Kroaz an Hent Evnig a gan er c'hoad uhel, Ha melenig e zivaskell; E galonig ruz, e benn glas; Evnig a gan 'beg ar we'enn vras. Abredig-mat eo diskennet War lezenn treuzoù hon oaled, Keit ha ma oan gant ma fater: "Evnig mat, petra z glaskec'h?" Kement a c'herioù 'n deus laret, Ma'z eus rozennoù er boched: "Kemeret un dous, va mignon, A lakay laouen ho kalon." Gwelet em eus 'tal kroaz an hent, Dilun, ar plac'h evel ar sent; Me 'yey disul d'an oferenn, Hag he gwelin war an dachenn. "Mañ he daoulagad en he fenn Sklaeroc'h eget dour er werenn, Hag he dentigoù naet ha gwenn, 'Zo kaeroc'h eget perlezenn. He daou zorn hag he divjod ru, Gwennoc'h eget laezh er pod du; Ya! mar he gwelfec'h, va mignon, Laouen e teufe ho kalon. Pa'm befe kement a vil skoed, Hag en deus markiz Pontkaleg; Ha pa'm befe ur vengleuz aour, Ma n'eum eus ar plac'h me 'zo paour. Na pa savje war dreuz hon nour, E-lec'h raden glas, bleunioù aour ; Na pa savjent leizh ma lïorzh, Ma n'em eus ma dous, ne ran forzh. Kement tra 'n deus e lezenn ret; An dour eus ar feunteun a red, An dour, 'ya d'an traoñ, d'an izel, An tan d'an neñv ha d'an uhel; Ar goulm a c'houll un neizhig klouz, Ar c'horf maro a c'houll ar fouz, Hag an ene ar baradouz, Ha me ho kalonig, va dous. Me a yelo pep Lun vintin, Da groaz an hent, war ma daoulin ; Me a yelo d'ar groaz nevez, Alabamour d'am c'harantez.