Melezourioù arc'hant Seleuet holl, o! seleuet! Ur sonig nevez 'zou savet. Ar Varc'haïd doc'h Kerglujar, Propikañ plac'h oa ar en douar. Hag he mamm a lare dezhi: "Marc'haïd kaezh, koantik oc'h-c'hwi!" "Ha petrak 'vern dein bout ken brav, Pa n'em dimezet ket atav? Pa vez deut an avalenn ru, Ret eo he c'hutuilhein doc'htu ! Kou'ein 'ra doc'h er we'enn an aval: Ma n'hen kutuilher, 'ya da fall." "Me merc'hig, en em gonfortet, A-benn ur ble e vec'h dime'et." "Ha ma varvan a-raok ur ble ?... C'hwi 'po glac'har vras goude-se! Ma varvan-me a-raok ur ble, Me laket en ur bez neve. Laket tri bouked ar me be, Unan a roz, daou a lore. Pa zeuy ar gloer ag er vered E kemerint bep ur bouked, Hag e larint 'n eil d'egile: - Setu ut plac'h yeuank ame Hag a zou maro en hi c'hoant, De zougen miroereu argant. - Ar an hent bras kent me laket, Kloc'h aveidon ne sono ket; Kloc'h ar en douar ne sono ket, Beleg d'am c'herc'het ne zeuy ket."