Ar Gouriz Gwelet em eus en ur flourenn Ur gazeg vihan, hi laouen. _ O! Gra, pa ri tra, To, pa ri ti; Gra, pa ri, Pa ri tra, Ne oa sonj de'i nemet a vad Nemet da vragal 'barzh ar prad, O! Gra, pa ri tra, hag all Nemet da beuriñ ar yeot glas, Ha da evañ diouzh ar wazh, Ken na zeuas 'benn gant ar hent Ur marc'heg yaouank, hag eñ ken! Hag eñ ken ampart ha ken drant! E zilhad a aour hag arc'hant. Hag goustadik a dostaas, Hag he fenn d'ar gloued 'astennas; Hag ar marc'heg he likouas, Hag e veg d'he beg a lakas; Ha goude-se he brïïatas, Hag hi 'n em gavas en he eaz, Ha goude 'n deus he c'habestret, Ha goude en deus he senklet. _ O! Gra, pa ri tra, To, pa ri ti; Gra, pa ri, Pa ri tra, ken: kaer, brav Son ar Daol - O Itron Varïa Blevin! Diouzh an noz ha diouzh ar mintin, Ha diouzh ar mintin pa savan, Siminal ma dous a welan; Moged siminal ma dous koant A ra din-me kalzik a boan. Ret eo din mont betek he zi, Evit komz ur wech c'hoazh outi - Loeizaïg Alan a gane 'Vont gant he saout, ar mintin-se; 'Vont gant he saout d'ar park neve, Loeizaïg Alan 'gane gae. Troñset ganti he joblinenn; Glas he lagad, he blev melen, He jod ruz evel bleuñ skav-gwrac'h; Ha galanted a zistaol rac'h. War ar bazenn e oa pignet Da zigor ar gloued d'he loened, Pa welas Piarig, he mignon, 'Tont gant an hent 'trezek an traoñ. Piarig Ma dousig koant, pa aen d'ho ti 'Vit ho koulenn da zimeziñ, Roet-hu din-me ur respont vat, 'Vel 'reas gwechall ho mamm d'ho tad. Loeizaig Respont a rin deoc'h den yaouank, Pa c'houlet ker soupl ha ker koant; Ne fell din laret gaou ebet, A-benn diriaou eo ma eured. Tro ma c'hêr-me, war an dachenn, Ez eus ganin micherourien Oc'h ober taolioù, skabelloù, Da reiñ d'am zud a-benn diriaou; A-benn diriaou eo ma eured; Re ziwezhat emaoc'h degoue'et, Hag unan all en deus hadet, Em liorzh bleuñ ar garanted. Piarig Ganin-me hadet e oa bet, Ha c'hwi hoc'h eus hen displantet, Ha setu eñ bremañ sec'het, Hogen ma c'halon n'emañ ket; Ho karout a ran koulskoude, Ennoc'h e soñjan noz ha de, Hoc'h alan, dre toull an alc'houe, A zeu d'am dihun em gwele. Hanter-kant nozvezh emaon bet, 'Toullig ho tor, ne ouiec'h ket, Ar glav, an avel o m' filat, Ken 'vere dour diouzh ma dilhad. Tri re votoù em eus uzet Ma dous, ouzh ho tarempredet; Setu me gant ar pevare, C'Hoazh n'ouzon ket ma digare. Loeizaig Gout ho tigare ma fell deoc'h, Selaouet mat, m'hel laro d'ho ti; Kemer't unan hep distroiñ mui! - Ha Piarig da zistroiñ en-dro Ker kablus evel ar maro: -Bezo am boa soñj da gaouet, Ha padal kelvez am eus bet. - Son al Leur nevez Ma zud oa aet d'al leur neve; Ha me d'ho heul d'ar fest ive! _ Son, kloc'h Nizon, Son, son, Son, kloc'h Nizon, Son, son! D'al leur ne' oant aet d'ar maner, Fae vi'e bet ganin chom er gêr! Son, kloc'h Nizon, hag all Paotred eno ne vanke ket, Na merc'hed koant, - o! - kenneubet. Tridal a rae ma c'halon O klevout ar sonerien 