AN HUNVRE DIHUN Kentań Klas 1997 Lise Diwan Embannet gant skoazell Skol-Uhel ar Vro Embannadurioł an Hemon tresadenn ar golo gant Nolwenn Riviere eil tresadenn gant Stefan Roparz trede tresadenn gant Riwal an Dońj pevare tresadenn gant Maina Kernalegenn Pep gwir miret strizh gant kentań klas lise Diwan hag Embannadurioł an Hemon 1997 Kempennet evit ar web gant Romuald Texier Ijin ha faltazi rik eo tudennoł ha degouezhioł al levr-mań. Ne vennont taolenniń netra bet, o vezań, pe da vezań... PENNAD 1 Edo an daouarn o stardań he gouzoug, nerzhus . "Mawaime ! Mawaime!" Gleb ma daouarn, daeroł o sammań ma daoulagad, ar c'hwezenn o tiverań diwar ma zal. Dibaouez e teu en-dro skrijadennoł kriz an hunvre-se da drefuiń ma empenn. N'on ket gouest ken d'o c'has kuit diwar ma spered. "Nann! Nann! N'eo ket posubl! N'aio ket da vervel!" Ne ran ken gourlammat, treiń ha distreiń em gwele. Damsklerijennet eo ma c'hambr gant gouloł ankenius gwenn-glas al loar o'n em silań etre ma stalafioł hanter zigor. Hag houmań o tisteurel skeud hir ranndioł an trowardroioł ouzh ma mogerioł re wenn. Sourradennoł an avel c'hoańv er gwez a seiz ac'hanon em lińserioł joget ha sklaset gant yenijenn an noz. Stlakal a ra dor ma ranndi chomet dibrenn war ma lerc'h, gwigourat a ra hini ma c'hambr evel rodoł karr an Ankou . . . Ha setu ma trask koad kozh ma gwele dindanon. Ne gredan ket tennań reizh war ma anal zoken. Sonn e chom ma c'horf em gwele. Reuz a zo en davarn e-tal ma zi. C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h: ne baouezont ket gant o safar! Berr eo ma anal, fonnus e talm ma c'halon, kridiennoł em c'herc'henn. Strafuilhet on bet gant ar wallhunvre-se. Ken spontet, ma 'z an stegnet-holl gant an disterań trouzig. Dizehan emań ma daoulagad o klask un abeg d'an trouzioł-se. Sońjoł spouronus o tremen dibaouez dre ma fenn, o skeiń ingal ouzh ma c'hlopenn, ouzh ma daouividig, evel ur volotenn o tazlammat ouzh mogerioł un trepas, difin ... Re drubuilhet on evit adkavout sioulder tener ar c'housk. Sevel a ran. Em stal labour, ar sal vras harp ouzh ma c'hambr, eo chomet diechu an daolenn am boa boulc'het ganti pa oan bet dihunet gant an hevelep gwallhunvre en noz tremenet. Ha me ha tapout krog em barr-livań, chomet eno, difińv, war bern deverioł ma studierien a-stlabez war ma zaol abaoe ur sizhunvezh. Hep gouzout din perak, e veskan al livioł an eil re gant ar re all hag e ledan anezho war ul lien divent, hep kompren. Gant ma dorn eo ambrouget ar barr-livań. Gwelet a ran anezhań o vont a-dreuz hag a-hed war al lien gwenn. Glas, ruz, gwer, orańjez ... Tamm-ha-tamm ez a da leuniań ar gorread gwenn evel pa 'n'ije un dra da daolenniń din, da zisplegań din. Ha me dallet gant kement a livioł ledet dirazon. Luziet e chom an traoł evidon avat, ne veizan seurt er pezh a c'hoarvez. Sevel goustad a ra an heol war Douarnenez, o sklerijennań ar bigi kozh daspugnet e Por' Ru. Yen-sklas eo bet an noz. Mintin mat eo, hag ur vantellenn vrumenn voan 'zo oc'h en em astenn distrafuilh e peoc'hded ar goańv. Digeriń a ran stalafioł ma c'hambr kement ha profitań eus kentań bannoł heol an devezh. Goullo ha sioul eo deuet straed trouzus an noz-mań, evel dour chag ar porzh. Pounner eo ma zreid ouzhin, hag a-stlej ez an e-maez ma c'hambr. Un nebeud gwerennoł chomet war ma lerc'h war an daolig izel, goude un abardaevezh gant Mawaime hag he c'hamalad, Kilian. Da bakań ur banne digor-galon e oant deuet, met betek diwezhat en noz e oamp chomet da varvailhat, evel kustum. Daoust deomp en em gaout alies-mat asambles, ne vezomp ket enoeet o chom da glakenniń e-pad eurvezhioł. Keid-all 'zo emaomp o vevań ken tost an eil ouzh eben ma'z eomp dienkrez-kaer da gontań dre ar munudoł hor buhez donań, kuzhet d'ar re all. Ha kement-se holl deuet gant ur vignoniezh start. Sell! Chomet eo he skerb gwer teńval e penn ar gourvezvank. Ret 'vo din mont da gas anezhań dezhi. Derc'hel a ran da ruzań, ma zreid noazh war plańchod koaret ar salońs, o vont etrezek ar sal dour. Tremen a ran dirak an akwariom bras ha ront, stumm ur voutailh dezhań. N'ouzon ket re perak e ran akwariom anezhań zoken. Abalamour ma'z eus pesked e-barzh, kredapl! Hag ar re-mań, dispourbellet o daoulagad ganto, disprizius, faeüs o selloł ouzhin -met an holl besked o deus daoulagad a seurt-se- o fenn liesliv o treiń gouestad, evel ouzh ma ambrougiń a bep ma'z an hebiou dezho! Sur a-walc'h e vezont souezhet a-wechoł gant monedone ha cholori an tamm spontailh 'zo o chom ganto er ranndi-mań! Gwelloc'h hastań mont da bakań ur strinkadenn a-raok din spontań tud all! Brevet on, darev gant ar skuizhder, blot ma holl kigennoł ouzhin, ken ma'm eus bec'h o sevel ma dorn da zigeriń dor ar sal dour . Poaniań a rankan da lakaat ma ferennoł-lagad, deuet an dour em daoulagad ... ur c'hoant ennon ken, serriń anezho en-dro ha mont d'ober ur frapad kousket em gwele. A-istribilh ouzh ar voger dirazon, ar melezour, hag ennań ma skeudenn. N'on ket evit gouzańv an daolenn! Kelc'hiennoł glas-du dindan ma daoulagad c'hwezhet . Ma c'hroc'hen gwenn-erc'h dislivet, ur spont e welet, e neuz distronket lakaet war-wel gant liv du-pod ma blev hir ha druz pladet ouzh ma fenn. N'emaon ket em gwellań hiziv avat. Hir ha kromm ma fri. Ledan ha tev ma muzelloł. Eskern tout ma fas. Roufennet ma zal. N'eo ket Doue posubl! N'aio ket ar spontailh-se e-maez e ranndi alato! Koulskoude e rankin mont da gaout ar bredelfennour bremaik. Setu bec'h d'ar strinkadenn! Ah!Nag e ra vad! Bremań 'vo dav din en em wiskań. Peseurt truilhenn an diaoul a lakain hiziv? Ma bragez glas ha ma stammenn hir du. Digeriń a ran dor ar sal-dour gant un tammig muioc'h a startijenn eget bremaik, da vont d'ar gegin da gaout ma dijuni. Ec'h! Petra a zo c'hoarvezet amań? Tennań a ra ma zi d'ur wir bleugaj. N'eo ket posupl. Ne vezan ket gwall brederiet gant stad ma ranndi er mareoł-mań, n' eus ket an disterań kornig en ti hep un tamm reuz bennak. War an tu dehou emań ar gegin, disparti diouzh ar salońs gant ur bar uhel a-walc'h. Ar gegin! D'am sońj ne 'z eus kraou all ebet er bed ken lous ha ma hini. Ur bern teil an hini eo! Abaoe ur sizhunvezh d'an nebeutań n'em eus ket graet ar skotaj, ha bern war vern eo bet lakaet an holl listri en dar ganin, hep diwall zoken. Ur pakad bleud, unan toazennoł, plusk patatez, takennoł kafe disec'het, bruzun bara a zo strewet war an daol. Diaesoc'h ober mezh din eget dońjer d'ur pemoc'h 'toare... gant ar vezh plac'h! Pase poent din reiń un taol kempenn d'an ti-mań ... hmmm ... warc'hoazh e rin. Digoret ar ganastell, ha kerkent, div gastelodenn o tifaragoellań didruez war ma zreid noazh. Renkań a ran an eil (n'eo ket bet gwall buket), ha tapout krog en eben da dommań dour d'ober kafe. Setu tremenet an hanter eus ar mintinvezh hep din bezań gwelet al liv anezhań zoken. N'on ket re em butun, na gwall zihun kennebeut, evel ur pesk en e vleud 'vije lavaret. Em zasad kafe du, ma fas dislivet, ha ma hunvreoł du o tont din en-dro. Evit lavaret gwir, ne ouezan ket da belec'h emań ma sońjoł o vont. Azezet ouzh taol ar gegin, e choman da sellet ouzh Douarnenez o tihuniń tamm-ha-tamm, e-keit ma lakan kaotigell war ma c'hrampouezhenn. Nag ur blijadur debriń war-lerc'h un nozvezh a-seurt-se! Gorrek eo pep hini eus ma jestroł, ha saouriń a ran kement klukad kafe a evan, ur "C'holombia" c'hwerv ha soutil, ha kement tamm krampouezh a zreban. Torret d'ar pistig a waske poull ma c'halon, divec'hiet ma spered gant an tamm boued-mań, gras a gavan a-greiz-holl. E-pad ur frapadig e choman da selaou koagadennoł ar brini e oabl morennek ar beure hag e savan en ur leuskel ma zraoł war ar bar, ur wech ouzhpenn. Amzer am bo d'ober war-dro ar freuz hag ar reuz-se pa zistroin evit debriń. Poent eo din loc'hat ac'hann bremań. Gwisket ma mantell ganin, digoret an nor, prennet anezhi prim war ma lerc'h, ha diskennet gant an diri daou ha daou. Prederiet e vezan bep tro ma'm bez emgavioł e ti ar bredelfennour. Un iskiz a zen eo ha diaes e vezan o vont e darempred gant tud a-seurt-se. Ne zeuan ket a-benn da voazań ouzh e zoareoł daoust din mont d'e gaout ur wech ar miz abaoe marv ma zad. Pemzek vloaz e oan d'ar c'houlz-se. Ha poan 'm eus bet o tegemer e dremen, oc'h asantiń d'e varv, o tisońjal krizded an noz ma 'm oa e welet o vervel. Kaer em eus ober, didruez e teu en-dro liv hag aergelc'h an noz-se da c'hloazań ma c'halon. En nozvezhioł tremenet koulskoude, ez eus bet ur c'hemm em hunvre. N'eo ket ma zad a welen o vervel, met tud all a anavezan mat, drouklazhet. Ha daoust din strivań da anavezout anezho, ne zeu ket din an traoł en un doare splann. Emichańs e vo gouest ar bredelfennour da sklaeraat ma mennozhioł . Sell, ar bus oc'h en em gavout. Pignat a ran ennań hag azezań war unan eus kadorioł ar fońs. Tomm eo gwisket an dud, pep hini o klask un tamm tommder, souchet e benn e gouzougenn e vantell. O varvailhat memes tra. O muzelloł a welan o fińval, met ne zeu bomm fraezh ebet betek ennon, war-bouez ur fraońvadenn unton. O sońjal e traoł all emaon. Tud o tiskenn hag o pignat, buhezek, pennoł nevez o vont hag o tont, re yaouank ha re gozh. A-bep-seurt tud, re vras, re vihan ha re vunut, 'zo er c'harr-boutin-mań. Unan a welan o tostaat ouzhin, uhel e benn a-benn gwelet da belec'h ez a. E selloł o vont a-gleiz da zehou a seblant bezań war-lerc'h unan bennak hep e gavout. Setu ma chom ar bus a-sav, hag an den, kollet, a ziskenn . Straed ar Faou. Poent din mont er-maez. Dirazon, ti bras ar bredelfennour. Seniń a ran ouzh an nor ha mont tre. Er sal c'hortoz en em gavan diouzhtu. N'eus den ebet enni . E-kreiz ar sal, un daolig izel leun a gazetennoł hag a vagazinoł warni, bet troet hag adtroet o fajennoł gant rummadoł ostizien ankeniet. Kadorioł koad an eil re e-kichen a re all a-hed ar mogerioł gwenn. Ar gouloł damvelen a lak ac'hanon da sońjal en emgavioł bet. Didrouz-meurbet eo. Stag ouzh ur voger, teir zaolenn: livadennoł o skeudenniń porzh Douarnennez ha bord ar mor en trowardroioł. Trankil on, prederiet gant fichadenn nevez ar sal. Ha neuze, an nor o tigeriń. Divorediń a rankan trumm gant ar bredelfennour deuet em c'hichen. "Ha neuze Liza, penaos 'mań kont ganit?" PENNAD 2 Ma! Echu ur re hir a zevezh labour ganin, a-benn ar fin! Poent e oa! O! N'on ket bet o prenań ar gazetenn c'hoazh! Deomp de'i! Mall 'zo warnon bezań degouezhet er gźr. Da gentań ez in da dommań ur banne chokolad tomm hag e lakain ur C.D. bennak, Carmen d'am sońj. Da c'houde en em laoskin da gouezhań a-fardiglav war ar gourvezvank. O! O! Janin, ne chomin ket re bell da c'hlabousat ganti. "Sell 'ta! Janin! Ha neuze, mat ar jeu?" Hań! Tevaet