Ar bugel laeret (L'enfant supposé) Mari goant a zo glac'hare He Loïg ker he deus kollet: Gant ar Gorriganenn eo aet. - Pa'z is davit dour d'ar stivell Va Loig 'lezis 'n e gavell, Pa zeus d'ar gêr eń 'oa pell. Al loen-mań en e lec'h laket E veg ken du hg un touseg A graf, a beg, hep ger ebet! Ha bronn bepred 'mań 'klask kavet, Ha gant e seizh vloaz tremenet C'hoazh ned eo ket c'hoazh dizonet Gwerc'hez Vari, war ho tron erc'h, Gant ho krouadur 'n ho tivrec'h, El levenez 'maoc'h, me en nec'h. Ho mabig sakr hoc'h eus miret, Me, va hini am eus kollet, Truez ouzhin, mamm a druez! _ Va merc'h, va merc'h, na nec'hit ket! Ho Loig ned eo ket kollet, Ho Loig ker 'vo adkavet. Neb 'ra van en urglorenn vi D'aozań pred dek gonideg un ti 'Lak ar c'horrig da brezegiń P'en deus prezeget, foet-ań, flemm! P'eo bet foetet-flemm e klemm! Pa vo klevet, 'vo lamet lemm! - Petra 'rit-hu aze, va mamm? 'Lazare ar c'horr gant estlamm, Petra rit-hu aze, va mamm? -Petra 'ran amań va mab-me? Aozań a ran 'n ur bluskenn-vi Evit dek gonideg va zi. - 'Vit dek, mamm ger, en ur bluskenn! Gwelis vi kent gwelout yar wenn, Gwelis mez kent gwelout gwezenn, Gwelis mez ha gwelis gwïal Gwelis un derv e koad Breizh all, Biskoazh ne welis kemend-all. - Re a draou 'c'h eus gwelet, va mab! Da flap! Da flip! Da flip! Da flap! Da flip, paotr kozh! A, me az krap! _ 'Sko ket gantań, lez-ań ganin, Ne ran ket me droug d'az hini, Eń 'zo roue en hor bro-ni. Mari d'ar gêr pa zistroas He bugel kousket a welas En e gavell a sioul-bras. Hag outań ken kaer pa sellas, Ha da vokat dezhań pa'z eas, E zaoulagad eń 'zigoras. En e gooazez en em save, E ziverc'hig a astenne: _ Gwall-bell on bet kousket, mamm-me!