An Ifern Diskennomp holl, kristenien, en ifern da welet Ar gwanerezh estlammus eus an eneoù daonet Hag a zo dre wir Doue dalc'het e-barzh an tan, O vezañ graet gwallzispign eus e c'hras er bed-mañ. An Ifern 'zo un toull don leun a deñvalijenn, E-lec'h ne weler morse bihanañ skletijenn, An norioù 'zo bet sarret ha prennet gant Doue, Ha n'o digoro biken; kollet eo an alc'houe! Ur forn c'horet er bed-mañ ne deo nemet moged, E-keñver tan an ifern, tan eneoù daonet, Gwell e ve deviñ enni ac'han da fin ar bed Eget bezañ en Ifern e-pad un eur gwanet. Yudal 'reont a-bouez-penn, evel chas kounnaret; Ne ouzont pelec'h tec'het, pep lec'h ez int losket; An tan 'zo war o gorre; an tan 'zo dindano, An tan 'zo a bep kostez hag o devo ato. Ar mab a lamm gant an tad, hag ar verc'h gant he mamm, D'o stlejañ, gant mil mallozh, dre o blev, 'kreiz ar flamm. "Mallozh deoc'h, gwreg dïanket, hag hoc'h eus hon ganet: Mallozh deoc'h, tad didalvez, kiriek oc'h omp daonet!" O magadurezh a vo da viken gant Satan, Kaezour an dragoned, e-touez ar gwazhioù tan; Ha da evaj o daeloù, hag a vezo mesket Gant mil ha mil seurt viltañs ha gwad an touseged. Ha kignet 'vo o c'hroc'hen, hag o c'hig difreuzet, Gant beg an naered-gwiber, ha gant dent an diaouled, Hag en tan e vo ruilhet o c'hig hag o eskern, Evit ma tevo kreñvoc'h 'r forn vras eus an Ifern. Goude ma vezint laosket ur boutadig en tan, E vint taolet en ul lenn leun a skorn gant Satan, Hag eus al lenn adarre 'barzh an tan 'vint taolet Hag eus an tan 'barzh an dour, 'vel al loc'h-houarn go'ellet. neuze 'teuint da ouelañ, da ouelañ gant enkrez: "Ho pet ouzhomp, ma Doue, ho pet ouzhomp truez!" Hogen en aner 'ouelint: rak tra 'pado Doue E pado o ankenioù hag o enkrez ive. Ken taer e vezo an tan o lesko en Ifern, Ma teuy ar mel da virviñ, penn-da-benn d'o eskern, Seul vui 'c'houlennint truez, seul vui e vint gwanet; Kaer o devezo yudal, lesket e vint bepred. An tan-se a zo c'hwezhet dre vuanegezh Doue, Ha n'hellfe ket her lazhañ zoken pa het c'harfe; Biken ne daolo moged, ha biken ne zevo, Hep ehanañ d'o leskiñ, biken n'o distrujo