Les 90 termes bancaires en langue bretonne [ Brezhoneg. Français Brezhoneg 5 dernières opérations 5 oberiadenn ziwezhañ Actions Kevrannoù Agios Agioioù Autre montant Sammad all Avec talon Gant seulenn Banque Bank Billet Bilhed Billet à ordre Lizher-anzav Capital Kevala Carte bancaire Kartenn-vank Carte bleue Kartenn c'hlas Cette opération est impossible N'eus ket eus an oberiadenn-se Change Eskemm Chèque Chekenn Chèquier Chekennaoueg Choisissez une opération Dibabit un oberiadenn Choisissez votre type de chéquier Dibabit doare ho chekennaoueg Code confidentiel Kod kuzh Commande chéquier Urzhiañ ur chekennaoueg Commission sur change Arvuziad war an eskemm Compte bancaire Kont-vank Compte d'épargne Kont-espern Compte-titres Kont-teulioù Consultations des soldes Sellet ouzh ar menteladoù Crédit Kred Créditeur Kredour / Kredek Débit Dle Débiteur Dleour / Dleek Découvert Dibourveziad / Dibourvez Demande de prélèvement Goulenn lemel Demande de renouvellement Goulenn adneveziñ Dépôt Fiziad Dépôt de chèques Fiziad chekennoù Dépôt en espèces Fiziad arc'hant dizolo Dette Dle Devise Teulenn Distributeur automatique Bilhedaouer emgefre Echéancier Dareviadur Emprunt Amprest Epargne Espern Etre à découvert Bezañ dibourvez e gont Fonds communs de placement Fontoù postañ a-stroll Guichet Dorikell Hors service Sac'het Indiquez le type de votre dépôt Menegit doare ho fiziad Insérez votre carte Lakait ho kartenn e-barzh Intérêts Kampi Livret Levrig Livret d'épargne Levrig-espern Monnaie Moneiz Non Nann / Ket Obligations Endalc'hennoù Opération Oberiadenn Opération annulée à votre demande Oberiadenn nullet diwar ho koulenn Opération bancaire Oberiadenn-vank Opération financière Oberiadenn-arc'hant Oui Ya Payer en espèces Paeañ gant arc'hant dizolo Pièces de monnaie Pezhioù-moneiz Placement Postadenn Placement financier Postadenn-arc'hant Prélèvement Lamadenn Prêt Prest R.I.B. DAB Retirer de l'argent Tennañ arc'hant Retrait Tennadenn Retrait automatique Tennadenn emgefre Retrait d'argent Tennadenn arc'hant Retrait express Tennadenn brim Retrait sur Livret Tennadenn eus ul Levrig Sans talon Hep seulenn Sinon reprenez votre carte A-hend-all, adkemerit ho kartenn Solde Mentelad Sous Dindan Taux Feur Taux d'emprunt Feur-amprestañ Traite Lizher-tennañ Versement Paeamant Veuillez choisir le compte à débiter Dibabit ar gont da zleekaat mar plij Veuillez choisir votre compte Dibabit ho kont mar plij Veuillez entrer votre code confidentiel Grit ho kod kuzh mar plij Veuillez patienter quelques instants Gortozit un tamm mar plij Veuillez reprendre votre carte Adkemerit ho kartenn mar plij Virement Treuzkasadenn Voulez-vous faire d'autres opérations Oberiadennoù all ? Voulez-vous le ticket de votre consultation Tiked ho selladenn ho po ? BREZHONEG EN TI-BANK DIOUZHTU 1 -Palioù ar raktres Bemdez e vez implijet ar bilhedaouerioù gant an holl. Abaoe un neubeud bloavezhioù c'hoazh ez eus bilhedaouerioù divyezhek en Euskadi. Souezhus eo n'eo ket bet kroget gant bank ebet d'ober heñvel amañ e Breizh. 