'h bet biskoazh o peuriñ an deñved, Amañ 'zo ma ma goaf hir a zesko deoc'h monet." Bet eo e-pad seizh vloaz, ne rae nemet gouelañ; En diwezh ar seizh vloaz 'n em lakaas da ganañ. Hag ur marc'heg yaouank o tont eus an arme A glevas ur vouezh dous 'kanañ war an mene. "Harz, va floc'hig bihan, krog e brid va marc'h-me; Me 'glev ur vouezh argant 'kanañ war an mene; Me 'glev ur vouezh flour war an mene 'kanañ; Hiviz ez eus seizh vloaz he c'hlevis diwezhañ. _ Demat a laran deoc'h, plac'h yaouank ar mene, Ha merniet mat heoc'h eus pa ganet ken gae-se?" "Ya, merniet mat am eus, a drugarez Doue! Gant un tamm bara sec'h am eus debret ame." "Leret din, plac'hig koant o peuriñ an deñved, Hag-eñ er mane-se 'c'hallfen bout kemeret?" "O! ya sur, ma aotrou, degemer a gevfet Hag ur marchosi kaer da lakat ho roñsed. Ur gwele mat a blunñ ho pezo da gousket Eveldon-me gwechall pa oan gant ma fried; Ne gousken ket neuze er c'hraou gant al loened, Nag e skudell ar c'hi ne vize graet ma boued." "Pelec'h eta, ma merc'h, pelec'h 'mañ ho pried, Pa welan en ho torn liamm eus ho eured?" "Ma fried, va aotrou, a zo aet d'an arme; Blev melen hir en doa, melen evel ho re." "Ma en doa blev melen kerkoulz eveldon-me, Laket evezh, va merc'h, na vije me a ve?" "Ya, me eo hoc'h itron, ho tous hag ho pried, ma ano 'zo, e gwin, Itron eus ar Faoued." "Lezet al loened-se ma yefemp d'ar maner, Mall a zo ganin da erruout er gêr. - Eurvad dit-te, va breur, eurvad dit a laran, Penaos 'ya ma fried am boa laosket amañ?" "Azezet-hu, va breur kadarn ha koant bepred! Aet eo da Gemperle gant an Itronezed, Aet eo da Gemperle e-lec'h ma zo eured, Pa zistroio d'ar gêr amañ e vo kavet." "Gaou a lerez din-me! rak te 'c'h eus ha c'haset Evel ur glaskerez da beuriñ al loened; Gaou a lerez din-me e-kreiz da zaoulagad, Rak emañ 'dreñv an nor, aze, oc'h huanad! Tec'h du-se gant ar vezh! Tec'h kuit, breur milliget! Karget eo da galon a zroug hag a bec'hed! Ma ne ve ti ma mamm, ma ne ve ti ma zad, Me 'lakafe va c'hleñv da ruziañ gant da wad!" merniet: merennet hanad: e teir silabenn An Erminig An delioù 'zigor en dero Kent evit digeriñ er fav; Bleiz a c'hed an taro... Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Bleiz a c'hed an taro: Eus dek, mervel a ray nav. Yann an tarv, ha Gwilhaou ar bleiz A zo daou gilhern, war va feiz: Laou en aod 'zo 'c'hedal, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Laou en aod 'zo 'c'hedal, Yannig o tont o neuial. "Mar deo bevin fresk a glasket; Evit an deiz n'ho pezo ket; 'Met kerniel hir lemmet, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! 'Met kerniel hir lemmet, D'ho tivouellañ, mar keret." Katellig fur, a, erminig A c'hoarzhe a-rez he zoullig: "Sellet peger soublik Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! "Sellet peger soublik C'Hoari Gwilhaou penntoullig, Gwilhaou penntoullig a c'hoari, Paourig! war vegig kerniel kri: Me 'gave din oa gwell... Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Me 'gave din oa gwell... Gwell da zent 'vit e gerniel." Yann 'ya d'an traoñ, Yann 'ya d'an nec'h: "Ai 'ta! dao, Gwilhaou, war e lerc'h! Difraezh 'vi evitañ, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Difraezh 'vi evitañ, Skuizh eo, kamm eo; te 'zo skañv!" Skuizhet a-walc'h emañ ganin; Bremaïk e reizhïoniñ!" "Ao! ao! Yann ar Saoz, tec'h! Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! "Ao! ao! Yann ar Saoz, tec'h! 'Mañ an diaoul bras war da lerc'h!" Pradoù o deus-int tremenet, Poazhañ ar geot i o deus graet; Parkoù 'deus-int treuzet, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Parkoù 'deus-int treuzet, Ne c'hreunio na kerc'h nag ed. Ne vroñso gwez el liorzhao; Pikous ar bleuñ, 'vel gant ar glao. Me 'garfe, 'm gwirione, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Me 'garfe, 'm gwirione, 'N em dagfent 'n eil egile! kilhenn: tabuter, emganner difraezh: hep poan ...vi evitañ: bezañ evit u.b. = bezañ gouest da zont a-benn eus u.b. reizhïoniñ: lakaat da vezañ reizh, da blegañ liorzhao: liorzhoù, o kenglotañ gant glao 'm gwirione: em gwirionez An Alarc'h Un alarc'h, un alarc'h tramor, War lein tour moal kastell Arvor Dinn, dinn, daoñ! d'an emgann! O! dinn, dinn, daoñ! d'an emgann ez an! Neventi vat d'ar Vretoned! Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued! Dinn, dinn, daoñ! ... hag all Erru ul lestr e pleg ar mor, E oueliuù gwenn gantañ digor; Degoue'et an aotrou Yann en-dro, Degouet'et eo da ziwall e vro; D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued, A vac'hom war ar Vretoned. Ken e laosker ur youc'hadenn, A ra d'an aod ur grenadenn; Ken e son ar menezioù Laz; Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas; Ken e kan laouen ar c'hleier, Kant lev tro-war-do, e pep kêr. Deut eo an heol, deut eo an hañv; Deut eo en-dro an aotrou Yann! An aotrou Yann a zo paotr mat; Ker prim e droad hag e lagad. Laezh ur Vreizhadez a sunos, Ul laezh ken yac'h evel gwin kozh Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell, Ken e vrumenn an neb a sell. Pa c'hoari kreñv, ker kreñv e tarc'h, Ken e taouhanter den ha marc'h. - Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug Dao warne! ai'ta! bug-o! bug! Neb a droc'h 'vel e troc'hez-te, N'en deus aotrou nemet Doue ! Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat ! Arsav na truez! gwad oc'h gwad! Itron Varia Vreizh, skoaz Da Vro ! Fest 'erbedenner, fest a vo! Darev ar foenn, piv a falc'ho? Darev an ed, piv a vedo? Ar foenn, an ed, piv o fako? Ar roue 'gav gantañ 'raio. Dont a ray a-benn ur gaouad, Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat; Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni, Ha gant ur falz aour da vediñ. Mar plijje gant ar C'hallaoued Daoust hag int mank ar Vretoned? Mar plijje gant 'n Aotrou Roue, Daoust hag-eñ eo den pe Zoue? Skrignañ 'ra bleizi Breizh-Izel, O klevet embann ar brezel, O klevet ar youc'h, e yudont: Gant c'hwezh ar Challaoued e reont. En heñchoù, e-berr e welour O redek ar gwad evel dour. Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi, Hag ar gwazi gwenn o neuiñ. Muioc'h a dammoù goaf, e sklent, Eget skoultroù goude barr gwent; Ha muioc'h a bennoù maro Eget e karnelioù ar Vro. Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint, Betek deiz ar varn e c'hourve'int; Betek deiz ar varn hag ar feustl, Gant an Trubard a ren ar reustl. An diveradur eus ar gwez 'Ray dour benniget war e vez! Dinn, dinn, daoñ! d'an emgann! O!dinn, dinn, daoñ!d'an emgann ez an! Le Cygne Un cygne, un cygne d'outre-mer, Sur les hautes tours des châteaux d'Armor (...) Bonne nouvelle pour les Bretons Et malheur aux Français (...) et aux autres Un voilier est arrivée de par delà les mers Avec une grande voile blanche Le roi Jean est revenu au pays Il est revenu pour défendre son pays Pour repousser les Français, Oppresseurs des Bretons! A l'envol de la clameur Le rivage se met à trembler Seiziz Gwengamp "Porzhier, digoret an nor-mañ! An aotrou Roc'han 'zo amañ, Ha daouzek mil soudard gantañ. Da lakaat seiz war Wengamp" "An nor-mañ ne vo digoret Na deoc'h na da zen all ebet, Ken na laro 'n dugez Anna, A zo mestrez war ar gêr-ma." "Digoret 'vo ar perzhier-mañ D'ar priñs diwirion 'zo amañ, Ha daouzek mil soudard gantañ. Da lakaat seiz war Wengamp" "Va dorioù a zo morailhet, Va mogerioù 'zo kreñvaet, Fae 've ganin ouzh o c'hlevet; Gwengamp ne vo ket kemeret. Na pa vent triwec'h miz aze, Ne ve ket kemeret gante; Kargetho kanol; poan ha bec'h! Ha gwelomp piv en devo nec'h!" "Tregont bolod a zo amañ, Tregont bolod 'vit e gargañ; Poultr ne vank, na plom tamm ebet, Na staen da ober kenneubet." Tra m'edo 'tistroiñ ha 'pignet, Gant un tenn poultr gwenn 'voe tizhet, Gant un tenn poultr demeus ar c'hamp, Gant un den anvet Gwazgaram. 'N dugez Anna a lavare Da wreg ar c'hanolier neuze: "Aotrou Doue! Petra 'vo graet? Setu ho prîed paour tizhet!" "Na pa ve ma frîed maro, Ma 'rafe ma-un en e dro! Hag e ganol, me e gargo, Tan ha kurun! ha ni 'welo!" 'Oa ket he ger peurachuet, Ar mogerioù 'zo bet freuzet, Ar norioù a zo bet torret; Ha leun ar gêr a soudarded. "Deoc'h, soudarded, ar merc'hed koant, Ha din an aour hag an argant, Hag holl deñzorioù kêr Wengamp, Hag ouzhpenn ar gêr hec'h-unan!" 'N dugez Anna en em strinkas War he daoulin, pa e glevas; "Itron Varia Gwir Sikour, Ma plijfe ganeoc'h, hor sikour!" 'N dugez Anna 'dal ma klevas, 'Trezek an iliz a redas, Ha war he daouliñ 'n em stouas, Ha war an douar yan ha noazh: "Ha c'hwi 'garfe, gwerc'hez Vari, Gwelet ho ti da varchosi, Ha sakristiri da gav gwin, Hoc'h aoter vras da daol kegin?" Ne oa ket peurlavaret he ger, Ma teuas ur spont bras e kêr; Gant un tenn kanol oa laosket Ha nav c'hant den a oa lazhet; Ha gant ar strak an euzhusañ, Ha gant an tïer o krenañ; Ha gant son vrall an holl gleier, O seniñ o-unan e kêr. "Floc'hig, floc'hig, floc'hig