Son ar Newsgroup -------------------------------------------------------------------------------- Savet ganin evit krouidigezh ar Newsgroup soc.culture.breton war Internet. (war un ton a blijo deoc'h) N'eus ket ken met teir sizhun, War rouanez 'r rouedadoł, 'tigouezhas un tarzh-kurun. S'tu ganet ar Newsgroup. Ur votadenn a oa bet, 'vit ma vo krouet 'n'hań, Ha biskoazh den n'eus gwelet Un trec'h evel hemań. Deus a beb korn eus ar bed, tud, Breizh kar o c'halon, A savas holl a-gevred 'vit soc culture breton. Bremań tu 'zo da gaozeal War a bep seurt traoł ; Ha memes da huńvreal 'n ur skrivań hor sońjoł. N'ho-po nemet da c'houlenn, An dud a responto. Rak emań pephini o lenn, War an douar tro-dro. Forzh petra '-po da larout, Internet a gaso. Forzh petra '-po da c'houzout, Internet a zegaso. E-mesk an dud a gaver, Tud gouiziek, tud iskis, Unan 'nehe eo Arzvael 'zo 'chom 'kichenn Pariz. Hennezh 'zo ur paotr eston, Roue nevez ar Gelted, 'gred n'eus Bretoned gwirion, 'met '-kostez Langonned. Hennez a oar mard oc'h-c'hwi Dellezek pe n'oc'h ket, Da vout 'tre 'n dilennidi 'zo ar wir Vretoned. Hennezh a ra doueezed, Deus ar feunteunioł kozh ; Ha d'an nen n'asanto ket, Teurel a ray mil mallozh. Gweloud 'ra Gallaoued partout, Betek kalon ar Vro. Dre chańs eń 'ouio mirout Eńvor hon hendadoł. Hag ur penn kalet en-neus. Siwazh 'vit ar re all ! Atav e tegas e reuz, 'vel ur c'hi o harzhal. Deuit ganeomp war ar Newsgroup, Ul lec'h deus ar re wellań. Plijadur 'zo da gaout, P'emań Arzvael ennań !