"Skridvarnerez" DANVEZ AL LEOR Roparz, Jakez hag o diskibien. 43 bennad a skridvarnerez. - Brest : Ar Skol Vrezoneg, 1993. - 248 p. ISBN : 2-906373-31-1. Kaer a zo, ar re a lenn hag a skriv brezoneg a zo oll levezonet en deiz a hirio gand skol Walarn, hag e mod pe vod e heller ober euz an oll skrivagnerien diskibien da Roparz Hemon, da Jakez Riou pe da Youenn Drezen. Med n'eo ekt evid se eo dleet d'an oll kaoud ar memez kredennou. Doareou disheńvel da skriva a zo. Doareou disheńvel ive da weled al lennegez ha d'ober gand ar yez. Splann e vo an dra d'an neb a lenno an dastumad-mań. Skridvarn - pe burutellad - n'eo nag abegi na pismiga. N'eo ket dispenn kennebeud. Ze ne vir ket ouz ar skridvarner da zisklęria e breferańsou ha da zibab. Sed ar pez o-deus greet skridvarnerien v/Brud ha Brud Nevez, e-pad eun tregont vloaz bennag. Ha kignad o-deus kredet ober ive a-wechou... Daoust ha tabuterez eo euz o ferz ? Hiniennou a gave dezo, hag a oa prest da skrijal. E gwirionez, al leor-mań a zo anezań eun daolenn reiz ha dibistig euz lennegez vrezoneg on amzer. Ha setu perag e talvezo da gement hini a zo dedennet d'en em zońjal war ar pez ez eo ha war ar pez a vo. Ouspenn 40 skrivagner a studier amań o skridou : Roparz Hemon ha Jakez Riou, Anjula Duval ha Youenn Gwernig, Per-Jakez Helias ha Ronan Huon, Mab an Dig ha Visant Seite, Goulc'han Kervella ha Yann Gerven, Mikael Madeg ha Fańch Peru... Ar re o-deus savet ar pennadou : Chanig Ar Gall, Charlez Ar Gall, Gweltaz Bernier, F. Broudic, F. Danno, F. Falc'hun, Naig Foutouilleg, P.J. Helias, M. Madeg, P.M. Mevel, Y. Miossec, J. Rannou, K. Riou, N. Rozmor, J. Salaun. 10 euz ar pennadou a zo bet savet gand F. Broudig, hag emaint diwar-benn : Tudual Huon, Jakez Konan, Didrouz, Fańch Peru, Y.V. Kerwerc'hez, Kristian Brisson, Loeiz Ar Floc'h-Stourmer, Visant Seite, "Asteriks" e brezoneg. TAOLENN AL LEOR A. ar Merser : Raglavar SKRIDVARNEREZ 1. F. Broudic : Pemp bloaveziad a bennadou barn BARZONEGOU 2.Chanig ar Gall : Evel ma vije red beza greet traou dreist 3. P.M. mevel : Awen hag ijin, menoziou ha trivliadennou. 4. P.M. Mevel : Mein du o skedi e-kreiz an noz. 5. P.M. Mevel : Distagella an teod ha dizoloi ar bed 6. J. Salaun : En ano ar garantez 7. P.M. Mevel : Beaj an den o klask ster ar vuhez DANEVELLOU 8. Per-Jakez Helias : Seiz melezour Jakez Riou 9. F. Broudic : Kreîiv ha tenval 10. J. Salaun : Eur bed o vervel, hag unan all o tiwan 11. F. Broudic : Diwar goust techou bihan an dud 12. J. Salaun : Eur Serj Gainsbourg brezoneger ? 13. J. Salaun : Dięzter-beva 14. F. Broudic : Tud a urz vad 15. Y. Miossec : Mad ken nemed d'ar vugale ? 16. F. Broudic : Blaz ar wirionez 17. Mikael Madeg : Nerz ar skridou, ehonder ar weledigez ROMANCHOU 18. Naig Foutoullieg : Leun a zaîitimafichou mad 19. P. M. Mevel : Eur romant re bobleg ? 20. P. M. Mevel : An dristidigez kuzet dindan ar c'hoarz 21. F. Broudic : Enoeüz ha displijuz 22. K. Riou : Lorh, kasoni, poan... hag ar vro chelgenn 23. F. Broudic : Kildroiajou a glask 24. Mikael Madeg : Eun hanter gloareg bennag PEZIOU-C'HOARI 25. F. Falc'hun : Evid ankounac'haad glahar ar bed 26. Per-Jakez Helias : Hag anaoud mad a rit Nomenoe ? ENVORENNOU 27. J. Rannou : Diwar-benn darvoudou 'zo bet c'hoarvezet e Breiz deuz 1940 da 1944 28. P. M. Mevel : Eul lagad lemm hag eun tamm fent 29. Naig Rozmor : Kudenn nemeti ar paour 30. P.M. Mevel : Eun drohadenn euz ar vuhez 31. F. Broudic : Ar stad a boanier e kęr 32. F. Broudic : Tud ken reiz hag o hezeg 33.Charlez ar Gall : Etre eul revenez diroll hag eur strafuill du A BEB SEURT 34. F. Broudic : Dilennabl ! 