Bleunioù Mae Neb a wele Jef war an aod, Drant he lagad, ruz he divjod; Neb a wele Jef er pardon, A deue joa en e galon. Neb he wele ar he gwele, Gant truez outi a ouele; Gant truez ouzh ar plac'hig klañv; Ker gwenn evel ul lilienn hañv. Hi 'lare d'he mignonezed War bankig he gwele chouket: "Mignonezed, mar em c'haret, En an' Doue, na ouelet ket; C'Hwi 'oar avat, mervel 'zo ret: Doue war ar groaz en deus graet." II Pa'z is d'ar feuten davit dour, An eostig-noz a gane flour; "'Mañ ar miz Mae o vont e-biou, Gant ar bleunioù war ar c'hleuñioù: Eurus eo an dud yaouank-se Hag a varv en amzer neve! Evel ar rozenn deus ar brank, E tisparti an dud yaouank; 'R re 'ne a ray a-raok eizhte, E vo roet de bleunioù neve; Hag int, deus a-greiz, d'ar baroz, 'Vel bivig-Doue deus ar roz." III "Jefig, Jefig, ne ouzoc'h ket Pezh en deus an eostig laret: _ 'Mañ ar miz Mae o vont e-biou, Gant ar bleunioù war ar c'hleuñioù." Ar plac'hig 'dal m'he deus klavet, He daouarn e kroaz 'deus lakaet: "me 'laro un Ave Maria En hoc'h enor, Itron Varia, Ma plijo gant ho mab Doue, Da gaout diouzhin-me true; Ma'z in, bremaïk, da c'hortoz Va mignonezed er baroz." 'Oa ket hec'h ave achuet Stouiñ he fenn hi he deus graet; Stouiñ he fenn hi he deus graet, Ha daoulagad he deus sarret. Neuze 'voe klevet an eostig, O kanañ c'hoazh el liorzhig: "Eurus eo an dud yaouank-se Hag a varv en amzer-neve! Eurus eo an dud yaouank-se A vez roet de bleunioù neve!" "war bankig he gwele chouket": azezet "'r re 'ne a ray": ar re anezho a raio "d'ar baroz": d'ar Baradoz "bivig-Douoz": buoc'hig-Doue