bihan, Te 'zo prim, ha skañv ha buan, Kae timat da veg an tour plat, Da ch'out piv 'zo o vrañsellat. Ouzh da gostez 'zo ur c'hleze, Mar kavez 'n den bennak aze, Mar kavez 'n den bennak o son, Plant da gleze en e galon!" O vont d'al laez, eñ a gane, O tont d'an traoñ, eñ a grene; " 'beg an tour plat edon-me bet, Ha den ebet n'em eus gwelet; Ha den eno n'em eus gwelet, Nemet ar Werc'hez venniget, Ar Werc'hez hag he mab, avat, 'R re-se a zo o vrañsellat." Ar priñs diwirion 'lavare D'e soudarded, pa e gleve: "Sternomp hor c'hezeg, ha d'an hent! Ha laoskomp o zier gant ar sent!" Ened Rosporden D'ar seizhvet deiz warn-ugent demeus a viz C'Hwevrer Eus ar bloaz mil pevar c'hant pevar-ugent ha c'hwec'h En devezhioù meurlarjez, er gêr a Rosporden A zo c'hoarve'et ur reuz bras. Selaouet, kristenien; Tri den yaouank dirollet oa en ostaleri, Ha gant gwin 'leizh ar podoù oa o gwad o virviñ, O vezañ evet a-walc'h hag o c'hofoù karget; "Gwiskomp-ni krec'hen loened ha deomp-ni da redek!" An trede paotr anezho, ar paotr an disterañ, O wele e vignoned o pellat dioutañ, A yeas rakal d'ar garnel, e benn en deus laket, E benn 'barzh ur penn-maro; euzhus 'oa da welet! E toulloù an daoulagad e lakas daou c'houlou, Hag e lamme 'vel un diaoul, e-kreiz tre ar ruioù. Ar vugale a dec'he en ur spont bras razañ, Hag an dud reizh o-unan a rede dirazañ. Ober a rejont o zro hep dont da'n em gaouet, En ur c'horn eus ar gêr-se pa oant o-zri degoue'et. Neuze youc'hal! Ha lampat! ha godisal o-zri: "Aotrou Doue, pelec'h out? Deus ganeomp da c'hoari." Doue skuizh oc'h o gwelet a skoas un taol pounner, Ken e roas ur grenadenn d'an holl dier e kêr; Koventiñ 'reas 'n o c'halon an holl vourc'hizien, Ken na gredjont 'oa erru diwezh eus ar bed-men. Distreiñ 'reas an disterañ, a-raok mont da gousket, Da zegas ar penn-maro en-dro 'barzh ar vered; Hag eñ da vont d'e bediñ, 'n ur dreiñ e gein dezhañ: "Deus d'am zi 'ta, penn-maro, deus arc'hoazh da goaniañ." Neuze d' di da gemer e baouez ez eas, E sailhas 'barzh e wele, 'hed an noz e kouskas. Tronoz vonton pa savas, eñ mont da labourat, Hep koun 'bet mui d'an derc'hent, kennebeut d'an ebat. Eñ mont da grog en e forc'h, eñ mont da labourat, O kanañ war bouez e benn, o kanañ disoñj mat. Hogen, pa oa 'n dud ouzh taol, war-dro an noz digor, E klevzont unan bennak a skoe war an nor. Ar mervel a savas prim evit digor dezhañ, Kement e voe estlammet, ma teuas da gouezhañ, Ha daou zen all a lammas raktal 'vit e sevel, kement e voent strafuilhet ha ma voe ret mervel. Kerzhañ 'rae an Anaon kreiz an ti es-dale: "setu me deut da goniañ, da goaniañ genout-te. Deomp-ni 'ta, ma mignon kaezh, n'eo ket pell ac'hane, Deomp-ni hon-daou d'am zaol-me a zo savet em be." Ne oa ket e c'her gantañ, siwazh, peurachuet, Pa yudas an den yaouank, en ur spont garv-meurbet; Ne oa ket e gomz gantañ, e gomz peurlavaret, Pa gouezhas krenn war e benn ar paour kaezh diframmet. Ar Re Unanet