Seiziz Gwengamp "Porzhier, digoret an nor-mań! An aotrou Roc'han 'zo amań, Ha daouzek mil soudard gantań. Da lakaat seiz war Wengamp" "An nor-mań ne vo digoret Na deoc'h na da zen all ebet, Ken na laro 'n dugez Anna, A zo mestrez war ar gźr-ma." "Digoret 'vo ar perzhier-mań D'ar prińs diwirion 'zo amań, Ha daouzek mil soudard gantań. Da lakaat seiz war Wengamp" "Va dorioł a zo morailhet, Va mogerioł 'zo kreńvaet, Fae 've ganin ouzh o c'hlevet; Gwengamp ne vo ket kemeret. Na pa vent triwec'h miz aze, Ne ve ket kemeret gante; Kargetho kanol; poan ha bec'h! Ha gwelomp piv en devo nec'h!" "Tregont bolod a zo amań, Tregont bolod 'vit e gargań; Poultr ne vank, na plom tamm ebet, Na staen da ober kenneubet." Tra m'edo 'tistroiń ha 'pignet, Gant un tenn poultr gwenn 'voe tizhet, Gant un tenn poultr demeus ar c'hamp, Gant un den anvet Gwazgaram. 'N dugez Anna a lavare Da wreg ar c'hanolier neuze: "Aotrou Doue! Petra 'vo graet? Setu ho prīed paour tizhet!" "Na pa ve ma frīed maro, Ma 'rafe ma-un en e dro! Hag e ganol, me e gargo, Tan ha kurun! ha ni 'welo!" 'Oa ket he ger peurachuet, Ar mogerioł 'zo bet freuzet, Ar norioł a zo bet torret; Ha leun ar gźr a soudarded. "Deoc'h, soudarded, ar merc'hed koant, Ha din an aour hag an argant, Hag holl deńzorioł kźr Wengamp, Hag ouzhpenn ar gźr hec'h-unan!" 'N dugez Anna en em strinkas War he daoulin, pa e glevas; "Itron Varia Gwir Sikour, Ma plijfe ganeoc'h, hor sikour!" 'N dugez Anna 'dal ma klevas, 'Trezek an iliz a redas, Ha war he daouliń 'n em stouas, Ha war an douar yan ha noazh: "Ha c'hwi 'garfe, gwerc'hez Vari, Gwelet ho ti da varchosi, Ha sakristiri da gav gwin, Hoc'h aoter vras da daol kegin?" Ne oa ket peurlavaret he ger, Ma teuas ur spont bras e kźr; Gant un tenn kanol oa laosket Ha nav c'hant den a oa lazhet; Ha gant ar strak an euzhusań, Ha gant an tļer o krenań; Ha gant son vrall an holl gleier, O seniń o-unan e kźr. "Floc'hig, floc'hig, floc'hig bihan, Te 'zo prim, ha skańv ha buan, Kae timat da veg an tour plat, Da ch'out piv 'zo o vrańsellat. Ouzh da gostez 'zo ur c'hleze, Mar kavez 'n den bennak aze, Mar kavez 'n den bennak o son, Plant da gleze en e galon!" O vont d'al laez, eń a gane, O tont d'an traoń, eń a grene; " 'beg an tour plat edon-me bet, Ha den ebet n'em eus gwelet; Ha den eno n'em eus gwelet, Nemet ar Werc'hez venniget, Ar Werc'hez hag he mab, avat, 'R re-se a zo o vrańsellat." Ar prińs diwirion 'lavare D'e soudarded, pa e gleve: "Sternomp hor c'hezeg, ha d'an hent! Ha laoskomp o zier gant ar sent!"