An Droukrañs Ma oufen-me lenn ha skrivañ, evel a ouzen rimel, Me a refe ur son nevez, ur son, ha ne ven ket pell. Me 'well erru va mestrezig, dont a ra 'trezek hon ti; Mar gellan-me kaout an tu, me a brezego outi. - Drouklivet, va mestrezig koant, drouklivet-bras ho kavan, Ab'oe m'ho kwelis er pardon, e miz Even diwezhañ. - Ha pa ven-me 'ta, den yaouank, ha pa ven-me drouklivet! An derzhienn vras 'zo bet ganin, abaoe pardon Folgoed. - Deuït-c'hwi ganin, va dousig, deuït tre el liorzh ganin, Me 'ziskouezo deoc'h ur rozenn eno 'touez al louzoù fin; Ker gae ha ker brav 'oa eno, hag hi savet war an bod! Dizioù beure pa he c'havis oa ker ruz hag ho tivjod. Deoc'h e liviris serriñ mat dor ho kalon, va mestrez, Na vize aet an dud e-barzh, 'touez al louzoù hag ar frouezh; Ha n'hoc'h eus ket sentet ouzhin, hag hoc'h eus hen digoret, Ha setu gweñvet ar vleuñvenn, kollet ganeoc'h he kened. Ar garantez, ar yaouankiz, kaerañ traou 'zo er bed-mañ; Bleuñviñ a reont ha gweñviñ an eil hag eben buan. 'N amzer omp bet o 'n em garout n'he deus ket padet gwall bell; Tremen he deus graet, plac'h yaouank, evel ur barrad avel.