Bran - Le chevalier Bran Ar marc'heg Bran 'zo bet tizhet E kad Kerlouan ma 'z eo bet, E kad Kerlouan 'tal ar mor 'Voe tizhet mab bihan Bran Vor. Ha daoust d'hon trec'h 'voe kemeret Ha tramor e voe degaset Ha pa voe tramor degouezhet Eññ a ouele 'n un tour serret : - Va c'herent a drid hag a youc'h, Ha me war va gwele! A, you! Me 'garfe kaout ur c'hannader A zougfe d'am mamm ul lizher. D'ar c'hannader pa voe kavet Ar marc'heg en deus kemennet: - Dilhad all va den, a wiski, Dilhad klasker-boued a-zevri; Va bizoù 'gemeri ivez, Va bizoù aour evel arouez. Ha d'am bro 'dal ma tegouezhi D'am mam itron en diskouezi. Ha mar deu va mamm d'am daspren, Kannader, lak banniel e gwenn; Met siwazh din, mar ne zeu hi, Ur banniel du eo a savi. Pe zegouezhas e Bro Leon Edo o koaniañ an Itron, Edo gant he zud ouzh an daol, An delennourien en o roll. _ Noz vat deoc'h, Itron an ti-mañ Setu bizoù aour ho mab Bran, E vizoù koulz hag ul lizher, Ret eo e lenn, e lenn e-berr - Tavit, telennourein, ho son; Glac'har vras a o em c'halon! Tavit telennourien, buan, Paket va mab ne ouien mann! Ra fardor ul lestr din fenoz, Ma treuzin ar mor antronoz! Antronoz, diwar e wele An Aotrou Bran a c'houlenne: - Gedour, gedour, din lavarit, Lestr ebet o tont ne welit? - Aotrou marc'heg, ne welan-me Nemet ar mor bras hag an neñv. - Gedour, gedour, din lavarit, Lestr ebet o tont ne welit? - Aotrou marc'heg, ne welan tra Nemet morevned o nijal! An aotrou Bran a c'houlennas Ouzh ar gedour d'abardaez c'hoazh: - Gedour, gedour, din lavarit, Lestr ebet o tont ne welit? Ar gedour gaouiat pa glevas C'hoarzhin drouk outañ a reas: - Ul lestr a welan-me pell, pell, Hag eñ foetet gant an avel. - Na pe arouez? Lavarit krenn! Ha daoust eo du, ha daoust eo gwenn? _ Aotrou marc'heg, 'vel ma welan, Du eo, me en tou deoc'h ruz-glaou-tan! Ar marc'heg kaezh p'en deus klevet, Na mui na ken n'en deus komzet. Distreiñ a reas e zremm c'hlas Ha gant an derzhienn e krenas. Nag an Itron a c'houlenne Digant keriz pa zouare: - Petra nevez a zo amañ Pa glevan kleier o tiñsañ? Un den kozh en deus lavaret D'an itron pa'n deus he c'hlevet: - Ur marc'hek paket 'oa amañ, Mervel en deus graet en noz-mañ! N'oa ket e gomz peurlavaret, Etrezek an tour eo pignet, En ur redek, o ouelañ ken, Dispak-kaer ganti he blev gwenn, Ken e oa ar gêriz souezhet Souzhet-meurbet ouzh he gwelout, Gwelout un Itron divroat Oc'h ober kañv a-hed ar straed, Ken e lavare pep unan : Piv eo houmañ, hag a-beban? An Itron baour a lavare Da borzhier an tour pa errue : - Digor, digor prim an nor din! Va mab, va mab, ra e welin! Pa voe digoret an nor vras, War gorf he mab en em strinkas, Hag e vriata a reas Ha biken goude ne savas. War vaez ar stourm e Kerloan 'Zo un dervenn a-us d'al lann, Un dervenn el lec'h ma kilas Ar Saozon rak dremm Even Vras. War an dervenn pa bar al loar, Bep noz 'n em zastum evned-mor, Evned-mor du o fluñv ha gwenn Gant ul lommig gwad war o fenn. Ganto ur Vranez gozh du-louet, Ganti ur Vran yaouank kevret; Skuizh o daou ha gleb o eskell, O tonet eus tramor, eus pell, Hag an evned a gan ur c'han, Ken kaer ma tav ar mor ledan. Ar c'han-se 'n ur vouezh int a gan Nemet ar Vranez hag ar Vran. Hag ar Vran en deus lavaret: _ Kanit, evnedigoù, kanit! Kanit, evnedigoù ar Vro, C'hwi pell eus Breizh n'oc'h ket maro!