An distro eus a Vro-saoz Etre parrez Pouldergad ha parrez Ploare, Ez eus tudjentil yaouank o sevel un arme Evit monet d'ar brezel dindan mab an Dukez, En deus dastumet kaiz tud eus a bep korn a Vreizh; Evit monet d'ar brezel dreist ar mor, da Vro-Saoz, Me 'm eus ma mab Silvestrig emaint ouzh e c'hortoz; Me 'm eus ma mab Silvestrig ha n'em eus nemetań A ya da heul ar strollad, gant marc'heien ar bann. Un noz e oan em gwele, ne oan ket kousket mat, Me 'gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mab; Ha me sevel em c'hoańze raktal war ma gwele: "Aotrou Doue! Silvestrig, pelec'h out-te breme? Marteze emaout ouzhpenn tri c'hant lev deus ma zi, Pe taolet 'barzh ar mor bras d'ar pesked da zibriń; Mar keres bezań chomet gant da vamm ha da dad, Te 'vize bet dimezet bremań, dimezet mat; Te 'vize bet dimezet hag euredet timat D'ar bravań plac'h eus ar vro, Mannaig Pouldergad, Da Vanna da zousig koant, ha 'vizez ganeomp-ni Ha gant da vugaligoł; trouz gante 'kreiz an ti. Me am eus ur goulmig c'hlas e-kichenik ma dor, Hag hi e toull ar garreg war benn ar roz e gor; Me 'stago deus he gouzoug, me 'stago ul lizher Gant seizenenn va eured, ra zeuy ma mab d'ar gźr." "Sav alese, va c'houlmig, sav war da zivaskell Da c'hout ha te a nijfe, ha te a nijfe pell; Da c'hout ha te a nijfe gwall bell dreist ar mor bras Ha ouifes hag eo ma mab, ma mab e buhez c'hoazh? Da c'hout ha te nijfe betek an arme, Ha 'kasfes eus va mab paour, timat keloł din-me?" "Setu koulmig c'hlas va mamm a gane 'kreiz ar c'hoad, Me he gwel erru d'ar wern, me he gwel o rezat." "Eurvad deoc'h-hu, Silvestrig, eurvad deoc'h, ha klevet: Amań em eus ul lizher 'zo ganiń deoc'h kaset." "Benn tri bloaz hag un devezh me 'erruo da vad, 'Benn tri bloaz hag un devezh gant ma mamm ha ma zad." Achuet oa an daou vloaz, achuet oa an tri: "Kenavo dit, Silvestrig, me n'az kwelin ket mul; Mar kavfen da eskern paour taolet gant ar mare, O! Me o dastumefe hag o briatefe!" Ne oa ket he c'homz ganti, he c'homz peurlavaret, Pa skoaz ul lestr a Vreizh wan an aod, eń kollet, Pa skoaz ul lestr a'r vro penn-da-benn dispennet, Kollet gantań e roeńvoł hag e wernoł brevet. Leun e oa a dud varo: den ne oufe lavar, Na gout pegeit amzer 'zo n'en deus gwelet an douar. Ha Silvestrig oa eno, hogen na mamm na tad, Na Mignon n'en doa, siwazh! karet e zaoulagad!