Tro mare ar c'huzh-heol, 'voe klevet trouz neizhour, Trouz ur vag a voe klevet o tonet gant an dour, Ha strap, ha son an drompilh hag an tabolinoù, Ken e sone ar c'herreg war lein ar menezioù. Ha me monet da welet: ha ne welis netra Nemet Marc'haid ar gerc'heiz, pav-kamm, o pesketa: "Marc'haîd, Marc'haîdig, te 'nij uhel ha pell; Petra nevez 'zo degoue'et e-barzh e Breizh-Izel?" Neb o gwele dastumet da vont da harzoù Breizh, E tachenn Kergrist-Moelou, d'ar Yaou Fask, tarzh-an-deiz, Pep 'arkebut war o skoaz, pep 'bluñv ruz ouzh o zok, Pep 'gleze ouzh o c'hostez, banniel ar feiz a-raok. Ha pa oant o vonet kuit i zo eet d'an iliz Evit kimiadañ sant Per koulz hag an aoutrou Krist: Hag o tont eus an iliz e stouont er vered: "Arsa 'ta, Kernev-Uhel, setu ho soudarded! Setu soudarded ar vro, soudarded unanet Evit difenn ar gwir feiz rak an Hugunoded, Evit difenn Breizh-Izel rak Bro-Saoz ha Bro-C'Hall Kement a wast hor bro-ni, gwazh eget an tan-gwall." Hag o tont eus ar vered e-leizh e c'houlenne; "Men e kevfimp mezher ruz d'en em groazañ breme?" Ken e troc'has kalonek paotr maner Kergourtez: "Kemeret skouer diganin hag e viot kroazet aes!" Ne oa ket e gomz gantañ, e gomz achuet-mat, Oa toullet gwahîenn e vrec'h ken e strinkas ar gwad, Ha war dal e borpant wenn ur groaz ruz a oa graet, Hag a-barzh nemeur amzer o-holl e oant kroanzet. Pa oant e-kivhen Kallag o vonet gant an hent, E klevjont kleier Duod o son an ofer'nn-bred, Hag i distroiñ war o c'hiz en ur laret 'n ur vouezh: "Kenavo kleier Mari! Kenavo kleier kaezh! Kenavo 'ta, kenavo, kleier kristenîet! Alies en deizioù-lid ni hon eus ho prallet! Ra blijo gant an Aotrou, hag ar Werc'hez santel, Ma ho prallefimp-ni c'hoazh pa vo fin d'ar brezel! Kenavo, bannelioù sakr, c'hwi hag hon eus douget, Oc'h ober tro an iliz, e pardon Sant Served; Ra vimp ker gouest da zifenn hor bro hag ar gwir feiz Hag emaomp bet d'ho terc'hel war an dachenn, un deiz! Da hijo Doue ar rev! da vo gweñvet an ed, Gweñvet e douar ar Gall, trubard d'ar Vretoned! Ra ganimp-ni da viken, en ur vouezh, paotred Breizh; _ Biken! Biken 'n em baro an onner hag ar bleiz." Ar ganaouenn-mañ zo graet ab'oe m'omp aet en hent, E-barzh ar bloaz mil pemp kant daouzek ha poar-ugent; Graet gant ur c'houer yaouank, war un ton da gano. Kanet-hi, paotred Kernew, da louenat ar vro. o-holl: int-holl Emzivadez Lannuon Er bloavezh-mañ mil c'hwec'h kant pevar-ugent trizek, Er gêrig a Lannuon zo ur gwalleur c'hoarve'et; Er gêrig a Lannuon en un ostaleri, Da Berinaïg Migon a oa matezh enni. "Aozet deomp-ni, ostizez, pep tra evit koaniañ: Stlipoù fresk, ha kig rostet, ha gwin mat da evañ!" P'o doe debret hag evet pep hini leizh e ler: "Setu arc'hant, ostizez, kontet blank ha diner; Setu arc'hant, ostizez, kontet blank ha diner; Ho matezh gant ul letern, da zont d'hor c'has d'ar ger!" Pa oant-i war an hent bras ur pennadig mat aet, Ur gomz kuzh war-benn ar plac'h 'treze oa et laret. "Plac'hig