35. J. Salaun : Treuzviezadennou ? KANVOU 36. P.J. Helias : Eur Jarl Priel bennag 37. P.J. Helias : Noter Gwezeg 38. P.M. Mevel : Eun den dieub 39. P.M. Mevel : E bluenn a nije war ar paper 40. Gweltaz Bernier : Brer en dud uvel ha peur 41. N. Rozmor : Ar varzoniez a zeve he nozveziou 42. F. Danno : Anjela ar hanaouennou 43. Charlez ar Gall : Stourmer ha skrivagner FANCH PERU Fanch PERU : Ur c'huzhiad avalou douss-trenk. Emb. Skol Vreizh. Feiz 'vad, sed amań eul leorig hag a zo bet kavet dezań eun titr hag a zere mad outań : Ur C'huzhiad avaloů douss-trenk. Kinniget int evel kontadennou ha danevellou berr, hag eh int. N'eus nemed deg oh ober al leor, sed pa ne ra al leor nemed 80 pajenn, pa 'h eo a vent vihan ha pa 'h eo braz al lizerennou e-barz (lizerennou mekanik-da-skriva int), ne vez ket gwall-bell an nen o lonka an eil war-lerh eben euz an danevellou. Douget e vez d'hen ober, ouspenn-ze, pa zo danvez ha stumm gand ar re genta. Istor eur micherour koad hag a larer dezań eur zadornvez da noz, p'eo achu e zizun, n'eus ket a labour dezań ken. Trubuillou ha poaniou-spered ar re veo o tond da dorri e benn d'an den -e karg euz bered Langaer. Gwall-blanedenn an hini ne felle ket dezań mond d'an ospital. Sed aze teir danevell, da zigori al leor, ha a ro dezań e dalvoudegez, gand just ar pez a zo ezomrn a zivizou hag eun daolenn reiz euz an darvoudou, evid ma vefe war bep hini anezo blaz ar wirionez (...). TUDUAL HUON Tudual HUON : Ar chalboter hunvreou. Emb. Al Liamm. (...) Rag an dud a zo bet treset gand T. Huon en e gontadennou n'int ket tud hlan. Evel a skrive Y.B. Piriou e leh all, pri ha teil a zo warno, ha kaoh ive, respet deoh. A-benn ar fin, echui fall eo a ra an danevellou meur a wech. Ha teńval int. Hen gweled mad a reer er pennad e-neus savet war-lerh al lano du (daoust hag eun danevell pe eur varzoneg eo ?) : "ne vo dasorhidigez ebed, emezań, n'eo nemed skraperez ha laerońsi, gaou ha koumoul..." Eul leor teńval, marteze, ya, ha koulskoude eul leor a fiziańs, en eur stumm. Rag eur goapaer a zo ive euz ar skrivagner, ha yahuz eo aliez e feson d'ober goap. An taol e-neus zoken da lakaad al lenner da hoarzin pe da fenti diwar-goust hini pe hini. Ken yahuz all eo ar brezoneg ma ra gantan Tudual Huon. Eur wechig an amzer hepken e kaver dihortoz an implij a ra euz geriou 'zo. A-hend-all avad, e oar eń kaoud ar ger just, dibab mad e heriou, ober gand eun dro-lavar hweg. Goud a oar skriva, se zo sur (...). VISANT SEITE Visant SEITE : Ar marh reiz. E Bro-Leon gwechall. Skeudennou gand Joel-Jim Sevellec. Emb. Emgleo Breiz. (...) Gand peb tra e oa plijet Visantig ez-yaouank war ar męz, gand labour an douar, gand al labouriou-dorn, gand an troha foenn, gand ar beilladegou... Euruz e oa an dud: "den ne glemme, digemeret e veze ar vuhez evel ma teue... Eun tamm mizer ne rea ket d'an dud en em zistruja evel bremań"... An tad Medar ne lavare netra all en e "Dri Aotrou". Eveltań e skriv ive Visant Seite eo ar feiz a zikoure an oll da zerhel penn, ha da houzańv pa veze red : "ar Feiz a roe nerz". Nag a ziforh daoust da ze etre an daou leor, n'eo ket prest e vefe warno ar memez blaz. Dre ar munud, e-neus kontet an tad kabusin peseurt daremprejou a oa e penn kenta ar hantved etre aotrounez eur barrez (an Aotrou Maner, an Aotrou Person hag... an Aotrou Doue), peseurt daremprejou a zujidigez ive etrezo ha tud ar barrez. Muioh a evez e-neus taolet ar frer euz urz Ploermel ouz an natur, ouz kaerder al labouriou hag an doareou war ar męz, ha nebeutoh ouz ar pez a zońje an dud hag ouz an daremprejou etrezo. Eur bed dififiv a-walh e-neus taolennet, unan ha ne zeblant ket e vefe bet ennań aliez abeg da galz a zisplijadur, eur bed didrubuill, gand nebeud a veh ha nebeud a grogadou, da weled, etre an dud. Ken reiz e oa an dud hag o hezeg (...).