'son. Pa welis ur plac'h o tañsal, Ken drant evel un durzhunal; He daoulagad evel glizhin War ar bleuñ spern-gwenn, da vintin, Hag i ker glas evel bleuñ lin; He dent ker kaer evel mein fin; Hag neuz ken drant ha ker laouen: Hag hi mont da sellet outi, Ha me mont goude d'he fediñ, D'he fediñ 'vit ur jabadaou, Ha ni war an dachenn hon-daou! Tra ma oamp gant an abadenn, Me 'waske war he dornig gwenn; Hag hi c'hoarzhin, c'hoarzhin ken dous, Hag un ael eus ar baradouz; Ha me mont da c'hoarzhin outi; Ha ne garan mui nemeti. Me 'yelo d'he gwelet henoazh, Ur voulouz ganin, hag ur groaz; Ur voulouzenn du hag he c'hroaz, Prenet e foar Sant Nikolaz, Sant Nikolaz, hor patron bras, A vo brav war he gougig noazh; Hag ouzhpenn, ur walenn argant Da lakat war he bizig koant. Da lakat warnañ da vizoù, Ma soñjo ennon wechigoù. O tont en-dro a di ma dous, Degoue'et ganin 'r c'hemener kouzh; Ar c'hemener em eus kavet, Hag ar son-mañ en deus savet. _ Son, kloc'h Nizon, Son, son, Son, kloc'h Nizon, Son, son! An Hollaika Disul vintin savis mont da gas ma saout er-maez, Me 'gleve va dous o kanañ hag hec'h ana'is diouzh he mouezh, Me 'gleve va dous o kanañ, kanañ gae war ar menez, Ha me mont da sevel ur son da ganañ ganti ivez, "Ar c'hentañ gwech em eus gwelet Marc'haidig koant, va mestrez, Oa oc'h ober he fask-kentañ e-barzh iliz ar barrez, E-kreiz tre 'barzh iliz Fouenant e-touez ar vugale; D'ar pred-se e oa daouzek vloaz, ha me daouzek vloaz ivez. Evel ar bleuñ melen balan, pe 'vel ar rozennig gouez, 'Vel ar rozenn gouez 'touez al lann, oa etrezo, va mestrez; Tra oan bet gant an oferenn, 'met sellet outi ne raen; Seul vuioc'h-vui outi 'selenn, seul vuioc'h-vui 'plije den. Me 'm eus ur we'en e liorzh va mamm a zo karget 'avaloù, Hag un dachennig c'hlas dindan, hag ur vodenn tro-war-drou : Pa zeuio va dousig koantig, va muiañ-karet d'am zi Ni a yelo da zisheoliañ, va dous ha me, dindani. An aval rusañ a dapin, hag ur boked 'rin 'viti, Hag ur rozilinig gwall c'hweñvet, abalamour d'am enkrez, Rak n'em eus ket net c'hoazh ganti ur bouch a wir garantez." "Tavit gant ho son, va mignon, tavit prim gant ho komzaou; An dud o vont d'an oferenn 'zo en traoñ ouzh hor selaou. Ur wech all pa zeuïmp d'al lann, ha 'vimp hon-unan hon-daou, Ur bouchig a wir garantez a roin deoc'h, unan, pe zaou." 'plije den: 'plije din Ar C'Hakouz An den yaouank Krouer an neññv hag an douar! Mantret va c'halon gant glac'har, O kounañ en noz hag en de D'am dousig koant, d'am c'harante. Me 'zo war va gwele chomet, Dalc'het, siwazh! gant ar c'hleñved; Ma ve va dousig a deufe, E berr amzer am frealzfe. Evel gant ar werelaouen, Goude un nozvezh a anken; Mar deufe ma dous d'am gwelet, E ven ganti dizoaniet. Ma lakafe beg he genou War bordig skudell va louzoù, Da evañ goude pa yefen Gwelleet raktal e vizen. Ar galon az poa din roet, Va muiañ-karet, da viret, N'em eus