An Alarc'h Un alarc'h, un alarc'h tramor, War lein tour moal kastell Arvor Dinn, dinn, daoń! d'an emgann! O! dinn, dinn, daoń! d'an emgann ez an! Neventi vat d'ar Vretoned! Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued! Dinn, dinn, daoń! ... hag all Erru ul lestr e pleg ar mor, E oueliuł gwenn gantań digor; Degoue'et an aotrou Yann en-dro, Degouet'et eo da ziwall e vro; D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued, A vac'hom war ar Vretoned. Ken e laosker ur youc'hadenn, A ra d'an aod ur grenadenn; Ken e son ar menezioł Laz; Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas; Ken e kan laouen ar c'hleier, Kant lev tro-war-do, e pep kźr. Deut eo an heol, deut eo an hańv; Deut eo en-dro an aotrou Yann! An aotrou Yann a zo paotr mat; Ker prim e droad hag e lagad. Laezh ur Vreizhadez a sunos, Ul laezh ken yac'h evel gwin kozh Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell, Ken e vrumenn an neb a sell. Pa c'hoari kreńv, ker kreńv e tarc'h, Ken e taouhanter den ha marc'h. - Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug Dao warne! ai'ta! bug-o! bug! Neb a droc'h 'vel e troc'hez-te, N'en deus aotrou nemet Doue ! Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat ! Arsav na truez! gwad oc'h gwad! Itron Varia Vreizh, skoaz Da Vro ! Fest 'erbedenner, fest a vo! Darev ar foenn, piv a falc'ho? Darev an ed, piv a vedo? Ar foenn, an ed, piv o fako? Ar roue 'gav gantań 'raio. Dont a ray a-benn ur gaouad, Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat; Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni, Ha gant ur falz aour da vediń. Mar plijje gant ar C'hallaoued Daoust hag int mank ar Vretoned? Mar plijje gant 'n Aotrou Roue, Daoust hag-eń eo den pe Zoue? Skrignań 'ra bleizi Breizh-Izel, O klevet embann ar brezel, O klevet ar youc'h, e yudont: Gant c'hwezh ar Challaoued e reont. En heńchoł, e-berr e welour O redek ar gwad evel dour. Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi, Hag ar gwazi gwenn o neuiń. Muioc'h a dammoł goaf, e sklent, Eget skoultroł goude barr gwent; Ha muioc'h a bennoł maro Eget e karnelioł ar Vro. Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint, Betek deiz ar varn e c'hourve'int; Betek deiz ar varn hag ar feustl, Gant an Trubard a ren ar reustl. An diveradur eus ar gwez 'Ray dour benniget war e vez! Dinn, dinn, daoń! d'an emgann! O!dinn, dinn, daoń!d'an emgann ez an!