88 % eus an dud bet goulennataet e Breizh en ur sontadur nevez 'zo o deus c'hoant e vefe savetaeet ar brezhoneg. Gant ar berzh a ra seurt sontadurioù eo mantrus gwelet n'eus ket ti-bank ebet o klask mont war-raok war ar poent-se. D'hor soñj eo a-bouez bras mont davet an tiez-bank da aozañ obererezhioù arouezius da vont buan war-raok ma fell deomp gwelet ar brezhoneg bezañ muioc'h war wel er vuhez foran, pezh zo un dra ret. Diwar-se eo deut ar mennozh sevel ar raktres EURO BREMAÑ. 2 - Petra zo bet graet gant NHU ? Prantad kentañ ar raktres a oa gouzout hag e savfe diaesterioù teknikel diwarnañ. Gant ar pezh a ouzomp ne sav kudenn deknikel ebet pa vez lakaet ur yezh ouzhpenn war ar bilhedaouerioù, e-keñver argant pe e-keñver an dud a labour gant ar binviji-se. Ouzhpenn e ouzer e vo graet kalz labourioù da lakaat ar bilhedaouerioù da glotañ gant an Euro. Dav eo lavaret neuze eo un digarez brav da lakaat ar brezhoneg war wel. Goude-se eo aet Ni Hon Unan en darempred gant kargidi kefioù rannvroel tiez-bank Breizh. N'o deus ket respontet sklaer na graet gouestloù war ar c'hraf-se. Neuze e ranker kizidikaat an dud war an dachenn. Ur sinadeg zo abaoe ar 1añ a viz Du 1999 da c'houlenn e vefe lakaet e plas bilhedaouerioù divyezhek. Miliadoù a begsunioù zo bremañ e Breizh un tammig e pep lec'h. Kizidikaet e vez diaspora Breizh gant ul lec'hienn Internet. Prientet hon eus follennoù evit ar sinadeg ha 5000 pegsun « Brezhoneg en ti-bank diouzhtu », a c'helloc'h goulenn EVIT NETRA o kas ul lizher deomp, pe o tont en darempred ganeomp dre e-mail : nhu@cybergal.com 3 - Deiziataer Kaset e vo en-dro an traoù adalek ar 1añ a viz Kerzu 1999. Dastum a raint ar sinadegoù etre miz Kerzu 1999 ha miz Gouere 2000 da zont a-benn da gontañ anezho dirak an holl e miz Gouere 2000. Emgav a roomp d'an holl gevredigezhioù o do graet bruderezh evit ar sinadeg da zont ganeomp da gontañ an niver a sinadurioù vo bet. D'ar poent-se an hini e vo an aesañ da gavout pouez er bankoù. 4 - Deoc'h da gemer perzh ! Tu zo da sinañ ar sinadeg zo bet lakaet war al lec'hienn Internet : http ://www.eurobreman.tsx.org Pegsunioù zo tu deoc'h kavout bremañ. Kavout a reoc'h amañ kevret 10 pegsun. Re all a c'helloc'h kaout pa 'po c'hoant. Ur follenn sinadeg a lakaomp amañ kevret ivez, deoc'h da luc'heilañ ha da zasparzhañ anezhi e-touez ho mignoned hag amezeien pe e tiez kevredigezhioù. Plas zo war ar follenn deoc'h da vezañ gouest da lakaat ho logo ma fell deoc'h. Da c'houde, ur wech leuniet ar follennoù e c'helloc'h kas anezho deomp. Gwelloc'h deoc'h mirout ul luc'heilenn. Ne vo kaset ar raktres-mañ da benn nemet gant ho skoazell. Sinit, skignit ha lakait tud d'hen ober evit ma vo ledanaet implij ar brezhoneg er vuhez pemdez ! Grit bruderezh ar muiañ posubl evit al lec'hienn internet Euro-Bremañ : http ://www.eurobreman.tsx.org ! Goulennit pegsunioù diouzhtu bremañ ! SEUL VUIOC'H A DUD E VIMP, SEUL VUIOC'H A BOUEZ A VO GANEOMP EN TIEZ-BANK Kontet e vo ingal an niver a sinadurioù a vo embannet en hor gazetenn « Al lizher ». 5 - Deoc'h da reiñ ho skoazell Ezhomm hon eus kaout ho skoazell arc'hant da zont a-benn da gas an traoù en-dro a hir dermen. Gallout a rit kas ho skoazell da NHU - BP76927 - 29269 BREST cedex. KONTAÑ A REOMP WARNOC'H