eo avat! Ur plac'h rontik eo bet a viskoazh. Met, aze, e kavan anezhi un tamm... Ma! Paouezomp da flemmań! "Chezus", emezi, ruz-tan he fri (ha n'eo ket gant an amzer fall, hervez an teodoł lemm). "Pebezh avel yen! Houmań n'eo ket diwar gaoc'h tomm, sur! C'hwenn 'zo en da loeroł , pe betra?" a lavar o welet ac'hanon o pilpasat dizehan. "Hag ez eus! Mall warnon distreiń d'ar gźr, me lār dit! Rivet on!" Emichańs ne raio ket goulennoł all ouzhin. Kimiadiń buan a reomp. Serriń a ran ma jiletenn c'hloan ha ma mantell, kroaziań ma daouarn maneget warno, hag ober un toull en avel a-benn. Pegen kozh ha teuc'h eo erru ma manegoł! Poent e vefe din prenań ur rumm nevez. N'ez eus ket kalz a dud er straed. N'eo ket souezh ivez! Yen-sklas eo an aer hiziv hag hiroc'h eo deuet an devezhioł. Heńvel ouzh brumenn eo aezhenn ma anal. Alato! Ur stammenn nevez 'zo war gein paotr ar c'hazetennoł! Ken pell 'oa bet eben gantań. Un den kofek eo, ur sigaretenn damechu e korn e veg bepred. Fentus hag aferus eo war un dro, gouest da lakaat an dud en o aez, ha da gomz goude-se: "Ac'hanta Liza! Petra 'yelo ganit?" a estlamm Job. "Hum... ur pakad cheńcheńgom blaz ar c'herez hag ar journal, mar plij ganeoc'h Job!" Kemer a ran ar gazetenn. Hopala! Poent eo din mont da dapout ar c'harr-boutin diwezhań, anez rankout mont d'ar gźr war ma zroad. Ha me ha redek, berr ma anal. N'on ket ur sportourez ampart. Emań ar bus o c'hortoz dija. Tapout a ran anezhań ha pignat e-barzh. N'ez eus ket kalz a dud ennań, estregedon: ar bleiner er penn all, ha tostoc'h ouzhin, un den all, blev liv an arc'hant dezhań, daoulagad c'hlas, morlivet gant ar skuizhder. Sanket don e zaouarn en e c'hodelloł. Diseblant ouzh an hent, an otoioł, an tier gris o tremen buan hebiou d'ar prenestr, e fri beg tev peg ouzh ar werenn roudennet a dakennoł glav, tremenet enni krenerezh ar c'heflusker hag hejadennoł ar c'harr war an hent strońs-distrońs. Sked ar gouleier orańjez a ro ul liv glas-gwenn d'e zremm. Paouez a ran da sellet pizh outań, ha teurel ur sell ouzh an hent, me ivez, ouzh ar stered dreist-holl, o lugerniń en noz teńval, hag ouzh al loar o parań war Douarnenez a-dreuz ar c'houmoul. Hir eo an hent. Dibunań a ra red ar straedoł: Sant-Riwall, Laenneg, Yann Yorez, hag ar straedołigoł all. Na borodus e tle bezań bleinań ur c'harr-boutin a-hed ar bloaz, hentań bepred an hevelep straedoł. Paourkaezh den! Yaouank eo ouzhpenn-se: ur pemp bloaz warn-ugent bennak. Poazh e seblant bezań gant ar skuizhder. Ne welan ket mat e fas, nemet pa daol ur sell en e sklasennoł kostez. Don ha teńval eo e zaoulagad, deuet ruz, frankaet ar gwazhļed enno, gant ar sav-heol eo diblouzet er mintin-mań, sur. "Terminus" a ziskleir ar bleiner mall warnań distreiń d'ar gźr moarvat. Buan a-walc'h e tiskennan, sklaset ha morzet ma izili ouzhin un tammig. Ne 'z eus den e straed an Noeled d'an eur-mań. Degouezhet e penn plasenn an Ifern e welan daou zen, o komz. O daouarn a frotont evit o zommań, eveldon. A bell e vezont klevet e sioulder an noz. Sellet a ran e lec'h all. Sklźrijennet brav eo tour iliz Sant Mikael. Tostaat a ran outań, da deurel ur sell ouzh delwennoł ha mein an iliz, kizellet gant gred...na pegeit 'zo bremań avat! Ma dorn a lakaan war benn unan eus ar sent, ha tennań anezhań diwarnań ... ene yen ar vein. Dorloiń a ran ma dorn, ken buan eo deuet yen. "Dorn tomm ha kalon yen, a ra goap ouzh meur a zen", hag ar c'hontrol ivez, 'toare. Loc'het on adarre, o vale en-dro etrezek an ti, o klask tommań ma dorn. Un daou c'hant metrad c'hoazh, hag e vin en em gavet. Brevet on! Sellet a ran a-us din ha war ar c'hostezioł. Emań Tereza o sellet ouzhin dre brenestr he ranndi. Bepred e vez un tamm marvailhoł dirak he frenestr, setu ma vez war spi e-pad an deiz, a-dreńv he rideozioł o sellet ouzh an dud hag an otoioł o tremen dre ar straed trist-se. Tra all ebet d'ober da abuziń hec'h amzer. Kriz a-walc'h ar vuhez d'an oad-se a-benn ar fin. Bevań hec'h-unan. Morse ne zeu den d'he c'haout. Ur jentil ha brokus a vaouez eo koulskoude. Setu, erru on dirak ma ranndi kozh ha gris. Serr eo an holl brenester evel boaz. Na glac'harus eo! Vad a rafe purań tout al lodenn c'hris-se da zispakań a-wel d'an holl kened ar vein, mouget a-dreńv ar simant-se. Pebezh loen droch! Ki an Aotrou Gall, o harzal adarre. Anavezout a ra ac'hanon koulskoude. "Chom peoc'h 'ta, ki sot!" N'eo ket war finaat ez a hemań! Bep abardaez e c'hortoz ma gwelet nes-kaer dezhań evit razailhat e-pad ur frapad mat, e-kreiz an noz a-wechoł zoken. Tremen a ran dindan bolz greunvaen ar porched, ha digeriń dor pounner ha gwigouridik an ti: he c'hoad, solut ha tev, a zle bezań kozh-Noe. Koaret a-nevez eo bet an diri evit doare, gant ar c'hwez a zo! Digeriń a ran ar gazetenn. Teurel ur sell outi a rin, da c'hortoz ar saverez. Faezh-ki on! Ne vin ket evit pignat gant ar skalieroł d' en em stlejań betek an eil estaj zoken! Morse ne grogan gant an titloł pennań, ken garv ha kriz o c'havan. Nann! Gwelloc'h e vez ganin kregiń gant aferioł ar vro... "Un Indianez lazhet e Douarnenez. Hag un afer gouenngasoni e vefe?" Diouzhtu e sońjan e Mawaļme! Ma hunvre! Nann, n'hall ket bezań! Lammat a ra ma c'halon em c'hreiz. Treiń a ra ar mogerioł en-dro din. Ne welan tra ken! Kregiń a ran e aspled an diri. Gwan ma c'higennoł, flak ma divesker dindanon, n'hellan ket fińval ken! Aet eo ma fenn da stekiń nerzhus war al leur kalet ha yen. Dont a ra ma sońjoł da luziań. Tamm-ha tamm e tua ma spered hag e tigresk skleur a gouloł em daoulagad. O vont da semplań emaon . Cheeee! Pezh abadenn! Rivet on! Pegeit 'zo emaon astennet war al leur karlajet? Poan-benn 'm eus, trellet gant gouloł an trepas. Goustad ez an war-sav. N'on ket gwall asur war ma divesker. O krenań emaint. Digor eo dor ar saverez. Sellet a ran tro-dro din, hag en em gavout a ra ma selloł gant ar gazetenn. Klask sioulaat, plac'h! Sur-mat ne oa nemet un degouezh ha netra ken! Pebezh genaouegez! Pennfolliń a-raok gouzout! Hama! Liza, n'out ket aonik, alato! Kemer ar gazetenn,'ta! Bez mestrez warnout da-unan! Tostaat a ra ma dorn krenidik ouzh ar gazetenn. He c'hemer a ran ha mont prim er bignerez. Ne blij ket din ober gant ar bignerez dre m'en em santan gwasket enni. Talmadennoł ma gwad, evel taolioł morzhol ouzh ma daouividig, a sko em fenn adarre. Krog eo ma fenn da ziwadań, ha takennoł gwad tomm a santan o tiverań war ma fas. Ha bremań, klask ma alc'hwezioł e chakodoł don ha leun-chouk ma forpant, a bep seurt paperennoł enno. A-benn ar fin e krogan 'barzh alc'hwez ma ranndi hag e lakan er botailh. Goude bezań bet graet un tamm kempenn da'm zal ez an da c'hourvez war ar sofa, ar gazetenn a-led war ma daoulin. Treiń a ran ar pajennoł betek gwelet pennad afer ar muntr : "Un Indianez yaouank, Mawaļme Malinche hec'h anv, a zo bet kavet marv en he salońs er mintin-mań. Skoet e oa bet ganti, ha tri gouli ledan ha don a oa en he c'hein, taolioł kontell moarvat. Kavet eo bet ar c'horf gant kamalad ar plac'h yaouank. Hemań, Kilian ar C'horr, 'zo bet kaset d'an archerdi da vezań goulennataet. Hervez ar c'homiser Sanchez, e karg eus an afer, n'eus..." N'hallan ket derc'hel da lenn ar pennad. Diskenn fonnus a ra an daeroł war ma divjod. Pell e choman difińv, tamolodet er gador-vrec'h... Gwasket ma c'halon gant ar glac'har e choman hep kompren . PENNAD 3 Na perak eo bet lazhet ha muntret ken euzhus-se? Gant ar strafuilh e kouezh ma fenn hep nerzh etre ma daouarn. Piv eo an den didruez-se? Kaer em eus ober goulennoł ouzhin-me ma-unan ne zeu diskoulm ebet. Gant an holl drubuilhoł-se eo rivet ma izili, evel seizet, kropet. N'eo ket ar gwad ennon evit redek ken, evit ober tro ma c'horf hep mont yen, sklaset. Bep un tammig avat e tomma ma c'halon en-dro pa sońjan er mareoł ken kaer hon eus bevet asambles. Hi, Mawaime hag a oa ken prim ha lemm he spered! D'ar c'hentań gwel anezhi e verze an holl e oa ur plac'h diskoelf abalamour d'he respontoł trumm ha birvidik hag a stanke meur a c'henoł re frank. Mistr e oa he c'horf, kroc'henet dous e-giz ar seiz. Setu penaos em boa gwelet anezhi evit ar wech kentań. Sońj mat am eus c'hoazh eus an devezh-se pe gentoc'h eus an nozvezh-se. En un davarn 'giz Iwerzhon e oa, e-lec'h ma vouboue drant ar sonerezh dre ar c'harter, mesket gant yudadennoł an avelioł dirollet. Yaouankik-flamm e oamp d'ar c'houlz-se rak studierezed e oamp e Skol-Veur an Arzoł e Kemper. Tro am boa bet d'he gwelet c'hoazh e trepasioł hir ha teńval ar skol met ar wech kentań e oa din kaozeal ganti, en nozvezh-se. Diouzhtu e oa aet ar gaoz war sońjennoł prederourien ar c'hantvedoł diwezhań. Ken aes ha tra e tispakas Mawaime he buhez din hag e lavaras sklaer ha splann he sońjoł, hep chom da dortal. Digor e oa he spered dre m'he doa bevet daou stumm da sońjal. E Mec'hiko e oa ganet hag eno he doa gouzańvet e-pad he yaouankiz, buhez labourerien-douar ar Chiapas. Kontań a rae din kement darvoud a c'hoarveze en he c'hźriadennig kollet er c'hoadoł trovanel p'en em gave ganti keleier eus du-hont. Brav e seblante ar vro pa groge Mawaime da zisplegań he doare din dre ar munudoł, daoust d'an diaes ma veze din he c'hompren da vat a-wechoł, ken buan e veze fromet pa gomze diwar-benn he bro. Dedennet e oa gant an arzoł hengounel hag un dezenn e oa e sońj sevel a-raok dibenn ar bloavezhiad-studi. Plijout a rae dezhi ivez liverien an amzer a vremań, Juan Miró dreist-holl, a voe prenet meur a levr ganti diwar e benn. Daoust ma veze dedennus selaou anezhi o komz, e sońjen atav penaos e veze gant an dud all. Ha gwarizius e oan? Ne oan ket koulskoude, met aon a zeue din e tigorfe he c'halon da n'eus forzh piv. N'eus forzh peseurt paotr a vefe aet daveti, ha setu dres ar pezh a c'hoarveze peurliesań. Ne c'hellan ket derc'hel sońj eus o anvioł holl, nag eus o dremmoł zoken. Ur plac'h koant e oa ivez. Na pegen lirzhin e oa gant he mousc'hoarzh kaer bepred war he dremm. Alies e welen anezhi evel-se pa'z aemp da riboulat en tavarnioł diouzh an noz. Ne ouezan ket perak e teu an holl eńvorioł-se em fenn, an holl vareoł brav. Hag e sońjan ne c'hellin ket bevań hepti, hep he mignoniezh, hep he bezańs, hep he levenez ... Ha redek a ra ma daoulagad war pennad ar gazetenn a-benn gouzout pegoulz e vo an interamant. Ne gavan ket, met sur a-walc'h e vo da deir eur e iliz Santez Elena. Ma mantell ha ma manegoł a gemeran hag ez an dre ar straedoł war ma fouez, sioulik, ma sońjoł o nijal er goullo, en dic'hoanag. Treiń a ra skeudennoł em fenn, skeudennoł eus Mawaime... Ha treiń a rafen da sot hepti ? Tostoc'h-tostań emaon d'an iliz. Ne vezan ket gwall droet bepred gant ar relijion-se