SALM 2 Olevad an Aotrou 1 Perak e fourgas ar broadoł, emań ar pobloł gant prederioł didalvez 2 En em sevel a ra rouaned an douar, hag ar brińsed a guzhuta a-gevret, enep an Aotrou hag enep e Olevad : "Drailhomp o hualoł ! taolomp diouzhimp o naskoł !" 4 an Hini azezet en neńvoł a c'hoarzh, an Aotrou a ra goap anezho. 5 A-dal ma komz outo gant konnar, gant buanegezh, e vezont spontet gantań : 6 "Me am eus olevet va roue war Sion, ma menez santel". 7 An Aotrou en deus lavaret din : "Va mab out-te, hiziv em eus da engehentet. 8 Goulenn ouzhin, hag e roin ar pobloł en herezh dit, hag e vo ez tomani holl zibennoł an douar. 9 Paskań ar pobloł a ri gant ur vazh houarn, evel listri ur poder o freuziń" 10 Ha bremań, rouaned, furait ! bezit kenteliet, barnerion an douar ! 11 Servijit an Aotrou gant spont, gant levenez, met gant doujańs ! 12 Pokit d'ar mab, gant aon na gonnarfe, ha na golfec'h hoc'h hent, ma entanfe an nebeutań e gonnar. Evuruz ar re a fizia ennań !