koant, ho tentigoù, ho tal hag ho tivjod, A zo gwenn evel eon ar c'hoummoù, war an aod." "Maltoterien, me ho ped, em lezet evel on, Evel laket gant Doue, laket gant Doue on; Ha pa ven kant gwech bravoc'h, ya, kant gwech bravoc'h c'hoazh, Ne ven 'vidoc'h, aotronez, ne ven na well na wazh." "Hervez ho komzoù mignon, va merc'hig, me a gred, D'ar govant o teskiñ pred gant menec'h emaoc'h bet." "D'ar govant o teskiñ preg e Begar n'emaon bet. Na kennebeut e lec'h all, avat, gant kloareg 'bet; Hogen, e-barzh em zi-me ha war oaled va zad, Em eus graet, va aotronez, pep seurt menozioù mat." "Taolet aze ho letern, ha c'hwezhet ho koulo; Set' ur yalc'h leun a arc'hant, ma hoc'h eus c'hoant, he po." "N'eo ket me eo 'r femelenn, a vez dre ruioù kêêr, O kemeret daouzek blank ha c'hoazh triwec'h diner! Me 'm eus da vreur ur beleg a gêr a Lannuon; Mar klevfe pezh a leret, 'rannafe e galon. Me ho ped, maltoterien, pezet ar vadelezh D'am zeurel e-kreiz ar mor kent e'it kement a c'hloez! Me ho ped, ma aotronez, kent e'it kement ' c'hlac'har, Kemeret ar vadelezh d'am lakat bev an douar." Perinañ ' doe ur vestrez karget a vadelezh, A chomas war an oaled da c'hortoz he matezh; "Savet 'ta, tra dibreder, savet 'ta, senesal, Da vont da sikour ur plac'h, en he gwad o neuial." E-kichen kroaz Sant Jozef oa bet kavet maro; He letern en he c'hichen, ha beo he goulo. Complainte sur le marquis de Pontkallek, (instigateur de l'une des dernières insurrections pour les libertés bretonnes) Maro Ponkallek Ur werz nevez a zo savet, War Varkiz Pontkallek eo graet. Traitour! a! Malloz dit! Malloz dit 'ta! Traitour! a! Malloz dit! a! War varkiz yaouank Pontkalek, Ker koant, ken drant, ker kalonek. Traitour! a! Malloz dit! Malloz dit 'ta! Traitour! a! Malloz dit! a! Mignon e oa d'ar Vretoned O vezañ anezhe ganet Hag etreze bet desavet Mignon e oa d'ar Vretoned D'ar vourc'hizien ne laran ket; 'Zo a-du gant ar C'hallouaed 'Zo atav 'kas gwaskañ ar re N'o deus na madoù na leve, Nemet poan o divrec'h, noz-deiz Evit magañ Laket en deveo en e benn Disammañ dimp-ni hon hordenn Gwarizi-tag d'ar vourc'hizien O deus laket priz war e benn. (...) maro, peorien, 'ni ho mage,' Ni ho kwiske, 'ni ho harpe. (...) Maro 'ni gare e vro Hag her greas beteg ar maro Maro da zaou vloaz war-n-ugent, 'Vel ar verzherien hag ar sent Treitour! a ! Malloz dit ! Malloz dit 'ta! Traitour! a! Malloz dit! a! La mort de Pontkallek Un nouveau chant a été composé Sur le marquis de Pontkallek. Ah! Toi qui l'a trahi, Sois maudit ! Oui, soit maudit! Toi qui l'a trahis, Soit maudit! Sur le jeune marquis de Pontkallek, Si beau, si gai, si plein de coeur. Ah! Toi qui l'a trahi, Sois maudit ! Oui, soit maudit ! Toi qui l'a trahis, Soit maudit! Il avait l'amitié des Bretons Car des Bretons il était né. Et a grandi au milieu d'eux. Il avait l'amitié des Bretons Mais non pas celle des bourgeois Qui sont tous du parti des Français. Toujours à provoquer