Ened Rosporden D'ar seizhvet deiz warn-ugent demeus a viz C'Hwevrer Eus ar bloaz mil pevar c'hant pevar-ugent ha c'hwec'h En devezhioù meurlarjez, er gêr a Rosporden A zo c'hoarve'et ur reuz bras. Selaouet, kristenien; Tri den yaouank dirollet oa en ostaleri, Ha gant gwin 'leizh ar podoù oa o gwad o virviñ, O vezañ evet a-walc'h hag o c'hofoù karget; "Gwiskomp-ni krec'hen loened ha deomp-ni da redek!" An trede paotr anezho, ar paotr an disterañ, O wele e vignoned o pellat dioutañ, A yeas rakal d'ar garnel, e benn en deus laket, E benn 'barzh ur penn-maro; euzhus 'oa da welet! E toulloù an daoulagad e lakas daou c'houlou, Hag e lamme 'vel un diaoul, e-kreiz tre ar ruioù. Ar vugale a dec'he en ur spont bras razañ, Hag an dud reizh o-unan a rede dirazañ. Ober a rejont o zro hep dont da'n em gaouet, En ur c'horn eus ar gêr-se pa oant o-zri degoue'et. Neuze youc'hal! Ha lampat! ha godisal o-zri: "Aotrou Doue, pelec'h out? Deus ganeomp da c'hoari." Doue skuizh oc'h o gwelet a skoas un taol pounner, Ken e roas ur grenadenn d'an holl dier e kêr; Koventiñ 'reas 'n o c'halon an holl vourc'hizien, Ken na gredjont 'oa erru diwezh eus ar bed-men. Distreiñ 'reas an disterañ, a-raok mont da gousket, Da zegas ar penn-maro en-dro 'barzh ar vered; Hag eñ da vont d'e bediñ, 'n ur dreiñ e gein dezhañ: "Deus d'am zi 'ta, penn-maro, deus arc'hoazh da goaniañ." Neuze d' di da gemer e baouez ez eas, E sailhas 'barzh e wele, 'hed an noz e kouskas. Tronoz vonton pa savas, eñ mont da labourat, Hep koun 'bet mui d'an derc'hent, kennebeut d'an ebat. Eñ mont da grog en e forc'h, eñ mont da labourat, O kanañ war bouez e benn, o kanañ disoñj mat. Hogen, pa oa 'n dud ouzh taol, war-dro an noz digor, E klevzont unan bennak a skoe war an nor. Ar mervel a savas prim evit digor dezhañ, Kement e voe estlammet, ma teuas da gouezhañ, Ha daou zen all a lammas raktal 'vit e sevel, kement e voent strafuilhet ha ma voe ret mervel. Kerzhañ 'rae an Anaon kreiz an ti es-dale: "setu me deut da goniañ, da goaniañ genout-te. Deomp-ni 'ta, ma mignon kaezh, n'eo ket pell ac'hane, Deomp-ni hon-daou d'am zaol-me a zo savet em be." Ne oa ket e c'her gantañ, siwazh, peurachuet, Pa yudas an den yaouank, en ur spont garv-meurbet; Ne oa ket e gomz gantañ, e gomz peurlavaret, Pa gouezhas krenn war e benn ar paour kaezh diframmet.