Son ar Daol - O Itron Varïa Blevin! Diouzh an noz ha diouzh ar mintin, Ha diouzh ar mintin pa savan, Siminal ma dous a welan; Moged siminal ma dous koant A ra din-me kalzik a boan. Ret eo din mont betek he zi, Evit komz ur wech c'hoazh outi - Loeizaïg Alan a gane 'Vont gant he saout, ar mintin-se; 'Vont gant he saout d'ar park neve, Loeizaïg Alan 'gane gae. Troñset ganti he joblinenn; Glas he lagad, he blev melen, He jod ruz evel bleuñ skav-gwrac'h; Ha galanted a zistaol rac'h. War ar bazenn e oa pignet Da zigor ar gloued d'he loened, Pa welas Piarig, he mignon, 'Tont gant an hent 'trezek an traoñ. (Piarig) Ma dousig koant, pa aen d'ho ti 'Vit ho koulenn da zimeziñ, Roet-hu din-me ur respont vat, 'Vel 'reas gwechall ho mamm d'ho tad. (Loeizaig) Respont a rin deoc'h den yaouank, Pa c'houlet ker soupl ha ker koant; Ne fell din laret gaou ebet, A-benn diriaou eo ma eured. Tro ma c'hêr-me, war an dachenn, Ez eus ganin micherourien Oc'h ober taolioù, skabelloù, Da reiñ d'am zud a-benn diriaou; A-benn diriaou eo ma eured; Re ziwezhat emaoc'h degoue'et, Hag unan all en deus hadet, Em liorzh bleuñ ar garanted. (Piarig) Ganin-me hadet e oa bet, Ha c'hwi hoc'h eus hen displantet, Ha setu eñ bremañ sec'het, Hogen ma c'halon n'emañ ket; Ho karout a ran koulskoude, Ennoc'h e soñjan noz ha de, Hoc'h alan, dre toull an alc'houe, A zeu d'am dihun em gwele. Hanter-kant nozvezh emaon bet, 'Toullig ho tor, ne ouiec'h ket, Ar glav, an avel o m' filat, Ken 'vere dour diouzh ma dilhad. Tri re votoù em eus uzet Ma dous, ouzh ho tarempredet; Setu me gant ar pevare, C'Hoazh n'ouzon ket ma digare. (Loeizaig) Gout ho tigare ma fell deoc'h, Selaouet mat, m'hel laro d'ho ti; Kemer't unan hep distroiñ mui! - Ha Piarig da zistroiñ en-dro Ker kablus evel ar maro: -Bezo am boa soñj da gaouet, Ha padal kelvez am eus bet. -