Diougan Gwenc'hlan (La prophétie de Gwenc'hlan) Pa guzh an heol, pa goeñv ar mor, Me 'oar kanañ war dreuz ma dor. Pa oan yaouank, me a gane ; Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez. Me 'gan en noz, me 'gan en de Ha me keuziet bras koulskoude. Mar deo ganin stouet ma beg, Mar 'm eus keuz, n'eo ket hep abeg Evit aon me n'am eus ket, 'N eus ket aon da vout lazhet; Evit aon me n'em eus ket, Amzer a-walc'h ez on-me bet. Pa vin ket klasket 'vin kavet ; Met pa'z on klasket ne don ket Ne vern petra a c'hoarvezo Pezh a zo dleet a vezo: Ret eo d'an holl mervel teir gwezh Kent evit arzav en diwezh. Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad, Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad, E veg digor ha leun a wad Hag e reun louedet gant an oad; Hag e voc'higoù Tro war dro Gant an naon o soc'ho. Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont ken e kren an aod gant ar spont; Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann 'Zo en e benn kernïoù arc'hant. An dour dindanañ o virviñ Gant an tan-daran eus e fri; Morgezeg en-dro de'añ ken stank Hag ar geot war lez ar stank. _ Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! morvarc'h! Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h! Ken e riskl er gwad an treid noazh! Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh oc'h gwazh! Me 'wel ar gwad betek e c'hlin, Me 'wel ar gwad evel ul linn! Gwazh-oc'h-gwazh! Darc'h 'ta! gwazh-oc'h-gwazh! Arzaviñ a ri 'benn arc'hoazh. Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta morvac'h! Darc'h gant e benn, darc'h mat 'ta, darc'h! Pa oan em bez yen, hunet dous, 'Klevis an er c'hervel, en nouz, E erigoù eñ a c'halve, Ha 'n holl evned eus an neñv;; Hag e lare dre e c'hervel - Savet prim war ho tiwaskell! N'eo ket kig brein chas pe zeñved, Kig kristen 'rankomp da gaouet! - Morvran gozh, c'hlev! lavar din-me: petra 'choari ganout aze? - Pen ar Penn-lu 'choari ganin, E zaoulagad ruz a fell din, E zaoulagad a grapan naet 'N abeg d'az re en deus tennet. - Na te, louarn, lavar din-me Petra c'hoari ganit aze? - E galon a c'hoari ganin Oa ken diwir ha ma hani, He deus c'hoantaet da lazho, He deus da lazhet a bell 'zo. - Na te, lavar din-me, touseg! Petra 'rez aze 'korn e veg? - Me a zo amañ 'n em laket 'C'hortoz e ene da zonet; Ennon'me 'vo, tra 'vin er bed, E kastiz reizh eus e dorfed E-keñver ar Barzh na chom ken Etre Roc'h-Allaz ha Porz-gwenn.