le malheur A ceux qui n'ont ni biens ni rentes, Qui travaillent durement, jours et nuits A la peine de leur bras Pour nourrir leur famille Pontkallek décida de nous décharger de notre fardeau Les bourgeois le haïrent pour cela Et essayèrent d'avoir sa tête (...) Il est mort, pauvres gens, celui qui vous nourrissait, Qui vous vêtait, qui vous secourait. (...) Il est mort celui qui aimait son pays Qui l'a aimé jusqu'à mourir pour lui Il est mort à 22 ans Comme meurent les martyrs et les saints. Ah! Toi qui l'a trahi, Sois maudit! Oui, soit maudit ! Toi qui l'a trahis, Soit maudit! Labourerien Tostaït holl, Bretoned, da glevet ur gentel; War buhez al labourer eo bet graet n'eus ket pell, Ur vuhez kriz ha poanius; paouez na deiz na noz! Hag a ren a galon vat, da vont d'ar baradoz. Al labourer a labour, n'eus forzh e pe amzer, Koulz dindan ar yanïen ha dindan an tommder; Pa vez erc'h, grizilh, kurun, avel, glav, skorn, kazarc'h, En e bark, o labourat, daoubleget, hañ gwelac'h. Al labourer zo gwisket peurvuiañ gant loen; Ne vez ket treset bemdez, evel ar vouc'hizien, E zilhad zo truilhennet, gant an douar saotret, Re kêr, a renk e gavout, a skop ouzh e welet. Disheñvel-meurbet eo stad ar paourkaezh labourer, Disheñvel dioc'h stad an dud a vez o chom e kêr: 'R re-mañ o deus kig, pesked ha bara gwenn bepred; Al labourer tammoù yod, bara sec'h, dour bevet. Al labourer 'renk paeañ, paeañ e pep amzer, Paeañ telloù d'ar roue, bep bloaz, teir pe beder; Ha pa renk paeañ e vestr, ma n'eo prest an arc'hant, Foar a reer gant e zanvez; amañ an nec'hamant! Da baeañ c'hoazh en deveus obidoù d'ar person, Evel ma'z eo ar c'hustum, kement-se zo gwirion; Reiñ o c'hest d'ar veleien, aluzen d'ar beorien; Hag, evit na faziint ket, gwir d'e servijerien. Al labourer, goude-se, a vezo tamallet; Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet; Eus e nebeut a vadoù e vezo dibourc'het Hag, e zanvez o vont kuit, 'n eus ger da lavaret. Ha mar c'hoarv dezhañ kontañ e arc'hant a-wechoù, Arc'hant en deus dastumet gant kement a boanioù, C'Hoarzhin a ra ar gêriz oc'h hual anezhañ, Ha, mar geller, e gigner, oc'h ober goap outañ. En diwezh al labourer, baleet lec'h ma karo, A vezo droukprezeget, kalz tud hen disprizo; Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ: Diwar brec'h al labourer 'mañ 'r bed-holl o vezañ. Setu hor buhez, siwazh! hor buhez kriz-meurbet; Hor stad a zo truezus, hor steredenn kalet; Hor stad zo poanius-meurbet; paouez na deiz na noz! Renomp-hi a galon vat da vont d'ar baradoz. hual anezhañ: lakaat an hu warnañ Ar Chouanted Er re gozh hag er merc'hed hag er baotred vihan, Hag er re ne nint ket gouest de vonet d'en emgann, A laro en o zîer, a-barzh mont de gousket, Ur pater hag un ave evit er Chouanted. Er Chouanted zou tud vat, i zou gwir grechenion, Savet de zifenn hun bro koulz el hun beleion; Mar skoont àr tal hou tour, m'hou ped, digouret de: Doue else, me zud vat, 