a zo bet plantet kement a reuz en hec'h anv gwechennoł, em bro, hag e hini Mawaime. Dale 'zo ganin, ha setu a-greiz-holl ur pezh mell dor goad da virout ouzhin da vont pelloc'h. Daoust ha nerzh a-walc'h am bo da zigeriń anezhi? Ken gwan en em santan, ken kizidik. Ha pa'm befe an nerzh d'hen ober, ha gouest e vin da sevel ma fenn ha da c'houzańv selloł mignoned Mawaime? ... Re Gilian dreist-holl. A-benn gwashaat pep tra, e klevan un draskadenn spontus a-daol trumm. Me an hini eo! Me 'm eus lakaet an oferenn da ehanań en ur zigeriń ar gozh dor vrein-mań! Hag an holl o sellet ouzhin. Met diseblant eo o selloł, re drubuilhet evit diwall ouzh ur seurt darvoud. Kilian ken a chom da sellet ouzhin, e zaoulagad leun a zaeroł, feson warnań da vezań dic'hoanaget. Paourkaezh Kilian! Em sav e choman e fońs an iliz e-pad ur frapad, kuit da zirenkań an dud. Da welout Mawaime an hini on deuet, ur wech c'hoazh... Tostaat a ran goustad ouzh an arched e penn an alez: digor eo evit c'hoazh. Alvaonet, souezhet-mik e choman, neket o welet Mawaime, met o welet ne ra netra din gwelet anezhi marv. N'eo ket posubl d'an tamm kig gwenn-se bezań ma Mawaime garet! Ne c'hellan ket chom hep sellet ouzh Kilian. Morse n'he doa Mawaime karet ur paotr kement. Goude bezań bet ur sizhunvezh gantań e oa deuet da vezań ur plac'h siriusoc'h, dedennet muioc'h gant ar pezh a oa tro-dro dezhi, ar pezh a vroudas anezhi da zigeriń ur stal binvioł evit livań. Dre ma anaveze ur bern tud troet gant al livań ez eas mat ar stal en-dro kerkent ha digoret. Met er gźr e oa disheńvel: abaoe bloaz edo Mawaime ha Kilian o chom asambles pa grogas an traoł. Un nozvezh e tistroas Kilian d'ar gźr, izel e benn: e labour en doa kollet. Pa glaskas Mawaime frealziń anezhań, e voe bountet gant Kilian war al leur. Antronoz e teuas Mawaime da'm c'haout, ha strafuilhet-holl e oan bet o welet he stad vantrus: blońsoł e pep lec'h! Ne oa ket bet Mawaime evit krompren petra 'oa peg ennań pa oa aet da skeiń ganti a-greiz-holl, pa 'z ae ken mat an traoł etrezo. Ar gwashań eo na baouezas ket Kilian da vezań feuls, ha bep tro e teue Mawaime da'm c'haout, da lavaret eo un div wech bennak bep sizhun, da nebeutań. Evel just 'm boa klasket lakaat anezhi da guitaat anezhań met bep tro e responte din e kare re anezhań, he doa aon ober droug dezhań, hag evel-henn hag evel-hont...E-pad meur a vizvezh o doa dalc'het da vevań en doare-se. Setu echu an oferenn. Ne verzan ket emań an holl o kuitaat an iliz, ha me kollet em sońjoł. Pa zeuan ennon ma-unan en-dro eo tost goullo ar sal. Mont a ran neuze war-zu ar vered. Gwigourat a ra an nor merglet war he mudurunoł. Stouet ma fenn ganin ez an war-raok da heul ar re all, ma zreid o ruzań an eil war-lerc'h egile war grouan an alez, evel ur robot. Ur wech erru er-maez, n'on ket evit dispegań ma selloł diouzh Kilian, ur wech ouzhpenn. Ha me kollet em rambreadennoł adarre. A-benn ar fin ne oa ket echuet re fall an istor dre m'en doa kavet Kilian un dudi nevez: sikour Indianed Amerika. E amzer a dremene o labourat a youl vat evit ur gevredigezh a rae war-dro ospitalioł ha skolioł eno, setu ma oa gwellaet pep tra etrezań ha Mawaime. Nag a hast am eus e echufe al lid hir ha poanius-mań. Un nebeud tud a zo aet kuit c'hoazh met dre ma anavezan an darn vrasań eus ar re a zo chomet e kavan gwelloc'h gortoz ar fin. Ah! Setu Kilian o vont; marteze e c'hellin ober eveltań? A-raok skeiń sag ar gźr avat, ez in da gomz gant ar paourkaezh Kilian memes tra. Sur a-walc'h en em sant e-unanik ha glac'haret. "Demat Kilian ..." "Demat. " Ne seblant ket bezań gwall blijet gant ar gaoz. Gwelloc'h ganin e laoskel e-unan, ezhomm sońjal en deus ar paotr, sur a-walc'h. "Ma, ma fell dit komz gant unan bennak e c'helli pellgomz din atav, mat eo?" Respont ebet. Ne glev ket ac'hanon moarvat. Gwir eo e vez ezhomm bezań an- unan a-benn sońjal pa vez darvoudoł a-seurt-se. Me ivez 'm eus c'hoant bezań sioul. Mont a rin d'ober un tamm tro war vord ar mor. Ur banne aer fresk a raio vad din. PENNAD 4 Bet on dre ar straedoł, dre ar gwenodennoł am boa hentet gant Mawaime... Pell 'zo, e-pad an hańv. Pegen du an devezh hiziv, koumoul gris-teńval o kuzhat un nebeud bannoł-heol o tamsklźrijennań an aod. E penn all an draezhenn, daou zen kozh o klask morań ur vag, gant un amzer digompez evel houmań! Ne glevan ket o sakreoł avat, gant an avel yen o sourral a-varradoł hag o kas ganti un eostad traezh betek kźr. Pa sońjan e vezemp amań hon-div e-pad an ehan-skol pa oamp studierezed. Hag an avel glouar o pladań he blev du-mouar war he dremm, na pegen brav 'oa gwelet anezhi evel-se! Perak eo aet Doue da laerezh he buhez diganti, re yaouank e oa!... N'on ket evit krediń n'he gwelin ket ken, eo echu ar mareoł plijadur ganti, echu! N'he gwelin ken... Perak? Den ne c'hello respont, ar vuhez a zeu hag a ya, hep gouzout dezhi ha poan a raio d'unan bennak all. Evidon-me, ne vo ket heńvel an traoł ken, met evit ar bed a-bezh, evit ar re n'anavezent ket anezhi, ne cheńcho netra, derc'hel a raio ar vuhez gant he roud, ar memes hini atav. Perak eo warnon-me eo kouezhet ar walleur-se? Ha perak bremań? Evel just ne vo den evit respont din, adarre... Kenderc'hel a ran gant ma hent, met aet on pelloc'h eget an aod. Ne ra forzh ebet din, n'eo ket sklaer ma spered evit c'hoazh. Distro on e kreiz-kźr, hep gouzout re vat da belec'h emaon o vont, broudet da vale ha da vale gant n'ouzon ket petra, oc'h en em leuskel da vont, "A la buena de Dios" 'vel ma lāre Mawaime a-wechoł a-raok an arnodennoł. Ha gwir eo hon eus bet frapadoł plijus pa oamp studierezed. Ne oamp ket e-touez ar re wellań, met deuet 'oamp a-benn da gaout hon holl ziplomoł hep eilań gwech ebet. En em gavet on dirak dor un ranndi, hini ... Mawaime!!! N'eo ket gwir, deuet on gant an hent a gemeremp hon div a-raok, hag hep rat din zoken, on erruet dirak he zi. Pouezań a ran war ar c'hloc'hig, evel pa vefen o c'hortoz ur respont, met ne zeu den da zigeriń din. N'eo ket un hunvre, marv eo 'vit gwir. Marv! Marv eo-hi, Mawaime. A-raok distreiń d'ar gźr e chomin da sellet ur wech c'hoazh ouzh an nor, ne zeuin ket amań ken, echu... Degouezhet dirak ma zi, a-benn ar fin, ha noz anezhi dija. En em gavet e-tal an nor em eus gwelet un tamm paper stag outi, un doare kartenn: "Komiser Jań-Loui Sanchez", ha dindan: "Un nebeud goulennoł a fell din ober ouzhoc'h diwar-benn Mawaime Malinche. Deuit 'ta da 'm c'haout warc'hoazh vintin, 'tro dek eur." Setu, gouzout a ran bremań ar pezh a rin warc'hoazh. E sońj mont da di ar perukenner edon koulskoude! Ma! Un deiz all ez in. E pelec'h emań alc'hwez ma ranndi ganin? Klask a ran en ma holl c'hodelloł, met neblec'h ne welan al liv anezhań, nag em sac'h, nag em chupenn. Setu, em botoł 'oant. Aze e oant bet lakaet ganin pa oan war an aod, kuit din d'o c'holl. Ur gwir sirk eo amań! Un tamm urzh a rankin lakaat a-raok mont da gousket. Kroget 'm eus 'barzh, gant ar salońs da gentań. Un daolenn gant Mawaime, warni livioł splann ha stummoł dibar arz he fobl, hag aze un delwenn degaset ganti eus he bro, bet profet din warlene evit ma deiz-ha-bloaz. Ne c'hellan ket mirout da sońjal enni, amań 'mań he spered atav, stag ouzh al lec'h-mań hag ouzh an holl draoł-mań. Biken ne c'hellin ankounac'haat ur vignonez evel-se. Setu renket ar salońs hag ar gegin, evit ar sal-dour, ma c'hambr hag ar privezioł e vo gwelet warc'hoazh, pa vin bet goulennataet gant an archerien, ma ne zistroan ket re ziwezhat. Peseurt goulennoł a vo graet ouzhin? Mawaime c'hoazh hag adarre, ha dienkrez e vin un deiz bennak? C'hoant 'm bije ankounac'haat ha kaout ur vuhez reizh, ordinal, ha n'eo ket unan evel ma hini, diaesoc'h eget unan spontus. Ha stourm a vez ranket ober e-pad e vuhez? N'eo ket gant ar c'hempenn emań ma spered, ha goude bezań bet graet ar skaotaj ez in da gousket, hep debriń tamm, n'em eus ket naon 'forzh penaos. Abaoe daou zevezh ne ran nemet drailhań traołigoł, "Nuts" ha "Mars", ha me oar-me peseurt gasterezh all c'hoazh. Gwelloc'h din mont da zebriń un tamm boued fonnus bennak, mod-all ez in da semplań pa vin en archerdi warc'hoazh vintin. Kemer a ran ar podad riz-laezh, ha lonkań anezhań en e bezh. Du on gant an naon, 'benn ar fin, setu ma krogan er saladenn chomet er yenerez, ...war-lerc'h Mawaime ha Kilian pa oant bet amań o tebriń... un nebeud eurvezhioł a-raok dezhi bezań lazhet. Mont a ra ar pladad diouzh ma daouarn, ha terriń war karrezennoł ar gegin. Setu ma'z an betek ma gwele, an dour em daoulagad. Tamm-ha-tamm e tennan ma dilhad, e lakaan ma fijama hag ez an da c'hourvez. Skeudennoł eus an devezh a zeu din, anken ennon. Ha den gouest da sikour ac'hanon ken, den, pa'z eo aet ma mignonez wellań diouzhin. Ma-unan gant ma zristidigezh. Echu an amzer vat, ne fell ket din bevań ken, nemet mont gant Mawaime. N'ouzon ket pelec'h emań, er baradoz, pe gant doueoł he fobl. Un deiz bennak en em gavimp hon-div en-dro koulskoude. Pevare, piv her goar? Nemet Doue, hag a zo da sikour an dud. N'on ket bet gwall sikouret gantań avat. Lazhet 'm eus ar gouloł. Ne zeu tra da derriń teńvalijenn ar gambr, nemet , ur wech dre vare, skedoł hir etre ar stalafioł pa dremen kirri-tan er straed. Nav eur vintin. Mont a ra ma dihuner-radio war elum. Sonerezh hengounel a zeu dioutań. "Radio-Douarnenez, ar radio dienkrez. Nav eur eo, ar c'heleier gant Josefin Belbeoc'h. Kendalc'het o deus an archerien gant o enklask e ranndi an Indianez yaouank Mawaime Malinche. N'ouzomp ket petra o deus kavet, dre ma n'en deus ket bet c'hoant ar c'homiser Jań-Loui Sanchez, eus archerdi Douarnenez, respont d'ar goulennoł a denn d'ar muntr euzhus-se. Marteze e vo elfennoł nevez e-kerzh ar mintin-mań. Kresk 'vo war briz ar sigaretennoł, un dek dre gant, a-benn an ..." Lazhań a ran an dihuner. Gwalc'het, gwisket, debret ma dijuni ganin, e prennan dor ma ranndi. Prim e tiskennan gant ar skalieroł. Ne fell ket din en em gavout gant Janin adarre, ar flaperez daonet-se. D'ar red ez an dre ar straedoł didud, daoust d'an avel a-benn. Ur savadur betońs gris kozh eo ti an archerien e Douarnenez. A-us d'an nor eo deuet dislivet al lizhiri "POLIS"; aet an "O" kuit ouzhpenn. Digeriń a ran an nor, treuzwelus, evel e stalioł 'zo, ha mont e-barzh. Ha me ha mont dre un trepas hir, c'hwez ar butun yen ennań, burevioł a bep tu. A-zehou, dirak e daol, un den o vizskrivań, daougrommet a-us d' e vekanik. Dirazon, tud yaouank bet o laerezh en ur stal, sur a-walc'h, goulennataet gant an archerien. Tostaat a ran ouzh un den, harp ouzh taol strizh hag uhel an degemer. "Demat, Liza Keruhel eo ma anv. Un emgav 'm boa da gaout gant ar c'homiser