An Gwennilied (Les Hirondelles) 'Tre ma c'hźrig hag ar maner, Ur wenodennig a gaver; A gaver ur wenodenn wenn A zo enni ur we'enn spern-gwenn; Hag hi karget a vokedoł Hag a blij da vab an aotrou. Me 'garfe bout bleuń e spern-gwenn, Ha bout tapet gant e zorn gwenn, Bout tapet gant e zornig gwenn, Gwennoc'h evit bleuń e spern-gwenn, Ha bout laket ar e varlenn. Mont a ra kuit diganeomp-ni, Pa'z a ar goańv 'tre 'barzh an ti; Mont a ra kuit 'trezek Bro-C'Hall, 'Vel ar gwennili o nijal. Pa zistro an amzer neve, Distroiń 'ra dre-mań adarre; Pa sav ar bleuń yal er pradoł, Hag ar bleuń kerc'h 'barzh ar parkoł; Ha pa gan ar pinterigoł, Kerkoulz hag al linerigoł; Dont a ra da heul ar festoł, Dont a ra c'hoazh d'hon pardonioł. Me 'garfe gwel't e pep amzer Bleunioł ha festoł 'barzh ar gźr, Ha gwelet ar gwennilļed O nijal tro zre-mań bepred; 'Me 'garfe o gwelet 'nijal Bepred e beg hon siminal. "ar bleuń yal": ar bleuń glizin