'digoray deoc'h un de. Julian blev-ruz a lare d'e vamm-gozh ur mitin: "Me 'ya-me get Tinteniag, rak monet a blij dein." "De deu vrer' deus me laosket, ha te me laosk ive! Mes mar plij dit de vonet, ra de renay Doue!" Pa zeue er c'haouanted, eus a bop korn a Vreizh, A Dreger hag a Gernev, hag a Wened e-leizh, Er Re c'hlas 'degouezh gete, e maner Koatlogen, Eus a gostezieu Bro-C'Hall, tri mil en ur vandenn. "Chetu en eur e sonein, chetu en eur sonet, Ma emgavfemp, ur wec'h c'hoazh, get er c'hozh soudarded, Bec'h arnoc'h, paotred a Vreizh, bec'h arnoc'h, ha gwelemp! Mar 'mañ 'n Diaoul en tu gete, 'mañ Doue en tu genemp!" Ha pe oant deut de grogein, eñ 'darc'he el un o'ac'h; Gete bop a fuzuilh vat, gantañ 'meit e benn-bazh, E benn-bazh, hag e chapeled eus a Santez-Anna, Ha kement a dosteie a oa pilet getañ. Ha toullet-kaer oa e dog, ha toullet e chupenn, Ha loud ag e vlev troc'het get un taol a sabrenn, Hag er gwad a zivere demeus toull e goste; Ha n'arsave e tarc'hout, hag oc'hpenn e kane. Ken n'hen gwelis ket mui tamm, hag e welis en-dro, Hag eñ tennet a-gostez dindan ur wenn dero, E ouilein leiz e galon, chouket getoñ e benn, En eutreu Tinteniag peur a-dreuz àr e varlenn. Ha p'achiue en emgann ar-dro en nozeozh, Chouanted a zidoste, re yaouank ha re gozh, Hag a denne ou zokeu, hag a lare 'else: "Chetu 'mañ goneet genemp, hag eñ, siwazh! marv eo!" Bleunioù Mae Neb a wele Jef war an aod, Drant he lagad, ruz he divjod; Neb a wele Jef er pardon, A deue joa en e galon. Neb he wele ar he gwele, Gant truez outi a ouele; Gant truez ouzh ar plac'hig klañv; Ker gwenn evel ul lilienn hañv. Hi 'lare d'he mignonezed War bankig he gwele chouket: "Mignonezed, mar em c'haret, En an' Doue, na ouelet ket; C'Hwi 'oar avat, mervel 'zo ret: Doue war ar groaz en deus graet." II Pa'z is d'ar feuten davit dour, An eostig-noz a gane flour; "'Mañ ar miz Mae o vont e-biou, Gant ar bleunioù war ar c'hleuñioù: Eurus eo an dud yaouank-se Hag a varv en amzer neve! Evel ar rozenn deus ar brank, E tisparti an dud yaouank; 'R re 'ne a ray a-raok eizhte, E vo roet de bleunioù neve; Hag int, deus a-greiz, d'ar baroz, 'Vel bivig-Doue deus ar roz." III "Jefig, Jefig, ne ouzoc'h ket Pezh en deus an eostig laret: _ 'Mañ ar miz Mae o vont e-biou, Gant ar bleunioù war ar c'hleuñioù." Ar plac'hig 'dal m'he deus klavet, He daouarn e kroaz 'deus lakaet: "me 'laro un Ave Maria En hoc'h enor, Itron Varia, Ma plijo gant ho mab Doue, Da gaout diouzhin-me true; Ma'z in, bremaïk, da c'hortoz Va mignonezed er baroz." 'Oa ket hec'h ave achuet Stouiñ he fenn hi he deus graet; Stouiñ he fenn hi he deus graet, Ha daoulagad he deus sarret. Neuze 'voe klevet an eostig, O kanañ c'hoazh el liorzhig: "Eurus eo an dud yaouank-se Hag a varv en amzer-neve! Eurus eo an dud yaouank-se A vez roet de bleunioù neve!" war bankig he gwele chouket: azezet 'r re 'ne a ray: ar re anezho a raio d'ar baroz: d'ar Baradoz bivig-Douoz: buoc'hig-Doue