Jań-Loui Sanchez. Amań emań?" "Gortozit, pellgomz a rin d'e vurev." Kemer a ra an archer ar pellgomzer ha pouezań war un douchenn. "Komiser Sanchez? En em gavet eo Liza Keruhel da gomz ganeoc'h." Mont a ran da heul an archer war-zu burev ar c'homiser. "Demat deoc'h", eme ar c'homiser din, "penaos 'mań kont ?" "Trubuilhet on, Aotrou Sanchez." "Ya, Liza, kompren a ran. Końje 'm bo d'ober Liza ac'hanoc'h?" a c'houlenn Jań-Loui ouzhin. "Ya... Aotrou komiser." "Grit Jań-Loui ac'hanon neuze. Setu, ur vignonez vat deoc'h e oa Mawaime Malinche?" "Ya, ma mignonez wellań e oa. An hini nemeti, 'benn ar fin." Santout a ran daeroł o tiskenn war ma dremm, blaz klouar an holen ganto. Buan e sec'han anezho hag e adkrogan da gomz: "Ma digarezit..., met strafuilhet on, ne oa nemeti. Kompren a rit, den nemeti." "Ya, kompren a ran. Heum, peseurt darempredoł a oa etre Mawaime hag he c'hamalad, Kilian ar C'horr?" "Asambles 'oant o chom, met cheu a veze etrezo, gwech ha gwech all." "Ha feuls 'veze Kilian ganti ?" "Nemet pa veze tabut etrezo. Neuze e felle dezhi mont kuit digantań." "Ha c'hoant he doa bet skampań kuit nevez 'zo?" "Ya, Aotrou komiser. Gwir eo ez eus bet tabut ha gweńv etrezo un nebeud devezhioł 'zo. Pellgomzet he doa Mawaime din da lavaret e oa da vont kuit da vat. War-lerc'h avat, n'ouzon ket re ..." "Mat-tre, trugarez deoc'h da vezań deuet, Liza", a lavar an enklasker. "Kenavo... Aotr... Jań-Loui." En ur vont kuit e klevan anezhań o vouslavaret d'an eilgomiser en e gichen: "Ma, gra ar pezh 'oa lavaret, Yann. " En em gavet dirak an archerdi, e skoan mibin etrezek ar gźr. Setu me dirak ma zi, skuizh-divi an tamm ac'hanon. Ur wech erru em c'hambr, e-harz ma gwele, e taolan ur sell ouzh ma dihuner. Kreisteiz ugent. Dilugań a ran ar pellgomzer, 'mod-se ne vin dihunet gant den. Diwiskań ma dilhad a ran, goustad, ha gourvez war ma gwele. Serr eo ma daoulagad dija. PENNAD 5 Gouleier spontus ha kreńv-kenań em daoulagad, un heuliad skeudoł glas, ruz, melen o vont hag o tont, ken skedus ma vezan trellet ganto. A-greiz-holl e steuz an douar dindanon hag e kouezhan en un islonk du. Ha tro-dro din, tud o huchal, o yudal: "Pign! Pign!". Met dibosubl eo din! N'o deus ma daouarn tamm krog na dalc'h ebet neblec'h, ha derc'hel a ran da gouezhań. Neuze e tihunan hag e lakaan ar gouloł war elum. Daeroł tomm em daoulagad, gleb-teil ma hiviz-noz gant an dour c'hwez, pouez an enkrez warnon. Teir eur mintin eo, gwelloc'h din gortoz an hun da zont en-dro. Serret em eus ma daoulagad, ne zeu ket c'hoant kousket din. Mont a ran em c'hoazez, astenn ma brec'h, tapout ar pakad pilulennoł war an daol-noz. Ma 'm'eus sońj mat eo gant ar bredelfennour 'oant bet roet din, da sioulaat din un tamm. Ha me ha lonkań unan, ha mont da evań ur banne dour d'he lakaat da ziskenn. Kerkent e nij an anken kuit diwar ma spered. Adkavet ar peoc'h ganin. Amzer din mont betek ma c'hambr hag e kouezhan war ar gwele. Ur skeud nevez a zeu em fenn. Skeud ur paotr, piv eo? Brumennek eo ma spered, ha displann e chom skeudenn an den. Bep un tammig e sklaera avat. Setu ma welan Kilian a-daol trumm. Kilian o lopań gant Mawaime, hag hi o leńvań. Tec'het eo skeud Kilian kuit. Un dorn o tostaat, o vrasaat a bep ma nesa. Klask a ra Kilian mont kuit met chom a ra da sellet, difińv, spontet, sebezet. Troet eo da sant maen ken spouronet eo. Koll a ra e fas e liv ruz ha treiń da wenn-kann. Sevel a ra an dorn e-unan, uhel er vann, evel evit kemer lańs. Klask a ra Kilian tec'hout kuit met un nerzh a lak anezhań da chom difińv. O komz emań. Ne glevan seurt er pezh a lavar. Petra? C'hoant kompren am eus. Gwelet a ran an dorn o tostaat outań. Ooo! N'hall ket bezań! War ur gontell eo serr-mat an dorn-se! Skeiń a ra ar gontell gant Kilian. Sevel a ra an dorn en-dro. Ruz eo pep tra, hag an dorn o kontellata kalon Kilian, gwad o strinkań hag o tiverań e pep lec'h. Diskenn a ra an dorn ur wech all c'hoazh, ha didroc'hań anezhań e tammoł. Digor eo korf Kilian etre e galon hag e droad kleiz. Gwad e-pep lec'h, met ur pekad buhez 'zo ennań c'hoazh. Ne gomprenan ket ar pezh emań o klask lavaret. Krenań a ra, liv ar spont hag ar boan war e zremm. Klask mont en e sav, ne zeu ket a-benn. Tostaat a ra an dorn en-dro. Didroc'hań a ra dezhań bizied e zorn kleiz. Sikourit anezhań! Truez! Sevel a ran, dihun on. Dibaouez e leńvan, e keinan, e youc'han! C'hoant pellgomz d'ar bredelfennour am eus. Berr ma anal, o klask prederiań. Ur barrad spont penn-da-benn ma c'horf, kridiennoł a-hed ma livenn-gein, ha betek em izili. Un trouz a glevan, an diri o sourrikat. Stlakadenn verr ar gazetenn o kouezhań dirak an nor. Paotr al lizhiri sur a-walc'h. E-pad ur pennad hir a seblant din bezań berr e chom ma daoulagad da barań war ar gazetenn. Kemer a ran anezhi, ha lenn titloł bras ar bajenn gentań: "Goude drouklazh an Indianez (gwelout ar pennad pajenn 3)" Krenań a ra ma daouarn o klask treiń ar pajennoł:"Goude drouklazh an Indianez yaouank Mawaime Malinche, ez eus deuet diskred bras war he mignon Kilian ar C'horr. Hemań, un den yaouank daou vloaz ha tregont, dilabour abaoe meur a viz, a oa bet goulennataet dec'h e-pad an deiz gant ar c'homiser Jań-Loui Sanchez e karg eus an afer. War a seblant e veze tabut alies-mat etre an daou zen yaouank, ha feulziń ingal a rae Kilian Ar C'horr gant e vignonez. Ar mintin-mań eo deuet er-maez goude dezhań bezań bet dalc'het en archerdi e-pad an noz. Diwar intrudu e alvokad eo bet laosket da vont dre ma oa re nebeut a brouennoł en e enep." N'on ket evit krediń e c'hellfe Kilian bezań ar muntrer. Pe gentoc'h, n'em eus ket c'hoant asantiń d'ar sońj-se, plegań dirazań, degemer anezhań. Ha seul vuioc'h e stourman d'e argas diwar ma spered, seul greńvoc'h e teu da'm broudań, da'm flemmań, tagus, direnkus, hollvezant. N'hall ket bezań! Ur paotr mat eo deuet Kilian da vezań, a-drugarez da Vawaime. 'Pezh 'zo sur, ne veze ket aes atav kaout afer outań diouzhtu goude pa oa en em gavet dilabour. Kroget en doa da evań zoken, da glask un tamm harp e bier Iwerzhon. E aliet em boa da vont da gaout ma bredelfennour, en aner avat. "Kaozioł gwrac'hed!" en doa lavaret din ur wech, aet skoelf e zaoulagad gant ar boeson. Ya, pa sońjan, ne zle ket bezań bet gwall aes e spered goude bezań bet skarzhet, dilabour e-pad meur a viz evel-se, diezhomm d'ar gevredigezh, hag o rankout bevań diwar-goust e vignonez, a oa berzh ha brud he stal o kreskiń er vro. Met gwelloc'hik ez ae an traoł etrezo abaoe m'en doa kavet un tamm fred, labour a youl vat, er gevredigezh-se, "La Pacha Mama", o tifenn an Indianed hag o douar. Komprenet en doa 'oa tud un tamm mat reuzeudikoc'h o stad eget e hini, hag e oa pec'hed dezhań klemm, 'benn ar fin. En un taol kont koulz lavaret e oa torret d'e imor, d'e daeroni, ha d'e warizi e-keńver Mawaime. Ur pal, ur ster en doa kavet d'e vuhez. Louzeier, dilhad, arc'hant a zastume da gas d'an Indianed. Pennadoł kazetenn, poltriji -graet dre guzh a-wechoł-, lizhiri, testenļoł a bep seurt a serre ivez, da gas tud 'zo dirak al lezioł-barn etrebroadel. "Danvez tarzh!" en doa lavaret din un dro bennak ... Gant an dornet-kaer ma oa en doa bet graet skritelloł ivez. Unan anezho, lakaet ganto ouzh ar voger e trepas o ranndi, am boa kavet brav-eston, sońj mat 'm eus anezhi: ar c'huzh-heol war trolinenn c'hlas ur menez-tan, ar Popocatépetl, hag uheloc'h en oabl ruz, ar gerioł-mań: "N'eo ket deomp an douar, dezhań omp." Ya, ur c'haer a goublad 'oant deuet da vezań adarre, pareet Kilian gant louzoł boemus ar garantez, ar garantez evit Mawaime, evit he fobl, hag evit hec'h arz. Ya, da welet atav, rak c'hoant he doa Mawaime krediń e oa krog o darempred da wellaat. Krediń, krediń atav. Met penaos 'ta en deus gellet ar c'hozh kazetenner-se, mont da embann seurt kelachoł diwar-benn Kilian, dreist-holl pa n'eus tamm prouenn ebet. Flaeriań, flaeriań bepred. Klask a ra ma spered enebiń ouzh ar pezh 'zo skrivet er gazetenn. Ha me o sellet, hep he gwelet a-benn ar fin, ouzh ur gelienenn o vont a vruzunenn da vruzunenn war doubier blastik taol ar gegin. Me, kollet em rambreadennoł, hag hi, dic'houzvez a-grenn eus ar boan-spered 'zo ouzh ma gwaskań. Er-maez, latar ouzh prenestr ar gegin, evel laezh. Ha koulskoude, goude un nebeud prederiadennoł e teuan da chaokat sońjennoł du adarre. Ur paotr taer ha gwarizļus eo bet ar C'hilian a-holl viskoazh. Piv an Diaoul a c'hellfe bezań bet aet da lazhań Mawaime, nemetań, Kilian ar C'horr? Forzh penaos, ha forzh piv bennak e vefe, ret e vo tapout anezhań buan ha lakaat anezhań en toull betek fin e vuhez. Sizhunvezhioł evel homań a gavan diaes-spontus, o stlejań, trist ha teńval pep tra, ken trist ha ken teńval... Mat 'vefe din mont da welet tud da gomz un tammig. Ha diskuizhań 'rafe mil vad din, chom em gourvez em c'hambr... Kaoc'h ki! Klask a ran sońjal e traoł all met ne zeuan ket a-benn. Strafuilhet-bras on gant Killian. Ne dalvez ket ar boan din chom pelloc'h da durgnal amań, gwelloc'h din mont da gaout anezhań, da sklaeraat ma spered un tamm. Ha diouzhtu, kement hag ober! Kemer a ran ma mantell, ma manegoł teuc'h, ur cheńcheńgom evit ma nervennoł, ha deomp de'i. War droad ez in, da aveliń ma fenn un tammig. Goude bezań sellet div wech ha prennet eo an nor ganin, e tiskennan gant an diri. "An ankou am doug, an anken am ren..." Da belec'h emaout o vont plac'h, hm? Da gaout ar muntrer? Gant ma ne zamanto ket re ma ler en afer-se! Pase buhezek eo an dud er straed hiriv, rak marc'had 'zo, ha forzhig tremeniri: tud o komz, o c'hoarzhin, o redek, o treiń hag o tistreiń dirak ar stalioł, e-giz pa n'o dije netra all d'ober. Hag eürusoc'h, frealzet an tamm ac'hanon o welet kement a dud imoret mat, war o zu. E korn ar blasenn, ur paotrig o c'hoari fleüt a-dreuz. Emań o c'hortoz gwelet un nebeud gwenneien o tiskenn en e gasketenn, dirazań war pavezioł maen ar blasenn. Mont a ran d'e welet ha reiń dezhań ur pezh dek lur, da zispign e fin an devezh. Ha bev e vin c'hoazh a-benn neuze? Kemer a ran penn an hent adarre, a-stlej, hag ul lajadig diwezhatoc'h, setu me dirak dor vras ti Mawaime ha Kilian. Ti Gilian nemetken bremań... Skeiń a ran ouzh an nor met netra na fińv en tu all. Skeiń a ran un eil gwech ha gortoz, met den ebet ne respont... Marteze emań gant ur strinkadenn ha ne glev ket. Ret vefe dezho... dezhań lakaat ur c'hloc'h. Gortoz a ran un tammig ha klask digeriń an nor...damzigor 'oa chomet! PENNAD 6 Kilań a ran trumm. Dispourbellet ma daoulagad, ma gwad aet da zour sklaer em gwazhļed, ma c'halon o tridal. Kavout a ra din bezań en em gavet en ur vered, abalamour d'an trouzioł ral hag iskis. Garm skrijus