Bosenn Eliant Tre Langolen hag ar Faoued Ur barzh santel e vez kavet; Hag eñ Tad Rasïïan anvet. Laret en deus d'ar Faouediz; "Laket un oferenn bep miz, Ur oferenn en hoc'h iliz." Aet eo ar vosenn a Eliant, Hogen n'eo ket aet hep forniant, Aet 'zo ganti seizh mil ha kant! E bro Eliant, hep laret gaou, Emañ diskennet an Ankaou, Maro an holl dud nemet daou: Ur wregig kozh tri-ugent vloa Hag ur mab hepken he devoa. "Edi ar vosenn 'penn ma zi; Pa garo Doue 'teui en ti; Ni 'yey 'maez pa deuy," emezi. E-kreiz Eliant, er marc'hallec'h, Geot da falc'hat a gavfec'h, Nemet en hentig eus ar c'harr A gas 'r re varo d'an douar. Kriz 'vije 'r galon na ouelje, E bro Eliant, neb a vije: Gwel't triwec'h karr 'tal ar vered Ha triwec'h all eno 'tonet. 'Lec'h 'oa nav mab en un tïad, Eent d'an douar en ur c'harrad, Hag o mamm baour oc'h o charrat, O zad a-dreñv o c'hwibanat: Kollet gantañ e skïant vat. Hi a yude, 'c'halve Doue; Reustlet e oa korf hag ene; - Laket ma nav mab en douar, Ha me 'roy deoc'h ur gouriz koar, A rey teir zro en-dro d'ho ti, Ha teir en-dro d'ho minic'hi. Nav mab am boa ganet, Setu gant an Ankou int aet; Gant an Ankou e toull ma dour; Den da c'houll din ul lommig dour! - Leun eo 'r vered 'rez ar c'hleuzioù, Leun an iliz 'rez an treuzoù; Ret eo benniget ar parkoù, Da lakaat enno ar c'horfoù. Me 'wel er vered un dervenn, Hag en he beg ul liñser wenn: Aet an holl dud gant ar vosenn.