Ar C'Hakouz (An den yaouank) Krouer an neññv hag an douar! Mantret va c'halon gant glac'har, O kounañ en noz hag en de D'am dousig koant, d'am c'harante. Me 'zo war va gwele chomet, Dalc'het, siwazh! gant ar c'hleñved; Ma ve va dousig a deufe, E berr amzer am frealzfe. Evel gant ar werelaouen, Goude un nozvezh a anken; Mar deufe ma dous d'am gwelet, E ven ganti dizoaniet. Ma lakafe beg he genou War bordig skudell va louzoù, Da evañ goude pa yefen Gwelleet raktal e vizen. Ar galon az poa din roet, Va muiañ-karet, da viret, N'em eus kollet na distroet, Na laket da uz fall ebet; Ar galon az poa din roet, O va dousig koant, da viret, Am eus mesket gant va hini; P'hini da hini, va hini? (Ar plac'h) Piv a gomz ouzhin evel-se, Ha me ken du hag ar mouar, (An den yaouank) Pa vec'h ken du hag ar mouar, Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar! (Ar plac'h) Den yaouank, ur gaou a leret! Va c'halon deoc'h, n'em eus-roet; N'em eus ket-mui c'hoant ac'hanoc'h, Ur c'hakouz a ouzon-me oc'h! (An den yaouank) 'Vel un aval e beg ar we'enn Emañ kalon ar femelenn; Kaer 'vez an aval da welet, Hag ur preñv e-kreiz 'zo kuzhet. Evel un delienn war ar brank, Emañ kened ar plac'h yaouank; An delienn 'gouezh war an douar, Ar gened ivez a ziskar. 'Vel ar bleuñ glas diouzh lez ar stank, 'Mañ karantez ar plac'h yaouank; Ar bleunig a dro wechigo, A bleunig a dro, a zistro; Ar bleunig a dro wechigo, Karantez ar plac'h 'dro ato. Ar bleuñ a yelo gant an dour Hag gant an ankoun an treitour. Me a zo ur c'hloaregig paour, Me a zo mab da Yann Kaour; Be' on bet tri bloaz o studi, Hogen bremañ ne din ket mui. 'Benn ur pennad me 'yey en-dro, Me 'yey en-dro kuit eus ar vro; 'Benn ur pennadig 'vin maro, Ha d'ar purkator me 'yelo. "gant an ankou": Gant an ankounac'h