ur gaouenn, karr an Ankou war ar grouan, yudadennoł ur bleiz. Distreiń a ra ma selloł war ar c'horf, pe gentoc'h ar pezh a chom anezhań. Ur mell toull a zo e plas e galon. Tammoł kig stlapet, ledet war ballenn indian ar salońs. Etre dor ar salońs hag hini ar gegin, daou gazh du oc'h en em gannań evit un tamm biz bihan, pufadennoł ha miaouadennoł ganto leizh o beg. Daskrenań a ra ma divesker dindanon pa verzan n'emań ket aze penn Kilian ken. E-lec'h e benn, nervennoł gweet o fińval e-giz naered. Heuget, e klaskan tec'hout en ur lammedikat etre poulloł gwad kaouledet. Met erruet e fońs ar sal en em gav ma selloł gant e galon. Pistig an Diaoul o stardań ma bouzelloł. Hag ouzhpenn ar pezh am eus da c'houzańv gant ma daoulagad e krog c'hwez ar brein, ur frond iskis, c'hwerv ha dous-trenk war un dro da sevel em fronelloł, da aloubiń ma skevent. Deuet ez eus brini dre ar prenestr torret, desachet gant c'hwez vat ar c'hig troc'het fresk. Nijellat a ra un nebeud brini kuit davet ar c'hrog-dilhad, koag ha flap spontus ganto. Oc'h en em gannań emaint evit un tamm tra bennak a-istribilh ouzh unan eus ar c'hrogoł. Dedennet gant o reuz ez an da zizoloiń o c'havadenn. Chom a ran bout, spouronet, dilavar. Ec'h, dońjer! Ur c'horfad rukun ennon pa welan kement-mań: penn Kilian eo! Gwenn-kann eo e fas, dispourbellet e zaoulagad ruz. Diveriń ra gwad eus e fronelloł hag eus e veg damzigor. Krediń a ra din eo digor ar c'hog, met e gwirionez n'eo nemet gwad Killian o tiverań takenn ha takenn. Daou veg lipous a glask pakout unan eus e zaoulagad. Kouezhań a ra al lagad war al leur. Degas a ra da sońj din eus ar vioł 'bet fritet war ar billig ganin da lein. C'hoant rechetiń 'm eus. Klask a ra ur vran all tapout an teod o tibaseal eus ar beg damzigor. Deuet eo ar gwesped da lipat ar gwad e fronelloł Kilian. Paket eo ar c'helien er gwad pegus. Poaniań a reont o saveteiń o buhez. Tec'hout a ran kuit, pell diouzh an abadenn heugus-mań. Goudor a gavan en ur c'horn teńval, etre an armel hag ur gador-vrec'h. Kri ha garm ganin, gwashoc'h eget ul loen gouez, alvaonet. Tamolodet on, o terc'hel start ma fenn em daouarn, hep paouez da grenań gant an aon, da horellań dizehan, diskiantet, saouzanet. N'ouzon mui nag ar penaoz nag ar perag eus tra, daeroł fonnus em daoulagad. Strafuilh ha glac'har mesk-ha-mesk ennon. DAOŃ...DAOŃ... taolioł kańvaouus an horolaj, trumm. Gourlammat a ran, estlammet. Klask sederaat, plac'h! Ur sell c'hoazh ouzh an arvest hollvraouac'hus-mań, ha sońj a zeu din eus ar gwerzennoł kozh: "Goude da stat ha pompadou Guyscamant ha paramantou Ez duy an anquou ez laouen Pan troy enhaf da lazaff mic Ma-z duy da neuz da bout euzic Ha tristidic da bizhyuquen." Netra nevez dindan bolz an neńv. Bliv ez an war-zu ar gambr. Aze eo e kouske Kilian ha Mawaime. Reuz spontus a zo er gambr. Dre vras e veze atav kinklet brav ar gambr ganto. Met aze eo bet diroget ar vatarasenn gant ur gontell. Strewet eo bet war al leur kement tamm dilhad 'oa en armel hag en tiretennoł. Pluńv ar goubennerioł a nij dre holl a bep ma'z an war-raok er gambr. Bannet eo bet an daol-vurev goad war ar plańchod. Ledet ez eus bet a-bep-seurt levrioł, kelaouennoł, paperioł war an tapis. C'hwez ar butun a zo er gambr. Un daolenn gaer gant Dilaser 'zo bet torret. Ne 'z eus nemet ur sońj war ma spered: an doser. Daoust ha kavet eo bet? Daoust hag amań emań bepred? Redek a ran dre ar gambr, buan, hep teurel evezh ouzh ar pezh a flastran. Tremen a ran dreist d'ar gwele dismantret, ha kerkent hag en em gavet en tu all ez an trumm war benn ma daoulin war ar plańchod kras. Bannań a ran kuit kement tamm dilhad pe baper chomet a-stlabez warnań. Setu, n'eus tra ken da'm direnkań nemet an tapis liesliv 'oa bet profet d'ar c'houblad gant ur familh eus ar Chiapas. E sevel a ran goustadik, ankeniet gant ar pezh a gavin dindan, pe na gavin ket. Bremań eo dav din sevel an trap. Ma holl izili o krenań ouzhin e tosta ma dorn ouzh ur c'hoch strizh er plańchod. Mont a ra ma ivinoł ennań, ha gouestad e klaskan sevel an trap. Paouez da grenań 'ta! Digeriń a ra an trap, ha kerkent un nebeud bannoł sklźrijenn o tamskediń war ur golo plastik glas. Mat eo, amań 'mań an doser. Tapout a ran krog en ur gador bet troc'holiet gant an dorfedourien, hag azezań warni. Ha setu ma krogan gant ma zaol-furch e-touez pennadoł kazetenn ha lizhiri an doser: un dastumad graet e-pad meur a vloavezh ganin, gant Mawaime ha Kilian diwar-benn Indianed Amerika, re ar Chiapas dreist-holl.. Er penn-kentań e felle deomp sikour familh Mawaime ken, met a-benn ar fin, dre ma kreske an teuliad e oa deuet c'hoant deomp sikour he fobl en he fezh, hag an Indianed all. Buan-ha-buan e taolan ur sell ouzh an titloł bras: "Stourm ar Zapatisted : justis evit an Indianed, kentań annezidi ar vro." "An Chiapas: ur rannvro binvidik hag ur boblańs paour" "The I.M.F. demands and the emergency economic policies impoverish the Indian population." "Naonegezh evit 80% eus Indianed ar Chiapas" "The weapon-for-drugdeal between U.S. president Reagan and Mexican officials" "La lucha de los Zapatistas para sus derechos." "Goulenn grońs a ra ar Zapatistas dilez ar prezidant Carlos Salinas" "Indianed ar Chiapas: lazhet gant an drafikerien dramm pe gant polis kuzh ar gouarnamant." "La polķtica del presidente Carlos Salinas de Gortari: lucha enérgica contra los Zapatistas, y acercamiento a los EE.UU." Setu aze kudennoł spontus. Pa sońjan er pobloł gwasket-se, e gevred Mec'hiko, deuet da vezań estrenien en o bro, reuzeudik, peizanted o labourat douaroł n'int ket dezho zoken, o c'hounit peadra da chom bev, tra ken. Al lodenn vrasań anezho n'o devez na dour, na tredan, na trawalc'h da zebriń. Kaer o devez goulenn ma vo doujet d'o gwirioł, ne vezont ket selaouet. Ha pa vez graet anv anezho eo da "derroristed" e vezont lakaet. Pell amzer on chomet em c'hoazez, an doser war ma barlenn, da sońjal en afer-se. Hag ouzhpenn-se, n'a ket tamm ebet war-raok... An deiz all e oa bet ur vodadeg veur e Mec'hiko e koun an holl Indianed drouklazhet gant an arme... Ha war-lerc'h an teul-mań edo an dorfedourien? Pegeit 'zo int bet amań? Hag e pelec'h emaint bremań? Gwelet on bet ganto, kerkoulz all... Poent din hastań ma revr. Kuzhat a ran an doser e chakod diabarzh ma c'habig. Disońjet em boa ar c'horf e-keit ma oan gant an dielloł-mań. Disońjet ar c'hwez trenk-put. Met en ur zistreiń er sal eo deuet buan din en-dro. Nijet eo ar brini kuit dre ma ne chom kazi tamm kig fresk ebet ken. Na pegen heugus eo an daolenn-mań! Gwellaet eo din koulskoude. Met bec'h 'zo war ma gorre o kuitaat al lec'h milliget-mań memes tra. Dirazon emań ar pellgomzer. Tapout a ran ar grogen, hag hep chom d'en em sońjal re e c'halvan an archerien. "Alo? Liza Keruhel amań! C'hoant 'm eus komz gant ar c'homiser Sanchez. Grit fonnus!" "Ya, diouzhtu." "...Komiser?" "Ya." "Deuit buan! Marv eo Killian! Marv eo Killian! Marv eo! Marv! En e ranndi emaon!" Advac'hań a ran krogen ar pellgomzer, prim. N'eus ken nemet gortoz d'ober bremań. E toull an nor e choman da c'hedal, ma daouarn sanket em godelloł, o klask disońjal ar pezh 'm eus bevet hiziv. N'eus trouz ebet er ranndi, nag er straed. Rivet on, hanter voredet. An nor dal o tigeriń en traoń, chourikerezh ur re votoł-ler gleb war ar c'harreladur, hag ur basadenn raouliet. Trawalc'h da anaout mouezh ar c'homiser. Poent 'vefe dezhań paouez gant ar butun. Setu me dinec'h, disammet ma spered. PENNAD 7 "Ac'hanta, Liza! Petra an diaoul 'zo c'hoarvezet amań?" Sevel a ran, ha mont etrezek ennań. "O! Bennozh Doue deoc'h! Erru oc'h a-benn ar fin!" "E-pelec'h 'mań ar c'horf?" Ul lajad a dremen a-raok din gellet respont dezhań. Skeudenn penn Kilian a zeu ingal war skramm ma malvennoł, da waskań ma spered. Strafuilhet on c'hoazh. "A...a...aze!" Diskouez a ran da Jań-Loui ar c'horf damguzhet a-dreńv ar burev. "Ma, biskoazh...! Ur spont!" eme Jań-Loui, bamet dirak ar c'horf damzebret. "Pegeit 'zo emaoc'h amań?" "Ma, un nebeud munutennoł a-raok pellgomz deoc'h." Lakaat a ra e vanegoł plastik ha mont prim da furchal e tiretennoł an armelioł, er gegin... Sellet a ra dindan an arrebeuri. A-greiz-holl e tegouezh ur strollad tud. Seizh en holl. Unan gantań ur benveg-foto, ur medisin, daou all da glask louc'hoł, merkoł chomet war-lerc'h ar vuntrerien, unan all da gemer notennoł ha daou baotr an ambulańs evit kas ar c'horf ganto. Kement a dud a zo ma 'z eo deuet ar sal da vezań ur gwir varc'had. N' ouzon ket mui e pelec'h lakaat ma c'horf, petra ober. Echu e dro fri-furch gant Jań-Loui e kinnig din mont betek stal Vawaime. A-raok kuitaat an ti e taolan ur sell c'hoazh war gorf Kilian. Dres d'an ampoent, paotr e venveg-foto, diseblant, o trapań skeudennoł anezhań. Pignat a reomp en oto, ur Safran du. "Perak 'oac'h deuet da di Gilian er mintin-mań?" "Met...Ya...! Prestet 'm boa binvioł-livaj da Vawaime. Setu 'm boa bet c'hoant kaout anezho en-dro." "Met n'ez eus netra ganeoc'h?" "Nann... Re drubuilhet on bet gant ar pezh 'm eus gwelet da sońjal enno, da gemer ma binvioł en-dro." Loc'hań a ra ar c'harr-tan. Met, perak 'ta mont d'ar stal? "Ha n'oc'h ket bet o furchal er stal c'hoazh, Komiser Sanchez?" "N'it ket 'ta gant "komiser" ouzhin! Koulz ganin klevet "Jań-Loui"! ...Eo, met un dra bennak 'm eus da ziskouez deoc'h. Gwelet a reoc'h..." Ne c'hell ket bezań an doser, alato! Ganin emań. E santout a ran e godell diabarzh ma c'habig. N'eus forzh penaos, ne oa ket bet graet un eil skouerenn anezhań. Nann, ne c'hell ket bezań an doser! Kredabl-bras eo abalamour d'an doser-se ez eo bet lazhet Mawaime ha Kilian. Ne chom nemedon war hent al lazherien. Piv en deus c'hoant tapout ac'hanomp? Bleiner brein! Gellet 'pije lakaat da vlinker evit treiń a-zehou! Ha n'eo ket graet ar reolennoł evit an archerien ivez? "Ha bleinań a rit, Liza?" "'Ran ket", emezon war an trumm. Treiń a reomp dre ur straed vihan, straed ar Velli. Dirak ar stal e chomomp a-sav. Mont a reomp er-maez eus an oto, ha merzout a ra Jań-Loui diouzhtu eo bet torret ar sielloł 'oa bet lakaet ouzh an nor. Neuze e tenn e bistolenn en ur lavaret din chom a-dreńv dezhań, hep kaozeal. Erru er stal e taoulamm daou zen gwisket e du, bep a gougoul war o fenn. Amzer da Jań-Loui bukań e bistolenn etrezek enno setu int skampet kuit dre dor a-dreńv ar stal. Mont a ra Sanchez d'o heul betek koc'hu Douarnenez, met siwazh, koll a ra anezho e-touez an dud. "Kaoc'h! Tec'het int!" emezań kounnaret, ruz-tan e benn, ar ronkell en e vouezh. Emań bremań o redek etrezek ar burev, dianalet-holl ar butuner kozh anezhań. Sellet a ra e pep lec'h evel pa vefe o klask un dra