Ar Re Unanet Tro mare ar c'huzh-heol, 'voe klevet trouz neizhour, Trouz ur vag a voe klevet o tonet gant an dour, Ha strap, ha son an drompilh hag an tabolinoł, Ken e sone ar c'herreg war lein ar menezioł. Ha me monet da welet: ha ne welis netra Nemet Marc'haid ar gerc'heiz, pav-kamm, o pesketa: "Marc'haīd, Marc'haīdig, te 'nij uhel ha pell; Petra nevez 'zo degoue'et e-barzh e Breizh-Izel?" Neb o gwele dastumet da vont da harzoł Breizh, E tachenn Kergrist-Moelou, d'ar Yaou Fask, tarzh-an-deiz, Pep 'arkebut war o skoaz, pep 'bluńv ruz ouzh o zok, Pep 'gleze ouzh o c'hostez, banniel ar feiz a-raok. Ha pa oant o vonet kuit i zo eet d'an iliz Evit kimiadań sant Per koulz hag an aoutrou Krist: Hag o tont eus an iliz e stouont er vered: "Arsa 'ta, Kernev-Uhel, setu ho soudarded! Setu soudarded ar vro, soudarded unanet Evit difenn ar gwir feiz rak an Hugunoded, Evit difenn Breizh-Izel rak Bro-Saoz ha Bro-C'Hall Kement a wast hor bro-ni, gwazh eget an tan-gwall." Hag o tont eus ar vered e-leizh e c'houlenne; "Men e kevfimp mezher ruz d'en em groazań breme?" Ken e troc'has kalonek paotr maner Kergourtez: "Kemeret skouer diganin hag e viot kroazet aes!" Ne oa ket e gomz gantań, e gomz achuet-mat, Oa toullet gwahīenn e vrec'h ken e strinkas ar gwad, Ha war dal e borpant wenn ur groaz ruz a oa graet, Hag a-barzh nemeur amzer o-holl e oant kroanzet. Pa oant e-kivhen Kallag o vonet gant an hent, E klevjont kleier Duod o son an ofer'nn-bred, Hag i distroiń war o c'hiz en ur laret 'n ur vouezh: "Kenavo kleier Mari! Kenavo kleier kaezh! Kenavo 'ta, kenavo, kleier kristenīet! Alies en deizioł-lid ni hon eus ho prallet! Ra blijo gant an Aotrou, hag ar Werc'hez santel, Ma ho prallefimp-ni c'hoazh pa vo fin d'ar brezel! Kenavo, bannelioł sakr, c'hwi hag hon eus douget, Oc'h ober tro an iliz, e pardon Sant Served; Ra vimp ker gouest da zifenn hor bro hag ar gwir feiz Hag emaomp bet d'ho terc'hel war an dachenn, un deiz! Da hijo Doue ar rev! da vo gweńvet an ed, Gweńvet e douar ar Gall, trubard d'ar Vretoned! Ra ganimp-ni da viken, en ur vouezh, paotred Breizh; _ Biken! Biken 'n em baro an onner hag ar bleiz." Ar ganaouenn-mań zo graet ab'oe m'omp aet en hent, E-barzh ar bloaz mil pemp kant daouzek ha poar-ugent; Graet gant ur c'houer yaouank, war un ton da gano. Kanet-hi, paotred Kernew, da louenat ar vro. "o-holl": int-holl