Ar paper timbr (La ronde du papier timbré) Petra nevez 'zo en breizh? Trouz ha moged 'zo a -leiz Marc'h ar Roue, hag eññ kamm, 'Zo houarnet a nevez flamm, A ya da gas en Breizh-Izel Ar Paper Timbr hag ar Siell. C'hwec'h kabiten 'n deus Roue Frañs, Tudjentil vras, tud a noblañs, C'hwec'h kabiten 'n deus ar Roue Da lakaat ware inkane. Daou war an dibr, daou war ar goug, Ha daou all tost da benn e chouk. Skañvañ arme 'n deus Roue Frañs 'Bouezo ket kant lur 'n hon valañs. 'R c'hentañ 'nezhe 'zoug pavilhon Ha flourdilizenn ar poltron; An eil 'n deus ur c'hleze merglet Ha na ray droug da zen ebet; An trede 'n deus ur e c'hentroù plouz Evit krafignat al loen lous; Ar pevare 'n deus diw bluenn, Unan war e dok kabiten, Unan war e dok kabiten Hag un all e-drek e skouarn; Gant ar pempvet 'mañ 'n drouk-louzou, Ar Paper-Timbr,ar yalc'h c'houllo,