bennak. "Gast! Deuet int a-benn da zigeriń an armel-greńv!" "Petra 'oa enni?" "Just a-walc'h, c'hoant am boa goulenn ar c'hod diganeoc'h. Met siwazh, re ziwezhat eo bremań. Biken n'he doa Mawaime Malinche graet anv dirazoc'h eus ar pezh 'oa en armel-greńv-se?" "Eo, gouzout a ran e vire enni an holl lizhiri a reseve, kontoł ar stal, brastresoł, ha fotoioł eus he familh. Traoł personel, petra." Goude bezań prederiet e ya Sanchez betek e garr da bellgomz d'e genseurted, evito da zont da glask roudoł. Sellet a ran tro-dro din ouzh ar reuz graet gant al laeron er burev. Mont a ran d'ober un dro dre ar stalig. Livadurioł a bep seurt a zo stag ouzh ar mogerioł: Por' Ru war lod, ha war lod all, gweledvaoł, taolennoł-bro, graet un tamm e pep lec'h e Breizh. Unan eus an taolennoł-se 'zo disheńvel he doare diouzh ar re all: ganin-me eo bet graet. Diaes eo kompren ma zaolenn pa vez sellet outi a-dost. Dav 'vez mont betek fońs ar sal da verzet ez eo un Indianez o tougen ur pod bleunioł. En ur c'hornig eus ar sal, ul livadenn a seblant bezań diechu. Unan eus taolennoł Mawaime eo, skedus, trec'h luc'h al liv glas war al livadurioł all. Sur a-walc'h he doa bet c'hoant da daolenniń an Natur, an Natur a vez ken tost an Indianed outi. Div lodenn a ya d'ober ar stal: en tu dehou e vez miret kement tra a sell ouzh an tresań hag ar c'hizellań: kreionoł-koad, paper a bep seurt liv ha ment, gouaj, plakennoł lino, koad, gomennoł, hag all... Hag en tu all emań ar binviji da livań taolennoł kentoc'h: podadoł livaj, barroł-livań, lien, sternioł. E-kreiz ar sal e oa bet staliet un delwenn en he gwir vent gant Mawaime, unan o tont eus he bro c'henidik, Mec'hiko. Kizellet e oa bet e stumm un delwenn Vaya, ur penn-brezel indian o saludiń e bobl. Degouezhet ar Sanchez er stal da ginnig din mont da zrebiń merenn en un ti krampouezh bennak, war an aod. Dindan dek munutenn omp en em gavet eno. Mont a reomp er-maez eus an oto renket brav dirak an ostaleri. Ha ni e-barzh. Ur sal vras eo, enni un daol-gont dirazomp. Tud a bep seurt, pep a vanne dirak o fri, 'zo o trailhań kaozioł, o c'hoari 'r c'hartoł pe o c'hoari dominoioł. An darn vrasań eus ar re 'zo o komz 'zo tud kozh anezho, o kontań o abadennoł pesketa. Hag an holl re a zo o c'hoari 'c'hartoł pe dominoioł a zo c'hoarzh ha kan ganto. An ostiz, un den tavańjer wenn ha blev berr, 'zo gant e dorch-listri o frotań gwer d'o sec'hiń, hag ouzh o strollań war an daol-gont dirazań. Un eur eo, ha ni o vont da azezań e-kichen an akwariom, ennań ur c'hrank ha meur a besk. Glas-mor eo livet ar mogerioł. Dieub ha disammet en em santan. "E! Mikael! Deus deomp pep a gartenn-bred, mar plij?" "Ya, diouzhtu!" Degouezhout a ra an ostiz, ur paotr kuilh blev druz, gant div gartenn c'hlas. Ma c'hartenn dirazon e c'houlennan digant Jań-Loui : "Alies e vezit o tebriń amań?" "Ya, bep Merc'her da greisteiz." "Ha ya! Ha petra a alioc'h din kemer, neuze?" "Meskl gant chaous dre-an-ti, hag ur banne gwin gwenn choazet gant Mikael, an teuzar!" "Deomp de'i, neuze!" Dek munutenn goude, setu distro an ostiz gant ar gwin hag an daou bladad meskl. A-greiz-holl e c'houlenn Jań-Loui ganin : "Klevet em eus komz eus ar gevredigezh ho poa bet labouret eviti, c'hwi ho tri: te, Mawaime ha Kilian. Daoust ha tud all a zo er gevredigezh-se?" Sell 'ta! Dre te ez a ouzhin bremań! Sabatuet on gant e c'houlenn ouzhpenn, setu ma choman pellik amzer a-raok respont, o klask ar vesklenn 'zo o paouez kouezhań er plad a dre ma bizied: "N'edomp nemet tri e Breizh. Met sikouret e vezomp gant tud o vevań e Mec'hiko. N'eo ket aet ar c'heleier mantrus betek enno evit c'hoazh, sur a-walc'h." "Liammet eo ar muntroł gant ar gevredigezh d'ho sońj?" Dav 'vo din lavaret dezhań pe get? "Ne gredan ket. Ur gevredigezh didrubuilh eo." "Ha petra emaoc'h e sońj ober evit ar gevredigezh?" "Klask a rin mont e darempred gant an Indianed evit gouzout ha labourat pelloc'h a raimp pe ne raimp ket." Derc'hel a ra Jań-Loui gant e c'houlennoł. Echu ganeomp debriń ez on kaset d'ar gźr gantań. Kimiadiń a reomp. Pignat a ran betek ma ranndi, hag amzer din kemer ma dafarioł-kelenn setu ma klevan korn-boud oto Morwenna a gelenn e Lise J.M ar Brizh ganin. Echu ar vakańsoł, plac'h! Nag a draoł 'zo c'hoarvezet abaoe ma oan bet amań evit ar wech ziwezhań! Kerkent ha digoret dor ar sal-glas ganin e tizoloan en-dro aergelc'h trouzus al Lise, ha selloł an holl ouzhin. Sońjal a ran en-dro er pezh am eus gouzańvet en devezhioł tremenet: marv Mawaime, korf Kilian, dibennet ha muturniet euzhus, ha goulennoł iskis Jań-Loui. Krenań a ran. Ne c'hellan ket chom amań. Ret eo din tec'hout alemań. PENNAD 8 Un nebeud devezhioł ehan 'm eus bet. Vad a raio! Hag hiziv 'rankin mont da gaout ar bredelfennour c'hoazh. Ezhomm am eus komz gant unan bennak eus afer ar muntr, gant unan bennak a c'heller fiziout ennań, evit bezań disammet eus ma ranngalon. Ne seblant ket an amzer bezań re domm. Gwelloc'h din lakaat ma mantell. Sellout a ran ouzh ar sal a-raok mont kuit. Un iskis a daolenn on krog da livań aze... Goulenn a ran ouzhin ma-unan petra 'vo pa vo echu ganti. Petra am eus c'hoant da dresań? Forzh penaos, n'eo ket gwall sklaer ma sońjoł em fenn er mareoł-mań. Yen an amzer. Pounner ma c'hammedoł. Gwelloc'h din kerzhet evit aveliń ma sońjoł. Er c'harrdi 'mań ar c'harr. C'hoazh. Aon da vont ma-unan gantań. Pebezh koniri... Setu kleier iliz Ploare o seniń. Dek eur dija. Avel a-benn 'zo e alez ar Faou. A-benn ar fin ez on degouezhet e ti Antoine de la Roche-Marie, bredelfennour eus e vicher, evel m'hel lavar ar blakenn gouevr a-zehou d'an nor-dal. Amań e vezan degemeret evel pa vijen ur vignonez dezhań abaoe pell. Kalzik gwenneien a lezan gantań ivez. A-hed ar bloavezhioł on deuet da anavezout e voazioł dindan eńvor. "Salud, Liza. Mont a ra? Deus tre, deus tre. Azez 'ta, 'vi ket debret!" "Ya, ya mont a ra, ha ganeoc'h?" "N'eus buhez ebet hep kudennoł. Ha bevań 'zo asantiń da gement-mań. Ya, dudi ha poan. Mat, lavar din ar pezh a c'hoarvez ganit, n'eus ket doare vat ganit" Ne ouzan ket re penaos kregiń. Kement a draoł a zo c'hoarvezet din dindan ken nebeut amzer... "Gouzout a rit em boa ur mignon..." "Kilian e anv, 'gav din." "Ya. Mignon Mawaime." "An hini 'oa bet lazhet ar sizhun paseet?" "Ya, met eń en doa kejet ouzh an Ankou dec'h." E-keit m'edon o komz eo pignet an dour em daoulagad. "Hetoł a gengańv ...." "Trugarez." "Un den marv bep sizhun. Un doare boaz e teu da vezań, war a seblant, ordinal... Unan bep sizhun." "E c'hellit c'hoarzhin... Gouzout a rit n'eo ket bet kavet muntrer Mawaime c'hoazh. Setu ma oa deuet din da sońj mont da gaout Kilian, kenkas e ouezfe un dra bennak..." "Marteze e oa eń al lazher?" "N'em eus ket gellet goulenn outań. Pa 'z on degouezhet em eus e gavet astennet war al leur, yen, melen e groc'hen. Tost eo bet din semplań gant an heug..." "Ha neuze? Penaos eo marvet?" "En un doare spontus. Drailhet ha didroc'het a dammoł eo bet, boureviet, jahinet evel gant un den diskiant e vije bet, pe gant gwashań diktatour ar bed. Tammoł kig a oa e pep lec'h, staget e benn ouzh ar c'hrog-mantilli... Ur wech c'hoazh 'oa bet drailhet ma buhez, ha bremań em bo gwallhunvreoł da viken..." "Amań emaon evit ober dit disońjal an traoł-se... Ma 'm eus sońj mat 'poa lavaret din e veze, pe e oa bet feuls gant Mawaime, e vignonez. Marteze eo bet lazhet gant unan bennak eus familh an Indianez?" "Iskis e vefe, n'he doa kar ebet amań." "Ha ne oa ket roudoł, louc'hoł ispisial pe traoł iskis en ti, pa 'z out degouezhet?" "Humm... Nann, nann... Ne gav ket din. Atav em eus gwelet ar pezh-se renket mat, ha gant nebeutoc'h a liv ruz." Keit ha ma respontan dezhań e kavan disheńvel-tre e neuz hiziv, met ken strafuilhet on ma kavan gwelloc'h lavarout an holl draoł 'zo war ma c'houstiańs, da dennań ur bec'h re bounner diwarnon. Sellout a ran tro-dro din. Bras a-walc'h eo ar sal, karrezek, uhel al lein, livadurioł liesliv ouzh ar mogerioł. War an daol-vurev, a-bep-seurt kreionoł, levrioł, hag ur momeder ivez, evit teogiń an dud, d'o lakaat da zispakań aesoc'h ar pezh 'zo e don o askre. Ur wech pe ziv en deus bet implijet anezhań dirazon met ne blij ket din seurt c'hoarielloł... "Ha neuze Liza! Dihun 'ta! N'eo ket poent hunvreal, ti-kloz! Gant petra emaout?" "O sońjal en enseller Jań-Loui Sanchez emaon. Penaos 'ta e c'heller bezań ken diseblant rak ar marv?" "E vicher eo ha setu holl. Met komz din diwar e benn. Peseurt doare den eo?" "Buhezek-tre, leun a startijenn. Dedennet-tre eo gant e vicher ivez, met kriz a-walc'h e seblant bezań, daoust m'en deus neuz un den a-feson." Ne santan mui ennon nerzh-spered da respont dezhań. N'eo ket seurt goulennoł emaon o c'hortoz. Kimiadiń a ran. Goude bezań kuitaet an ti bras e tistroan d'ar gźr. An taol-mań avat e pignan er c'harr-boutin. Plijout a ra din sellet ouzh an dud a vez en-dro din. Ijinań buhezioł, emgavioł, trubuilhoł dezho. Dastum er straed danvez da sevel romantoł, bandennoł-treset, taolennoł. Da bep hini e zoare. Kant bro, kant giz...Peseurt micher he deus houmań? Petra eo anv hennezh? Unan droch sur a-walc'h. Ober goap a blij din ivez. Ar gwellań louzoł a-enep ar boan-spered, 'gav din. Ober goap, ya, ... Hep henn diskouez koulskoude... Paotr brav eo ar bleiner-mań. Memes tra, un druez kaout ur fri evel e hini! Forzh penaos, gant ar vicher a ra... Emaon o chom e eil estaj ur savadur gris ha kozh. Alies-mat ne'z a ket ar saverez en-dro setu ma vez dav din mont gant ar skalieroł. Boas e teuer da vezań. N'eo ket Doue posubl! Sell,ma amezegez, Tereza 'r Floc'h, o tont da'm c'haout. N'em eus ket c'hoant chom da goll amzer gant ar follez-mań! "Aaaaa! Dimezell Keruhel! Pe'ra 'lavar?" "Mat a-walc'h an traoł, ha ganeoc'h?" "Mat-tre, trugarez. Dont 'reoc'h da evań ur banne kafe ganin?" Morse n'he deus bet kinniget din mont en he ranndi, ken ma 'z on souezhet, ha ne gredan ket nac'h. Bihan eo he ranndi, met lous, un druez! Pevar pe pemp kazh a zo aze, pebezh anevaled droch, evel leueoł war ur gourvezvank kozh ha drailhet. Ne blij ket din ar c'hizhier. Ne reont nemet miaoual a-hed an devezh. "Deuit tre, deuit tre. Aze'et amen kost an daol ma vo graet deoc'h ur plasig. Amen 'zo paperioł laou e pep lec'h. Karget 'vez ar voest lizheroł ga'to, pe'ra raoc'h!" "Plantań a ran ane'o en tan kerkent ha tennet eus ar voest. Trawalc'h a zrocherezh 'zo e-giz-se em zi." "O, fi 'voar, me 'blij din seller deus ar skeudennoł. Pa ve'er kozh e' dav o'r 'n dra bennak." Ne c'hell ket paouez da sklakenniń. Dre natur eo d'am sońj, a-viskoazh eo bet hag e vo... Spontet on gant he doareoł ivez. E-kichen ar c'hafe a zo o