kollet na distroet, Na laket da uz fall ebet; Ar galon az poa din roet, O va dousig koant, da viret, Am eus mesket gant va hini; P'hini da hini, va hini? Ar plac'h Piv a gomz ouzhin evel-se, Ha me ken du hag ar mouar, An den yaouank Pa vec'h ken du hag ar mouar, Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar! Ar plac'h Den yaouank, ur gaou a leret! Va c'halon deoc'h, n'em eus-roet; N'em eus ket-mui c'hoant ac'hanoc'h, Ur c'hakouz a ouzon-me oc'h! An den yaouank 'Vel un aval e beg ar we'enn Emañ kalon ar femelenn; Kaer 'vez an aval da welet, Hag ur preñv e-kreiz 'zo kuzhet. Evel un delienn war ar brank, Emañ kened ar plac'h yaouank; An delienn 'gouezh war an douar, Ar gened ivez a ziskar. 'Vel ar bleuñ glas diouzh lez ar stank, 'Mañ karantez ar plac'h yaouank; Ar bleunig a dro wechigo, A bleunig a dro, a zistro; Ar bleunig a dro wechigo, Karantez ar plac'h 'dro ato. Ar bleuñ a yelo gant an dour Hag gant an ankoun an treitour. Me a zo ur c'hloaregig paour, Me a zo mab da Yann Kaour; Be' on bet tri bloaz o studi, Hogen bremañ ne din ket mui. 'Benn ur pennad me 'yey en-dro, Me 'yey en-dro kuit eus ar vro; 'Benn ur pennadig 'vin maro, Ha d'ar purkator me 'yelo. Melezourioù arc'hant Seleuet holl, o! seleuet! Ur sonig nevez 'zou savet. Ar Varc'haïd doc'h Kerglujar, Propikañ plac'h oa ar en douar. Hag he mamm a lare dezhi: "Marc'haïd kaezh, koantik oc'h-c'hwi!" "Ha petrak 'vern dein bout ken brav, Pa n'em dimezet ket atav? Pa vez deut an avalenn ru, Ret eo he c'hutuilhein doc'htu ! Kou'ein 'ra doc'h er we'enn an aval: Ma n'hen kutuilher, 'ya da fall." "Me merc'hig, en em gonfortet, A-benn ur ble e vec'h dime'et." "Ha ma varvan a-raok ur ble ?... C'hwi 'po glac'har vras goude-se! Ma varvan-me a-raok ur ble, Me laket en ur bez neve. Laket tri bouked ar me be, Unan a roz, daou a lore. Pa zeuy ar gloer ag er vered E kemerint bep ur bouked, Hag e larint 'n eil d'egile: - Setu ut plac'h yeuank ame Hag a zou maro en hi c'hoant, De zougen miroereu argant. - Ar an hent bras kent me laket, Kloc'h aveidon ne sono ket; Kloc'h ar en douar ne sono ket, Beleg d'am c'herc'het ne zeuy ket." Kroaz an Hent Evnig a gan er c'hoad uhel, Ha melenig e zivaskell; E galonig ruz, e benn glas; Evnig a gan 'beg ar we'enn vras. Abredig-mat eo diskennet War lezenn treuzoù hon oaled, Keit ha ma oan gant ma fater: "Evnig mat, petra z glaskec'h?" Kement a c'herioù 'n deus laret, Ma'z eus rozennoù er boched: "Kemeret un dous, va mignon, A lakay laouen ho kalon." Gwelet em eus 'tal kroaz an hent, Dilun, ar plac'h evel ar sent; Me 'yey disul d'an oferenn, Hag he gwelin war an dachenn. "Mañ he daoulagad en he fenn Sklaeroc'h eget dour er werenn, Hag he dentigoù naet ha gwenn, 'Zo kaeroc'h eget perlezenn. He daou zorn hag he divjod ru, Gwennoc'h eget laezh er pod du; Ya! mar he gwelfec'h, va mignon, Laouen e teufe ho kalon. Pa'm befe kement