tommań ez eus ur voestad "Ron-ron", o paouez bezań boulc'het. Un tammig anezhań 'zo laket en ur volenn hag emań bremań Tereza o tańva anezhań ... Rukunus ... Spontus ... Euzhus ... An tamm gwastell 'zo war an daol 'zo gwall iskis he liv hag he c'hwez. Marteze ez eo unan eus ur vro bell? Nann, kouskoude. "Gateau Breton". Aaa, amań ez eus un deiziad: "A consommer de préférence avant: fin Mars 1995. A consommer rapidement aprčs ouverture". Aet eo an hanter anezhań dija (gant ar c'hazh sur a-walc'h,...), setu e seblant bezań mat da zebriń... Met, memes tra... E c'hwezek ha pevar-ugent emaomp! Gris eo ar penn. En ur c'horn anezhań ez eus ur gwele, unan dammheńvel ouzh ar re 'vez kavet er c'hazarnioł. N'ouzon ket penaos e c'hell un den bevań en ur seurt kraoł. Evidon-me avat, ne c'hellfen ket. Just e-tal din, war ur ganastell goloet gant kelaouennoł leun a gaoc'h kelien, un nebeud bleunioł gweńvet ha podoł gwer. Kaotigell... Sukr... Robert... Robert!?! Petra eo an dra-se? Ur seurt ludu gris a zo e-barzh. Marteze ez eo louzaouennoł 'zo 'barzh? Evit debriń e c'hellfe bezań? Sur e tle bezań kozh-Noe. "Hań, dedennet oc'h? Amen 'zo traoł brav, hań?" "A ya, ya." "Fi 'zo 'sellet deus ar ganastell. Ya, Robert. Ma gwaz a voa betek un nebeud bloave'ioł 'zo. C'hoant 'm eus bet da zerc'hen un tańva deus ma gwaz. Ur simbol, pe'ra, met uwe 'vit lakaat war ar c'hig-rost. Ober 'ra ur blaz espar." "Ah..." "Met n'e' ket tout. Dalc'het 'm eus e glopenn. Ya, gwir eo. Tud 'zo a gousk gant oursoł feur, me 'gousk gant penn ma gwaz." "Ya, gwir eo, derc'hel sońj atav..." Paourkaezh plac'h, aet eo kuit gant ar bońbońioł. "Ya, amzer 'm befe da seller deus e glopenn, kar ne gouskan ket gwall yac'h, fi 'voar. Ya, ya, mat, mat. Gout a-walc'h a rit, plac'h, ur wech deuet an oad war gorre an dud e vez diaesoc'h kaout ar c'housk. Ul labous-noz, dres 'gizdoc'h, merc'h, hmm?" Hag e kinnig din ur pezh mousc'hoarzh dizant, he daoulagad krak o wilc'hań gwashoc'h eget a-raok c'hoazh. "Ya, ya, e-giz-se 'mań. Yet ket da grediń on fri-furch, merc'h, met pe'ra 'oac'h aet d'ober e-kreiz an noz un daou zevezh bennak 'zo, hmm? Ur pitaod bennak?" Ha setu dirollet Tereza, re bar he c'hoarzh da bufadennoł un naer, ha glaour o strinkań a-gleiz hag a-zehou war toal an daol dirazi. Ha n'em eus tamm sońj ebet bezań bet er-maez div nozvezh 'zo. Ouzhpenn dezhi bezań pounnerglev eo luch ivez ar paourkaezh maouez.. "Ya, ya", emezon, da sioulaat dezhi un tamm. "Aaa... Dont ra din sońj. Ur beg-e-dog zo bet amen er mintin-mań o klask penn deusoutoc'h. Kalz traoł 'n'eus goulennet diwar ho penn ken na oan ket 'vit respont e holl c'houlennoł. An dra-'e zo drol, hań? 'Maoc'h ket mat gant ar boliserien?" "Nann, nann. Petra en deus goulennet ganeoc'h?" A-greiz-holl he deus an hini gozh broudet an enkrez ennon. Goude an heug rak he doareoł ha rak he gwaz - paourkaezh den! -, setu perak he deus ma fedet amań. Petra a glask ober Sanchez, o tont da welet gwrac'hed kozh? Klask gouzout pere eo ma boazioł, marteze, daoust hag unan da blantań reuz on, pe daoust ha kalz e komzan? Evelato, emichańs n' eo ket bet ar sodez-mań o kontań re a sotonioł. "Ma, deu't voa 'vit goul' penaos oac'h, hag-eń oac'h ur plac'h trankil pe ur vamm-ar-vordell bennak. Me 'm eus ket kredet lavar't kalz traoł. N'e' ket bemdez 'vez gwel't seurt termajioł em zi hag ouzhpenn a nie-int gallet lavar't traoł diwar-benn stad ma ranndi. 'Wechoł 'vez torrioł-revr, f'oar! Setu on chomet da gaozeal gantań war ar pondalez. Ar re-'e 'zo tud da gaout reuz, 'giz ma lavere ma Robert. Met lavar't din 'tań. Pe'ra a peus graet 'vit kaout seurt reuzioł war ho kein? Ar re-'e zo melloł amerdourien, hań!" Goulenn a ran ouzhin ma-unan hag harpań da gomz a c'hello ober un deiz bennak... Ne vez den ebet ganti e-pad an deiz -eürusamant evitań- nemet pa zeu unan e c'hell chom eurvezhioł amań! Iskis eo koulskoude ne vefe ket chomet da zrailhań komzoł gant Jań-Loui! Koulskoude e vez ingal ar fri-ranell-se o spiań an dud e-pad eurvezhioł, n' he deus tra all ebet gwelloc'h d'ober, pe marteze e ra traoł n'int ket gwall sklaer. Ha gant ar pezh 'm eus gwelet amań... "Nann, n'int ket tud fall. Abalamour d'ur wall afer eo, un dra spontus a zo c'hoarvezet ganin." "Hań ya?... O gast, ar c'hafe zo 'virviń!" Ar paourkaezh maouez ne seblant ket bezań asur-tre gant he daouarn. O yeyei... Ale... An hanter war an douar... Forzh penaos ne cheńch ket kalz tra. "Cheeee.....!!!!!" Pebezh hini... Sevel a ran kenkas ez afe da skuilhań tout ar c'hafe warnon. Met nann! O burzhud! Pep tra a ya er skudell! "Sukr a po?" "'M bo ket, trugarez" (aon 'm eus gwelet e pe stad emań ar sukr)."Ya, neuze e oan o lāret... Ha, setu. Marvet, pe pa lavarin mat, drouklazhet eo bet ma daou vignon gwellań en ur sizhun." "( ... )" "Kavout a rae d'an archerien e oa bet graet he stal da'm mignonez gant he faotr. Padal e oa bet kavet marv-yen, lazhet dec'h..." (Diaes eo din komz. ) "Ne c'hell ket bezań un emlazh peogwir e oa dichafrantet euzhus, didroc'het a dammoł...!" "Ooooh! Malevurus! An dra 'e 'zo spontus! Fi 'dle bezań kalonek 'vit gouzańv an dra-'e! 'Peus ket c'hoant da gaout ur banne grog da daoler en ho kafe?" "Nann, mat eo. Kriz eo ma flanedenn memes tra." "Met perak e vez an archerien war ho lerc'h? Kaouet a ra de'o oc'h kiriek?" "Marteze o deus kavet traoł din du-se. N'eo ket souezh ivez, en o zi e vezen reoliek, dre ma oant ma gwellań mignoned. Met, trugarez... N'emaon ket o vont da chom d'ho tirenkań amań." "O, met ne rit ket! Ar c'hontrol!" "Ezhomm 'm eus d'en em sońjal, da vezań un tamm ma-unan bremań." Vad en deus graet din komz. Ganti ha gant ar bredelfennour. Met en ur guitaat he ranndi e teu an aon en-dro. Daoust ha n'eo ket bet ar vuntrerien o tispenn ma roudoł betek amań. Daoust ha n'eo ket me an hini 'vo lazhet kentań tro? Sellet a ran ouzh ar skalieroł... Pignat a ran ganto. PENNAD 9 Emichańs e teuin a-benn da fardań ar c'hig-yar-se giz Bro-Euskadi, evel ma plij kement da'm mamm. Pell 'zo ne 'm eus ket kemeret amzer da geginań, abaoe ar pred diwezhań ma oa bet Kilian ha Mawaļme o tebriń er gźr. Plijadur hon doa bet en nozvezh-se... Sellet a ran ouzh ma eurier: seizh eur dija! Poent eo din kregiń e-barzh e-lec'h chom da hunvreal. Hiziv, er skol zoken, n'on ket bet evit mirout ouzh ma sońjoł da dec'hout kuit. Koulskoude e seblante ar skolidi kaout dudi em c'hentel, met me an hini ne oan ket ganti, ha merzet o deus, sur a-walc'h. Ha gant petra e vezan dedennet er mareoł-mań, n'eus forzh penaos? Livań, pe mont da gaout tud a sikour ac'hanon da sońjal nebeutoc'h en afer. Ha koulskoude, poaniań o klask disońjal a zo sońjal, atav ha bepred. Mat en deus graet Antoine de La Roche-Marie oc'h aliań ac'hanon pediń mamm. Plijadur a raio din kaozeal ganti, abaoe keit-all. Ken dous ha komprenus e vez em c'heńver. Pa oan bihan eo hi c'hoazh a gave an doare da'm frealziń evit kement kudenn 'oa holl. Gwir eo ivez e oamp tostaet kalz an eil ouzh eben da vare marv tad. Kement hon doa gouzańvet hon-div d'ar poent-se. Ma lelliget he doa diwar neuze, evel un digoll da garantez kollet ma zad, kollet da viken, ha dre ma n'he doa den all ebet da leuniań he buhez, den all estregedon... Setu, emań ar c'hig er forn. Ne chom nemet al legumaj da brientiń hag e vo prest ar pred. Marteze 'vije dereat din pediń Jań-Loui Sanchez da zebriń un devezh bennak ivez. Ur paotr fentus e seblant din bezań gant e veg bras hag e zoareoł amjestr. Ouzhpenn-se em befe tro da gomz gantań diwar danvezioł all estreget al labour hag an istorioł kriz a oar. "Pelec'h 'ta 'mań renket ganin ar gontell evit al legumaj?" Digeriń a ran an diretenn, met ne welan roud anezhi e neblec'h, daoust d'he liv flamm. Ha me o furchal un tamm pelloc'h e fońs an diretenn, sur ac'hanon ne 'm boa ket laosket anezhi en dar. Alato!? Da biv eo ar gontell-mań? A-belec'h e teu? Met...n'hec'h anavezan ket! Kemer a ran anezhi, ha treiń-distreiń anezhi e skleur gwenn-distronket ar gouloł neoń a-us d'an dar, gant ar sońj dizoloiń, kompren hec'h istor. A dostoc'h ouzh ma fri e verzan eo lous, gwalc'het fall m'eo bet, posupl-tre. Ne denn ket da roudoł boued, koulskoude. Iskisat tra! Ha roudoł gwad sec'h e vefe? Gwad sec'h!? Gwad chomet da gaoulediń, da gozhań, da sec'hiń e faoutoł bihan an dornell. Gwelet fraezh a ran en-dro skeudenn Kilian astennet en e di. Atav eo bet diaes din gouzańv ar gwad. Penaos e c'hell tud 'zo bezań ken didruez ha diseblant dirak ar boan? Sur-mat eo muntrer Mawaime ha Kilian un den kriz; douetiń a ran en deus graet gant binviji a-feson, a-seurt gant ar gontell lemm laonennet hir-mań. O sellet en-dro ouzh ar gontell e welan un dakennig gwad o tiverań eus ma biz, gouestad, gouestad. Hag ul liamm 'zo etre ar muntroł hag ar gontell lemm 'zo em daouarn? Kerkoulz all eo gant houmań, gant ar gontell wadek-mań en deus graet ar muntrer, ... ha bet eo o tegas anezhi amań a-benn tamall ac'hanon. Met penaos 'ta en deus graet evit dont tre, prennet ma vez an nor ganin bepred? Ha piv eo? Unan a anavezan? Sur-a-walc'h. Met perak bezań klasket lakaat bec'h ar muntroł war ma c'hein, pa oa ken anat ar garantez hol liamme hon-tri. Morse n'em befe gellet ober an disterań poan dezho. Nemet hag ur gemennadenn e vefe a-berzh ar muntrer, da reiń din da c'houzout emań war ma lerc'h ivez, o tenesaat ouzhin bep un tammig, ... ha pa droio en e benn klańv, e teuio ma zro din-me ivez? Met evit pe abeg? Ur c'horfad heug a sav ennon, aon e vefe ar gontellig dister-se an hini he doa distrujet ma Mawaļme garet, an hini he doa troc'het pep roud buhez enni. Hag an abeg nemetań da'm holl boanioł e vefe? Abalamour d'ar gontell-se em befe kollet ar c'hempouez e oan deuet a-benn da gavout abaoe ur frapad amzer a-drugarez d'ur vignoniezh ken kreńv. Ha peoc'h a adkavin un devezh bennak? A-greiz pep kreiz e teuan da sońjal er bellgomzadenn he doa bet Mawaļme, an devezh a-raok he drouklazh, gant Marco Rivera, an hini 'zo e penn hor c'hevredigezh e Mec'hiko. War en doa lavaret hemań e oa bet taget kźriadenn Mawaime gant trafikerien dramm nevez 'zo, kalzik paperioł, dielloł a-bouez a oa aet ganto. Ha gwall ankeniet 'oa he doare en noz-se, pa oa deuet da'm c'haout gant Kilian, ankeniet gant he familh chomet du-hont, gant dazont hor c'hevredigezh, ur gac'hadennig kelien evit kartelioł hollc'halloudus an dramm e gwirionez, met peadra d'o lakaat da rinklań ha da gouezhań marteze. D'he sońj e felle d'ar re-mań diskar hor c'hevredigezh. Daoust ha pouezus eo din savariń diwar-benn an dra-se gant Sanchez? N'eo ket sur. Ha fiziańs a c'hellan kaout ennań c'hoazh? Gant ar pezh eo aet da gontań da Dereza ar Floc'h diwar ma fenn... Hag-eń e ra van bezań dedennet ganin evit tamall ac'hanon pe evit kaout muioc'h a resisadurioł war an afer-se? Iskis e oa Antoine de la Roche-Marie dec'h, selloł iskis en e benn, evel o klask treantiń ma spered, ken n'ouzon ket mui hag un dra vat eo diskuliań traoł re bersonel dezhań, traoł a denn d'an afer-se dreist-holl. "TUUT...TUUT...TUUT...TUUT...." Gast! Disońjet 'm boa e oa chomet ar forn war elum. Devet ar c'hig-yar!! Divizout a ran neuze pellgomz da "CROC TOUT", ur stal a c'heller prenań pizzaioł enni, trawalc'h pellgomz, ha degaset e vezont deoc'h. "Gwelloc'h eo houmań eget an hini gentań. Ha gant lipig eo saourusoc'h c'hoazh!" Atav e vez plijet mamm gant ar spisoł. Ne 'm eus ket keuz da vezań prenet an daou bizza, a-benn ar fin. Petra an diaoul oan oc'h ober evit bezań disońjet ar c'hig-yar? Prederiet gant traoł all sur-a-walc'h. Gant ar gontell moarvat. Petra 'rin gant ar gontell bremań? Tamallet e vin ma vez kavet amań. Arabat eo din he skoachań koulskoude, kenkas e vefe a-bouez evit kavout al lazher: roudoł bizied a c'hellfe bezań warni. Petra ober neuze? Gant piv e c'hellin kaozeal a-zivout ar gavadenn-se? "Beuzet en da sońjoł e seblantez bezań Liza. Ankeniet out gant muntr Mawaime c'hoazh?" "Siwazh! Diaes eo ma freńv gant an darvoud-se bepred. N'on ket evit mirout a sońjal enni..." Ha didrubuilh-kaer e chomo ma mamm ma'z an da zisplegań dezhi ar pezh am eus dizoloet? Degas a ran an dibenn-pred war an daol ha mont da azezań en he c'hichen. "Mamm..." "Mmmh?..." "Un dra chalus 'm eus da lavaret dit..." "Ya, ma merc'h. Prest on da'z skoazellań." "Setu...Pa oan oc'h aozań ar c'hig-yar, bremaik, an hini 'zo chomet da suilhań er fornigell, 'm eus dizoloet un dra souezhus en diretenn. Ur gontell n'anavezan ket a oa enni..." Kenderc'hel a ran da zisplegań doare ma sońj ha ma anken dezhi. A bep ma'z an gant ma istor ez a an enkrez diouzhin. "Liza, kompren mat a ran, n'eo ket aes evidout, ha da anken a gomprenan ivez. Met da'm sońj, gwellań hag onestań tra d'ober 'zo mont da gaout Sanchez, da zisplegań fraezh pep tra dezhań. Bez trec'h war da aon, n'eus tra da rebech dit forzh penaos, ar c'hontrol-bev eo, dańjerus 'vefe derc'hel an holl draoł-se evidout, gouzout mat a ouzez! Ha dav dit anzav eo e labour d'ar Sanchez-se sikour ac'hanout ha diskoulmań ar gudenn. Ne c'hello ket eń kavout ar muntrer ma vank titouroł dezhań." "Ar gwir 'zo ganit, Mamm. Atav ez out bet an hini c'houestań evit aliań ac'hanon." Sevel a ran ha mont da damolodiń e divrec'h mamm. Daoust d'an digenvez a santan abaoe marv Mawaime em eus komprenet e c'hellan derc'hel darempredoł kreńv gant mamm c'hoazh. Pegen frealzus eo bezań etre divrec'h unan a garer kalz. Unnek eur hanter eo. O paouez mont kuit emań mamm. Aaa, mammig, chalet o welet he merc'hig bloaz-ha-tregont dizimez. Evit c'hoazh avat, 'm eus ket kavet, ken diaes eo bet din atav lakaat kemm etre ar wirionez hag ar roll eo techet pep hini ac'hanomp da c'hoari dirak ar re all. Warc'hoazh vintin atav, ez in da gaout Sanchez. Da lavaret gwir em eus bet sońjet aliezik a-walc'h ennań en devezhioł tremenet. Marteze eo abalamour ma'z on gwanaet er mareoł-mań ha ma plij din gouzout ez eus unan bennak em c'hichen gouest da'm c'hompren. Dedennus e seblant ar paotr-se bezań. Diwiskań a ran, mall warnon gourvez war ma gwele da vont gant ar c'housked. Ha dont a rin a-benn da zieubiń ma empenn, da zistegnań ma nervennoł, goude un hir hag ankenius a zevezh? Daoust ha talvezout a ra ar boan din kenderc'hel da vevań ma vez ret gouzańv atav? N'eo ket reizh ar bed-mań! Ha bet eo bet un dro bennak? Deomp-ni da glask e wellaat, marteze. Kavet 'm boa unan am boa darempredoł dispar ganti, asambles e labouremp davet ur pal gwirion. Marteze e vefe mat din kenderc'hel gant ar stourm ken tost da Vawaime. Difenn an Indianed a vefe un doare da zerc'hel koun anezhi. Un eur vintin eo dija, ha n'eo ket deuet an hun c'hoazh. Advevań a ran dizehan darvoudoł poanius ar sizhunvezhioł tremenet. Diaes e vo din adkavout ar peoc'h keit ha ma ne vo ket sklaeraet an traoł ha dizoloet ar muntrer. PENNAD 10 An noz. Dihunet on bet gant ar gozh gwallhunvre-se! Ur wech ouzhpenn... Astenn ma brec'h davet an daolig-noz a ran, a-benn lakaat ar gouloł war enaou. Peder eur vintin eo. Gleb-teil on gant an dour-c'hwez, ha gant an daeroł ivez, moarvat. Hogen, peoc'hus on bremań. N'em eus ket aon ken. Echu gant ar muntroł, Kilian, Mawaime ... kenderc'hel gant ma buhez a rankan ober, studierien 'zo ouzh ma gortoz. Pell 'zo ne oan ket bet ken sioul ... bloavezhioł ha bloavezhioł, n'em eus ket sońj zoken. Echu. Ur barradig aer fresk a santan war ma fas. Disońjet em boa serriń ar prenestr, iskis eo. Sevel a ran ha mont davetań. Morse c'hoazh n'em boa sellet ouzh ar porzh diouzh an noz... Na didrabas!. Marteze n'eo ket ken luziet ar vuhez a-benn ar fin. Trawalc'h leuniań anezhi gant an trevelloł pemdeziek, trawalc'h bevań anezhi. Cheńchet a-grenn aergelc'h ar porzh. Ken trouzus, safarus, bouzarus e kavan anezhań peurvuiań. Hag ur sell all am befe outań? Buan e cheńch an traoł a-benn ar fin, an dud, ar vuhez. Kement a zarvoudoł em buhezig din-me, kement a drubuilhoł ... echu gant se. Ma gwalc'h am eus bet. Ha seder eo ar porzh, seder e-giz ma'z on-me seder. Meur a wech em eus bet livet ar porzh, met gwech ebet en noz betek-henn. Dav 'vefe din klask, aes e teufe an awen din. Livań. Chom a ran da sellet ouzh ma daouarn, binviji marzhus, gouest da sevel ha da zispenn. Gwech ha gwech all e sellan outo a-raok ha goude bezań livet, petra eo ar c'hemm, nemet an daolenn em c'hichen, graet, echu, diavaez din , estren din, n'eo ket mui din. Hag a-greiz pep kreiz e teuan da c'houlenn ouzhin ma-unan ha ganin eo bet kaset an tamm labour-se da benn, ha din eo an daouarn-se, ha me ar vaouez a welan dirazon er melezour diouzh ar mintin, ar vaouez a lavaran sioulik hec'h anv dezhi, e pleg he skouarn, ken estren din a-wechoł hag an daou zorn-se dirazon, o krenań bremań. Fellout a ra din livań, un ezhomm eo zoken. Pa oan plac'hig e kroge ar c'hrenerezh em daouarn a-wechoł, pa zeue c'hoant din tresań, ... goude marv tad dreist-holl. An daolenn. Iskis eo. Bep tro m'en em gavan dirazi e santan ur pistig o kreskiń ennon, evel ur flemmadenn e poull ma c'halon, ur broud o vont da c'hourc'hemenn hag o vleinań, oc'h hentań ma dorn, ma bizļed. Gourc'hemennet e vez al livioł din zoken, gourc'hemennet din gant ... penaos lavaret ... ur vouezh em c'hreizon o lakaat ac'hanon da livań un daolenn n'ouzon ket he ster zoken. Abalamour da betra e talc'han gant ar c'hozh livadur-mań? Gwelet a ran reun ar barr-livań o redek war al lien, buanoc'h-buanań, livioł e-leizh, stummoł o tont war-wel, kenurzh an arlivioł, krommennoł, plegoł, daoublegoł. Ha ma c'halon o taoulammat ambrouget gant ur morzhol o skeiń taolioł ingal em fenn, heńvel ouzh mentadur un eurier, tak, tak, un eurier o vrańsigellat, mentadur un eurier, ur momeder ... UR MOMEDER ...!!! Santout a ran talmad ma gwazhļed, lammoł ma c'halon, ha netra all. Netra nemet ar momeder, livet ganin, hep rat din, dic'houzvez din, war un tamm lien. Perak? Ur momeder hag a denn re vat d'ur momeder all anavezet ganin. Ur momeder a gustum bezań trec'h da'm youl, da'm c'hoant, a gustum sammań ma daoulagad gant un doare latarenn, kas ac'hanon betek an isemskiant, hentań ma sońjoł davet an endonspered, davet ur bed all n'ouzon netra diwar e benn, pe n'am eus ket sońj anezhań ken, o veuziń ma spered er c'housk, en un hunvre, un hunvre dihun ... Momeder Antoine de La Roche-Marie an hini eo, anat eo din, ken anat ... N'hall ket bezań!... ar momeder, me, ar bredelfennour hag ar muntroł ...hag ul liamm a vefe? N'hallan ket krediń! Setu ma teu ur skeudenn war ma spered, war skramm ma daoulagad, evel ur filmig berr o taolenniń muntroł Kilian ha Mawaime, hag ouzh ar voger, trolinenn, skeud ur muntrer, hag a zo ur vuntrerez. Hag ar vuntrerez-se, gwashań tra, a zo he blev a-liv gant ma re, he beg hag he daoulagad rik-ha-rik evel ma re! Ur spont ... ma selloł pizh, difińv, liv an drougļezh enno, kasoni ul lazher didruez. Met petra 'zo c'hoarvezet ganin? ... Piv eo ar muntrer? ... Piv on?!... A-greiz-holl, ar pellgomzer o seniń. Dasseniń a ra diridignadennoł skiltr ar pellgomzer ennon, daskrenus, evel skeudenn divuhez Kilian. Paouez! Tevel a ri?!! Ur barrad fulor o kreskiń ennon, ar fulor am boa dalc'het abaoe ma yaouankiz, o kinnig tarzhań, hag a steuz diouzhin a-daol trumm, lazhet, evel an tan gant al ludu. "Ya?" "Liza?" "Piv eo?" Anavezout a ran ar vouezh-se. Penaos ankounac'haat doare ar vouezh ken dous-se, re zous, n'eo ket naturel ken. Ar vouezh-se, ken dibar, a voug kerkent disfiz an dud hag a c'hounez o fiziańs ken prim all, diouzhtu, betek bezań karet ganto zoken. Met, e gwirionez, n'eus nemet feulster ha drougoni eus liv hoalus ar vouezh-se, korvigelloł gwisket gant poell, kaozioł mel, aloubus. "Liza, te an hini eo?" "Ya, me an hini eo", a vesteodan. "Péndula! Péndula!" a lavar gant ur pouez-mouezh kastilhanek. "Péndula...!" Petra 'c'hoarvez? Petra 'zo? Perak ez a da zistagań ar gerioł-se? Nann! Nann! N'eo ket ...! Tav! Tav! Tav!...Boudinellat a ra ma divskouarn, ur c'horfad aon 'zo krog ennon. Ret e vo din advac'hań, advac'hań ar pellgomzer. Santout a ran ma c'horf o stegnań gant an aon, gant ar spont. Klask a ran huchal a-bouez-penn, met ne zeuan ket a-benn. "Péndula, péndula..." "Nann", a vouslavaran, "nann..." Rinklań a ra an daeroł war ma dremm saouzanet, o klask enebiń hep gellet, hep krediń hen ober, o klask en em zizober diouzh ar vouezh-se c'hwek, ken c'hwek. Mouezh ar bredelfennour, mouezh Antoine de la Roche-Marie... C'hoant 'm eus advac'hań, c'hoant 'm eus... "Péndula!"... Un islonk, goullo a santan oc'h aloubiń ma empenn, ha me o koll sont, o koll sont ... "Radio Douarnenez, ar radio dienkrez. Dek eur eo, ar c'heleier gant Josefin Belbeoc'h. Er mintin-mań eo bet kavet korf ur plac'h yaouank, Liza Keruhel, en he ranndi, straed ar Rozmeur, e Douarnenez. Evit ar mare ne ouezer tra eus an abegoł o deus graet d'ar plac'h yaouank, kelennerez war an Arzoł Kaer e Lise J.M. ar Brizh, mont d'en em zistrujań en noz-mań. Gant un amezegez, an Itron Tereza'r Floc'h eo bet kavet ar c'horf. Diouzh ar pezh a lavar homań e oa klańv Liza Keruhel gant he nervennoł abaoe meur a vloaz. Hervez ar c'homiser Jań-Loui Sanchez e oa bet gwall skoet Liza Keruhel gant marv kriz Mawaime Malinche ha Kilian ar C'horr, mignoned vras dezhi..." Embannadurioł an Hemon - Skolaj Diwan Roparz Hemon - Straed Gay Lussac - 29480 ar Releg Kerhuon - Breizh France