a vil skoed, Hag en deus markiz Pontkaleg; Ha pa'm befe ur vengleuz aour, Ma n'eum eus ar plac'h me 'zo paour. Na pa savje war dreuz hon nour, E-lec'h raden glas, bleunioù aour ; Na pa savjent leizh ma lïorzh, Ma n'em eus ma dous, ne ran forzh. Kement tra 'n deus e lezenn ret; An dour eus ar feunteun a red, An dour, 'ya d'an traoñ, d'an izel, An tan d'an neñv ha d'an uhel; Ar goulm a c'houll un neizhig klouz, Ar c'horf maro a c'houll ar fouz, Hag an ene ar baradouz, Ha me ho kalonig, va dous. Me a yelo pep Lun vintin, Da groaz an hent, war ma daoulin ; Me a yelo d'ar groaz nevez, Alabamour d'am c'harantez. An Droukrañs Ma oufen-me lenn ha skrivañ, evel a ouzen rimel, Me a refe ur son nevez, ur son, ha ne ven ket pell. Me 'well erru va mestrezig, dont a ra 'trezek hon ti; Mar gellan-me kaout an tu, me a brezego outi. - Drouklivet, va mestrezig koant, drouklivet-bras ho kavan, Ab'oe m'ho kwelis er pardon, e miz Even diwezhañ. - Ha pa ven-me 'ta, den yaouank, ha pa ven-me drouklivet! An derzhienn vras 'zo bet ganin, abaoe pardon Folgoed. - Deuït-c'hwi ganin, va dousig, deuït tre el liorzh ganin, Me 'ziskouezo deoc'h ur rozenn eno 'touez al louzoù fin; Ker gae ha ker brav 'oa eno, hag hi savet war an bod! Dizioù beure pa he c'havis oa ker ruz hag ho tivjod. Deoc'h e liviris serriñ mat dor ho kalon, va mestrez, Na vize aet an dud e-barzh, 'touez al louzoù hag ar frouezh; Ha n'hoc'h eus ket sentet ouzhin, hag hoc'h eus hen digoret, Ha setu gweñvet ar vleuñvenn, kollet ganeoc'h he kened. Ar garantez, ar yaouankiz, kaerañ traou 'zo er bed-mañ; Bleuñviñ a reont ha gweñviñ an eil hag eben buan. 'N amzer omp bet o 'n em garout n'he deus ket padet gwall bell; Tremen he deus graet, plac'h yaouank, evel ur barrad avel. An Droukrañs Ma oufen-me lenn ha skrivañ, evel a ouzen rimel, Me a refe ur son nevez, ur son, ha ne ven ket pell. Me 'well erru va mestrezig, dont a ra 'trezek hon ti; Mar gellan-me kaout an tu, me a brezego outi. - Drouklivet, va mestrezig koant, drouklivet-bras ho kavan, Ab'oe m'ho kwelis er pardon, e miz Even diwezhañ. - Ha pa ven-me 'ta, den yaouank, ha pa ven-me drouklivet! An derzhienn vras 'zo bet ganin, abaoe pardon Folgoed. - Deuït-c'hwi ganin, va dousig, deuït tre el liorzh ganin, Me 'ziskouezo deoc'h ur rozenn eno 'touez al louzoù fin; Ker gae ha ker brav 'oa eno, hag hi savet war an bod! Dizioù beure pa he c'havis oa ker ruz hag ho tivjod. Deoc'h e liviris serriñ mat dor ho kalon, va mestrez, Na vize aet an dud e-barzh, 'touez al louzoù hag ar frouezh; Ha n'hoc'h eus ket sentet ouzhin, hag hoc'h eus hen digoret, Ha setu gweñvet ar vleuñvenn, kollet ganeoc'h he kened. Ar garantez, ar yaouankiz, kaerañ traou 'zo er bed-mañ; Bleuñviñ a reont ha gweñviñ an eil hag eben buan. 'N amzer omp bet o 'n em garout n'he deus ket padet gwall bell; Tremen he deus graet, plac'h yaouank, evel ur barrad avel.